ha
Gwelet ivez : h.a. |
Gwelet ivez : hag |
Brezhoneg
Indezeuropeg |
Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. |
Henamzer Predeneg h.a. |
Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. |
Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. |
Amzerioù modern Brezhoneg h.a. |
Yezhoù all |
*ad-gʰe | *(h)a | a, ha | hac |
ha hag | ||
ha hag |
Kerneveureg | |||||
a ac |
Kembraeg |
Stagell genurzhiañ
ha /ha/ pe /a/; hag dirak ur vogalenn.
- Ger a dalvez da sevel ul liamm etre kevrennoù ar prezeg hag a verk ar strollañ, ar bezañ a-gevret, ar c'hendegouezh.
- Te ha me. Troude ha Milin. w:Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all.
- An tadoù ha mammoù en em glemm alies ez eo o bugale disent [...]. — (Glaoda Marigo, Buez ar Sænt gant reflexionou spirituel, Kemper, 1837, p. 818.)
- Bez kalon bepred… ha na gomz ha na en em glemm … rak anez ez omp kollet hon-daou. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 203.)
- Bara gwenn ha kig, ha gwin mat? — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 165.)
- — Dizoloet ar gwele un tammig, ha savet ar c'holc'hed. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 81.)
- Te zo sot ha me zo fin, te ‘ev dour ha me ‘ev gwin. Rimadell.
- Gant ha ne vez ket ret adlavaret ar verb-skoazell:
- Sellet ha klask a ra — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 47.)
- An div-se o devoa kemeret truez ouzhin ha roet arc'hant din . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 250.)
Troienn
- troiennoù adverbel
- troiennoù verbel
Troidigezhioù
- afrikaans : en (af)
- alamaneg : und (de)
- albaneg : e (sq) , dhe (sq) , edhe (sq)
- bambara : ni (bm), ani (bm)
- bulgareg : и (bg)
- daneg : og (da)
- esperanteg : kaj (eo)
- euskareg : eta (eu)
- finneg : ja (fi)
- frizeg : en (fy)
- faeroeg : og (fo)
- galleg : et (fr)
- gresianeg : και (el)
- henhebraeg : ו (hbo)
- hensaozneg : and (ang), ge (ang)
- hungareg : és (hu)
- indonezeg : dan (id)
- islandeg : og (is)
- italianeg : e (it)
- japaneg : と (ja) , そして (ja)
- katalaneg : i (ca)
- kembraeg : a (cy) , ac (cy)
- kurdeg : û (ku)
- latin : ac (la) , atque (la)
- malayseg : dan (ms), serta (ms)
- mayaeg Yucatán : ka’ (yua)
- nederlandeg : en (nl)
- norvegeg : og (no)
- papiamento : i (pap)
- poloneg : i (pl) , a (pl) , oraz (pl) , zaś (pl)
- portugaleg : e (pt) , mais (pt)
- roumaneg : iar (ro), şi (ro)
- rusianeg : а (ru) , и (ru)
- saozneg : and (en) , both (en)
- sinaeg : 和 (zh) , 与 (zh)
- skoseg : agus (gd), is (gd)
- spagnoleg : y (es)
- sranan : èn (srn), nanga (srn)
- svedeg : och (sv)
- swahili : na (sw)
- tagalog : at (tl), at saká (tl)
- tchekeg : a (cs)
- turkeg : ve (tr)
- zouloueg : na- (zu), no- (zu), ne- (zu)
Rannig
- Rannig goulennata implijet e deroù ur lavarenn eeun:
- -e deroù ul lavarenn gadarnaat
- Ha c'houi a gemer ar Vretoned evit tud diskiant ? — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 32.)
- — [...] ; ha chom a raimp-ni aman ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 15.)
- — Me ne welan netra, eme an itron. Ha klanv oc'h ? — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 80.)
- - Sell ! Yun, ha dont a ri da zornañ warc'hoazh, e-lec'h chom amañ, war beg an duchenn, da zigeriñ da c'henou ? — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- Ha gwir eo ? » « Ya, gwir eo. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 280.)
- Ha kavout a ra d’it oun-me an Ankou, pe an Amzer ? — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 281.)
- -e deroù ul lavarenn nac'h
- Ha ne vez ket kenteliet mat alies ar re fur gant ar re ziskiant ? — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 8.)
- Ha n'eus ket aze, Lesneveniz, peadra evidoc'h da drugarekaat ar Republik ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 132.)
- Ha ne welit-hu ket dre gement-se pegement a fae a rae an dud war Ganclaux ha pegement a stad ac'hanomp-ni. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 227.)
- Ha n'eo ket bezañ sot ha diskiant hon degas amañ d'an nec'h da glask tud? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 95.)
- — [...]. Ha ne ket guir, va zoudarded ?
— Eo, eo, eme ar zoudarded. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 280.)
- En droienn daoust ha
- Daoust ha n'en em glemmomp ket, war digare m'en em gavomp sammetoc'h evit hon nesañ? BUAS 330
- Rannig goulennata implijet e deroù un islavarenn (goude ar verboù goulenn, gouzout, gwelout, sellout).
- — Eomp etrezek ar Spagn, [...], da welet ha ne vo ket graet welloc'h din gant an teir friñsez all am eus tennet digant o jeanted, eget gant homañ. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 131.)
- Abret 'ta diouzh ar mintin, da c'houloù-deiz ez a al louarnataer da welet ha deuet eo al louarn da dañva e lip-e-bav. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 113-114.)
- Hervez lezennoù ar vro, ar roue kozh, pa ne veze ket a baotred, a veze ret dezhañ ober tri goulenn ouzh e zanvez mab-kaer, ha gwelet dre eno hag a-walc’h a furnez, a nerzh-kalon, a spered, a ijin a c’helle kaout an den yaouank [...]. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 10.)
- Fellout a rae dezho gwelout ha gwir e oa ar vrud. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 26.)
- « N’ouzon dare 'hag aes eo ! » eme unan eus ar plac’hed… — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 134.)
Troidigezhioù
Araogenn
- Araogenn hag eil elfenn an derez kevatal
- e-barzh ken ... ha...
- e-barzh keit ha
- e-barzh kement ha, kement ha ma
- — Freuzit ha furchit kement ha ma kerfot, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 277.)
- e-barzh kenkent/kerkent ha ma
- e-barzh kenkoulz ha, koulz ha
- e-barzh memes ha, memes tra ha
Troidigezhioù
Rannig
- rannig dirak un islavarenn stag hag a deu war-lerc'h un anv amstrizh
- Ur wech e oa ur roue en Frañs ha n'en devoa nemet ur mab. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 15.), — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 188.)
- en droienn ha pa
Rannig
- (raganv personel e gwenedeg): da
- (raganv personel e gwenedeg): az
- ... me ia mé d'ha lakat de huélet ti ha bépé. Er Hémenér 18, Job Er Bayon
- (ger-perc'hennañ e gwenedeg): da
- Saù ha fri. Er Hémenér 16, Job Er Bayon
- Nen don ket mé el ha dad-té. Er Hémenér 23, Job Er Bayon
Esperanteg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Estlammadell
ha /ha/
- A !, ger a vez eztaolet diwar souezh.
Spagnoleg
Furm verb
ha
- En deus, he deus.
- No ha comido. N'en deus ket / n'he deus ket debret.
- El amor que ya ha pasado no se debe recordar. Ar garantez a zo tremenet n'eus ket da zerc'hel soñj anezhi.
- Hoc'h eus.
- Usted no ha entendido. N'hoc'h eus ket komprenet.
- Gant an araogenn de:
- No sabe a qué horas ha de llegar. Ne oar ket da bet eur en deus da erruout.
Italianeg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Furm verb
ha
- trede gour unan ar verb avere en amzer-vremañ an doare-disklêriañ.