war digarez
(Adkaset eus war digare)
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
Stagell isurzhiañ
war digarez /wardiˈɡɑːre(s)/
- Araogenn gevrennek; war-digarez un darvoud bennak, da-geñver un darvoud bennak (gouel).
- War digarez ur gouel bennak, ur c'hañv, e vije kaset ur c'hannad d'ober an dro d'ar c'hanton ha d'ar c'hantonioù all war-dro, evit kelenn ar gerent betek an dekvet pazenn. — (Erwan Berthou, En bro Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985, p. 77.)
- war digarez ober tra pe dra (gwelout war-zigarez)
- war digarez e
- Houmañ a rae trouz d'he merc'h a-wechoù, war digarez e oa re sot gant he den. — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 29.)
- war digarez ma
- War digarez m’he devoa ur c’hleñved spegus, n’he doa ket a goñje da vont tost d’he hantervreudeur ha d’he hanterc’hoarezed, na zoken da lavaret ur ger outo. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 413.)
- Daoust ha n'en em glemmomp ket, war digare m'en em gavomp sammetoc'h evit hon nesan ? — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 330.)