26 Mae
Neuz
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1538 : skarzhet eo Jean Calvin diouzh Jeneva ha rankout a ra mont da vevañ en harlu e Strassburg e-pad tri bloaz.
- 1664 : krouet Kompagnunezh an Indez dre lizher-aotren.
- 1805 : Napoleon Bonaparte ("Napoleon Iañ") a gemer an titl a Roue Italia ha kurunet eo gant Kurunenn houarn Lombardia en iliz-veur Milano.
- 1828 : ar bugel gouez Kaspar Hauser a zo kavet e straedoù Nürnberg.
- 1896 : kurunidigezh an impalaer Nikolaz II a Rusia.
- 1908 : e Masjid-al-Salaman, en Iran, e kroger da gorvoiñ ar c’hentañ puñs tireoul er Reter nesañ.
- 1918 : savidigezh republik demokratel Jorjia.
- 1963 : savidigezh an Aozadur evit Unaniezh Afrika.
- 1966 : Gwiana Breizh-Veur a zeu da vezañ dizalc’h, dindan an anv Guyana.
- 1986 : gant Kumuniezh Europa eo degemeret banniel Europa.
- 1948 : krouadur Tsahal, an arme israelian evit erlec'hian an Haganah.
- 2011 : harzet eo Ratko Mladić e Serbia.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1923 : er Mañs eo aozet ar c’hentañ redadeg 24 eurvezh evit ar c’hirri.
- 1959 : dilennet eo Tokyo gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e München evit degemer an XVIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e 1964.
- 1965 : gounezet e gentañ Kib vell-droad Bro-chall gant Stad Roazhon UC, trec'h 3-1 war UA Sedan-Torcy.
- 1993 : aet ar maout gant skipailh Olimpek Massilia ouzh hini ar Milan AC e Kevre ar gampioned (1-0). Ar skipailh 1añ eus Frañs bet gounezet kib priziusañ Europa eo an OM.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1733 : Pieter Boddaert, mezeg hag evnoniour izelvroat.
- 1822 : Edmond de Goncourt, skrivagner gallek.
- 1906 : Pierre Prévert, aktour sinema ha filmaozer gall.
- 1907 :
- 1912 : János Kádár, kentañ ministr Hungaria.
- 1919 : Rubén González, soner piano kuban, ezel eus al laz-seniñ mil vrudet Buena Vista Social Club.
- 1926 : Miles Davis, soner trompilh jazz stadunanat.
- 1944 : Yann-Fañch Prigent, melldroader breizhat.
- 1964 : Lenny Kravitz, kanour stadunanat.
- 1965 : Friso Nijboer, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù izelvroat.
- 1985 : Laura Costantini, mestrc'hoarierez echedoù italian, Kampionez Italia e 2002.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1421 : Mehmet I, sultan, adsaver an Impalaeriezh otoman.
- 1845 : Jónas Hallgrímsson, skrivagner islandek.
- 1883 : Abd al-Qadir (Aljeria) pe Abd el-Kader, brogarour ha den-Stad eus Aljeria.
- 1904 : Georges Gilles de la Tourette, medisin gall arbennigour war an nervoniezh.
- 1976 : Martin Heidegger, prederour alaman.
- 1983 : Willy Rozier, den a sinema gall.
- 2008 : Sydney Pollack, aktour, produour ha filmaozour stadunanat.
- 2018 : Roger Piantoni, melldroader etrebroadel gall.