Aktour
Un aktor (hervez ar geriadurioù, aktored pe aktorien el liester), pe aktour hervez tud ar vicher, zo un den a brest e vouezh pe e zremm d'un dudenn en ur film, ur pezh-c'hoari, er c'hoariva pe er skingomz pe er skinwel. Komediañcher zo ur ger poblek implijet ivez.
Peurvuiañ e vez lavaret komzoù gant an aktourien, met kanañ ha dañsal a c'hallont ober ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ mammenn a zo eus un den o vezañ aktour a oa bet e 534 a-raok Jezuz-Krist (diaes eo kavout an deiziad resis rak kemmoù lies a zo bet en deiziataerioù) pa oa bet an aktour gresian Thespis o vont war leurenn C'hoariva Dyonisos, o tibunañ frazennoù evel un dudenn en ur pezh-c'hoari.
Aktourien vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez an aktourien brudet en XXvet kantved ez eus tud hag o deus bet skrivet ha c'hoariet o fezhioù :
- Goulc'han Kervella, aktour ha skrivagner ;
- Jarl Priel, aktour gallek ha brezhonek, skrivagner gallek ha brezhonek ;
- Maria Prat, aktourez ha skrivagnerez ;
- Bob Simon.
Ar re yaouankoc'h avat n'o deus skrivet pezh ebet :
- Klet Beyer, mab Mich Beyer ha Martial Ménard ;
- Toni Foricher ;
- Nolwenn Korbell, aktourez ha kanerez ;
- Gilles Penneg.