Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ebrel

Eus Wikipedia
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Ebrel
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          
Ebrel e Les Très Riches Heures du duc de Berry,1486

Pevare miz ar bloaz eo Ebrel en Deiziadur gregorian

Imbrel a reer eus anv ar miz e Bro-Wened a-wechoù[1].

Eus al latin (mensis) Aprilis). Diasur eo an anv latin, met dre ma oa Ebrel eil miz an deiziadur roman, ma raed Quintilis eus ar pemvet miz (Goure) ha Sextilis eus ar c'hwec'hvet (Eost) e c'houlakaer e raed *((ap(e)rilis) "an hini da heul" goude Meurzh.

Krennlavaroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • « Ar ran a gan kent miz Ebrel / E vez gwelloc'h dezhañ tevel »
  • « Bleuñv en Ebrel, feurm e Mae / Eus ar re-se e kargimp hon sae »
  • « D'ar seitek a viz Ebrel e rank ar goukoug kanañ pe greviñ »
  • « Da c'houel Mark / An had diwezhañ er park »[2]
  • « Da c'houel Mark / An ozhac'h hag ar mevel a gousk er park »
  • « Da c'houel Mark / Diodet ar park »[3]
  • « Da c'houel Mark / E teu ar vuoc'h eus ar park »
  • « Da c'houel Mark / Merenn vihan d'ar park »
  • « Da c'houel Pêr, plantañ kignen / Da c'houel Pêr, skoulmañ kignen / Da c'houel Pêr, tennañ kignen »[4]
  • « Da c'houel sant Gwennole / Stank ar foenneg ouzh ar c'hole »[5]
  • « Da viz Ebrel e kousk an ozhac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatezh ober ivez »
  • « Deuet Meurlarjez pa garo / Pask pe Gazimodo / En Ebrel en em gavo »
  • « Dre ma tosta hanter Ebrel / E kousk an ozhac'h hag ar mevel / Ar wreg a lavar e miz Mae / D'ar vatezhig : deomp ivez ! »
  • « Ebrel c'harv / Porc'hell varv »
  • « Ebrel, Ebrelik / Digor da ziv askellig »
  • « Goude miz Ebrel da fin Eost / Da dan ebet nad a tost »
  • « Kizhier Ebrel, kizhier laer »
  • « Pa vez glav da c'houel Mark / E kouezh ar c'herez er park »
  • « Pask a-dost, Pask a-bell / Pask a vo en Ebrel / Pask en Ebrel a vo / Pe ar C'hazimodo »
  • « Rev Ebrel zo kenkoulz ha rev Mae »
  • « Sant Jorc'hdig diwar e dorchenn / A laka ar c'hozh saout da vreskenn »[6]
  1. Meriadeg Herrieu, Dictionnaire français-breton vannetais, Bleun-Brug Bro-Gwened, 1981, p. 34.
  2. Mark : 25/04.
  3. Diodet : stummet, tañvouezet.
  4. Gouelioù Pêr : 15/04, 29/06, 01/08.
  5. Gwennole : 03/03.
  6. Jorc'hdig (Jord) : 23/04.