Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ukraineg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ukrainek)


Ukraineg
(українська мова)

Perzhioù
Komzet e : Banniel Ukraina Ukraina, Banniel Moldova Moldova, Banniel Treuznistria Treuznistria, Banniel Polonia Polonia, Slovakia Slovakia, Rusia, Banniel Belarus Belarus, Banniel Roumania Roumania,
 Serbia, Portugal Portugal
Rannved : Europa ar reter
Komzet gant : 41 milion
Renkadur : 26
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Ukraina, Moldova, Treuznistria
Akademiezh : Національна академія наук України

Natsionalʹna akademiya nauk Ukrayiny (Akademiezh vroadel ukrainat ar skiantoù)

Urzh ar gerioù : SVO (Subject-Verb-Object)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 uk
ISO 639-2 ukr
ISO 639-3
Kod SIL UKR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.
Ukraineg

An ukraineg (українська мова oukrayins'ka mova) zo unan eus yezhoù slavek ar Reter. Yezh ofisiel Ukraina eo.[1].

Gant un adstumm eus al lizherenneg kirillek e vez skrivet ; alies e vez lakaet an ukraineg da rannyezh ar ruseg, hogen tostoc'h d'ar belaruseg eo[2].

Un diskennad eus henslaveg ar Reter, ur yezh a veze komzet e Rous Kyiv er Grennamzer, eo an ukraineg. Henslaveg ar Reter a droas d'ar rutheneg, a voe yezh ofisiel e Dugelezh Veur Lituania a-raok bezañ polonekaet e Republik an Div Vroad. En XVIIIvet kantved e voe rannyezhoù, an ukraineg o vezañ unan anezho.

Rusekaet e voe Ukraina goude Brezel Krimea (1856) : berzet e voe an ukraineg er skolioù hag en Impalaeriezh Rusia, koulz hag en URSS war-lerc'h. Daoust da gement-se e kendalc'has an dud d'e gomz, e rann gornôgel ar vro dreist-holl.

E-pad kantvedoù goude diskar Rous Kyiv, uhelidi Ukraina ne gomzent ket yezh ar vro. An aotrouien hag ar renkadoù etre a rae gwell gant ar poloneg pe ar ruseg. Evit an uhelidi ne oa nemet en hetmanat kozak savet gant Bohdan Khmelnytsky e veze graet gant an ukraineg. Evit ar beizanted, darn eus ar boblañs betek kreiz an XXvet kantved a implije o yezh-vamm hep kaout galloud politikel ebet evit difenn ar yezh.

Rannet e vez an ukraineg etre kentukraineg, henukraineg, krennukraineg hag ukraineg a-vremañ[3].

  • Kenukraineg : betek kreiz an XIvet kantved ; skrid ebet.
  • Henukraineg : betek ar XVIvet kantved (1387) ; skridoù zo e slaveg an Iliz ortodoks.
  • Krennukraineg : betek an XIXvet kantved ; anvet rutheneg en Istor ar yezh.
    • Krennukraineg abred : ~1387-1575, termenet diwar an diforc'hioù etre skridoù ukrainek ha re belarusek.
    • Krennukraineg kreiz : ~1575-1720 ; meur a skrid en ukraineg boutin ha yezh an Iliz.
    • Krennukraineg diwezhat : ~1720-1818 ; kavet e kalz skridoù ukrainek-rusek ha rusek-ukrainek.
  • Ukraineg a-vremañ : adalek 1818 ; kavet el lennegezh da gentañ, e skridoù a bep doare goude.

Bep bloaz d'an 9 a viz Du e veze lidet gouel Nestor ar C'hroniker (Нестор Летописец Nestor Letopisets, ~1056 – ~1114), en devoa skrivet buhez daou sant ; "Devezh an ukraineg hag al lennegezh ukrainek" a vez graet eus ar gouel-se, a vez lidet d'ar 27 a viz Here abaoe an 28 a viz Gouere 2023[4].

Abaoe diskar URSS e 1991 ez eo bet lakaet an ukraineg da yezh ofisiel ar Stad nevez ; a-hed dekvloaziad kentañ an dizalc'hiezh e lakaas ar gouarnamant ar yezh ofisiel da gemer lec'h ar ruseg er melestradur, er skolioù, er media hag er c'henwerzh.

Renabl ar bloaz 2001 — an hini nemetañ a zo bet graet betek-henn — a ziskouez e oa 67,5% eus Ukrainiz o tisklêriañ an ukraineg da yezh-vamm, e-tal 29,6% o tisklêriañ ar ruseg. Divyezhek eo an darn vuiañ eus an dud[5]

Ukraineg ha ruseg, 1989/2001

  • ██ (uk) 1989
  • ██ (uk) 2001
  • ██ (ru) 1989
  • ██ (ru) 2001
    1. (fr) En Ukraine, la bataille des langues. Le Monde, 16/02/2021
    2. (en) Schenker, Aleander M. Proto-Slavonic. In : The Slavonic Languages, p. 60. London : Routledge, 2002 (ISBN 978-0-415-28078-5)
    3. (en) Bunčić, Daniel (2015). On the dialectal basis of the Ruthenian literary language. In : 'Die Welt der Slaven, 60 (2). pp. 276-289. Otto Sagner. ISSN 0043-2520. Kavet : 02 Meur 24.
    4. (uk) (en) 'Zelensky signed a decree on the postponement of the Days of Ukrainian Writing, Cossacks and Adoption. Ukrainska Pravda, 28/07/2023. Kavet : 02 Meur 24.
    5. (uk) (en) Renabl 2001. Kavet : 02 Meur 24.