Troad abesivel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad abesivel (saoz.: abessive case, diwar al latin: abesse, "bezañ pell diouzh") anvet ivez karitivel (saoz.: caritive, diwar al latin carere, "mankout") pe privativel (saoz.: privative, diwar al latin privare, "lemel/tennañ") evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed ma vank perzhi(ioù) an anv ma vez staget outañ, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "hep" ha gant ar rakgerioù "de(z)-" hag "am-" e brezhoneg.
Implijet e vez an droad-mañ gant meur a yezh er bed:
Ar somalieg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er somalieg, merket gant al lostger "-la(a)", da skouer:
- jeceyl ("karantez") → jeelaa ("digarantez")
- dar ("dilhad") → darla ("noazh")
Yezhoù Aostralia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Martuthunira
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E martouthounireg (martuthunira), merket gant al lostgerioù "-wirriwa" ha "-wirraa", da skouer:
Parla-wirraa | nganarna. |
arc'hant-ABES. | hon eus |
"N'eus arc'hant ebet ganimp" |
Alies ec'h implijer an termen "karitivel" evit komz eus implij an droad-mañ war dachenn ar yezhoù kaokazek, da skouer e tsezeg, merket gant al lostger "-tay".
Implijet e vez an droad abesivel gant ar finneg, an estonieg hag e yezhoù samiek 'zo, da skouer samieg Skolt ha samieg Inari.
E finneg e vez implijet er yezh skrivet dreist-holl, oc'h ober kentoc'h gant troieññoù all er yezh komzet, merket gant al lostger "-tta"/"-ttä", da skouer:
- raha ("arc'hant") → rahatta ("hep arc'hant")
An turkeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E turkeg, merket gant al lostger "-siz" (/"-sız", "-suz", "-süz"), da skouer:
- ev ("ti") → evsiz ("hep ti")
- yurt ("ti; goudor...") → yurtsuz ("dic'houdor")
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mammennoù:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dench, Alan Charles (1995). Martuthunira: A Language of the Pilbara Region of Western Australia. Canberra : Pacific Linguistics. Series C-125. ISBN 0-85883-422-7.