Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Troad abesivel

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad abesivel (saoz.: abessive case, diwar al latin: abesse, "bezañ pell diouzh") anvet ivez karitivel (saoz.: caritive, diwar al latin carere, "mankout") pe privativel (saoz.: privative, diwar al latin privare, "lemel/tennañ") evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed ma vank perzhi(ioù) an anv ma vez staget outañ, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "hep" ha gant ar rakgerioù "de(z)-" hag "am-" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad-mañ gant meur a yezh er bed:

Er somalieg, merket gant al lostger "-la(a)", da skouer:

jeceyl ("karantez") → jeelaa ("digarantez")
dar ("dilhad") → darla ("noazh")

Yezhoù Aostralia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martuthunira

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E martouthounireg (martuthunira), merket gant al lostgerioù "-wirriwa" ha "-wirraa", da skouer:

Parla-wirraa nganarna.
arc'hant-ABES. hon eus
"N'eus arc'hant ebet ganimp"

Alies ec'h implijer an termen "karitivel" evit komz eus implij an droad-mañ war dachenn ar yezhoù kaokazek, da skouer e tsezeg, merket gant al lostger "-tay".

Implijet e vez an droad abesivel gant ar finneg, an estonieg hag e yezhoù samiek 'zo, da skouer samieg Skolt ha samieg Inari.

E finneg e vez implijet er yezh skrivet dreist-holl, oc'h ober kentoc'h gant troieññoù all er yezh komzet, merket gant al lostger "-tta"/"-ttä", da skouer:

raha ("arc'hant") → rahatta ("hep arc'hant")

E turkeg, merket gant al lostger "-siz" (/"-sız", "-suz", "-süz"), da skouer:

ev ("ti") → evsiz ("hep ti")
yurt ("ti; goudor...") → yurtsuz ("dic'houdor")

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]