Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Olimpos

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Menez Olimpos)
Menez Olympos

Menez Olympos gwelet eus ar reter
Lec'hiadur
40°05′08″ N – 22°21′31″ R
Menez Olympos Menez Olympos
Riez Gres Gres
Torosouriezh
Barr Μύτικας / Mytikas
Uhelder 2917.727 [1]
Baliregezh 2 353 m
Digenvez 254 km
Menez kar Мусала / Mousala


Digenvez ha baliregezh ur menez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Olimpos e peurunvan[2], pe Olympos Hervez politikerezh treuzskrivañ ofisiel Wikipedia, pe Olumpos (e Geriadur Vallée (1931) (diwar ar gresianeg : Όλυμπος Olympos) eo anv menez uhelañ Hellaz, 2917.727 [3] metrad uhelder dezhañ, anezhañ eil menez uhelañ ar Balkanioù goude e venez kar Menez Mousala (2 925,4 m). Emañ war-hed 100 km eus Thessaloniki, eil kêr vrasañ Hellaz. Meur a gern zo : Mytikas, an hini uhelañ, Skala, Stefani, Profitis Ilias ha Touba.

Eno e oa, hervez Gwengelouriezh Hellaz annez doueed pennañ Henc'hres, Zeus en o fenn.

Lec'hanvadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an an anv eus ar ger henc'hresianek Ὄλυμπος / Olympos.
Diwar-benn ar gerdarzh n'eus nemet martezeadennoù. Gwelout a c'haller ur wrizienn olu- a dalv kement ha troc'hañ , falc'hañ , « touzañ , a gaver e-barzh ollumi ("troc'hañ", "distruj"), oloos ("distrujer", "marvel") hag oulē ("troc'h", "rann").

An dibenn -mpos, a gaver e meur a yezh indezeuropek, en anvioù-gwan a verk pe al lec'hiañ pe ur stumm.

Krediñ a reer e talveze Olumpos kement hag un dra bennak « a droc'he lemm » pe « a droc'he an hent ». N'halled ket treuziñ ar menez, ha gwelet e veze evel un harz krenn etre Thessalia ha Makedonia, pe ledenez Hellaz hag Europa.

Ur gerdarzh all a seblant suroc'h. Neuze e teufe "Oulumpos", ar ger a gaver e skridoù Homeros, eus ar gwriziennoù indezeuropek-mañ :

  • wel-' ("treiñ, troidellat, punañ " - orin ar ger alamanek Wolke "koumoulenn", ar ger gallek valse)
  • ombh- ("tra ront", "krec'h, kern" evel er ger latin umbo, an anv roet da lodenn volzek ur skoed). Ster Olympos' a oa neuze "menez punet ar c'houmoul en-dro d'e lein". Ur ger indezeuropek e vije bet, *'Wol-*omb, troet da Olumpos e genoù Hellaziz kozh.

En em astenn a ra ar Menez Olympos en hanternoz Hellaz, tost da aod ar Mor Enezek, da Dhessalia ha da Vakedonia. Ur pezh tolzenn a venez zo anezhañ, sonn-mat e meur a lec'h, hag islonkoù ledan. Koadek eo an traoñ anezhañ, hag erc'hek e gern.

Beleien ha pirchirined a grapas gant ar menez Olympos en Henamzer[4]. Kentañ ma voe krapet ar menez en hon amzer a voe d'an 2 a viz Eost 1913 gant Daniel Baud-Bovy, Frédéric Boissonas ha Christos Kakkalos[5].

Kuzhet eo lein ar menez ouzh an dud gant ar c'houmoul. Neuze e c'halle doueed pennañ Henc'hres ober o annez eno ha bezañ sioul o frikota hag o sellout ouzh an dud a bell. Hervez Homeros ne oa na glav nag erc'h ha gwenn e oa ar bed d'an doueed eno, war-lerc'h dezho en em zizober eus an Ditaned, Ofion ha Tifon.

Menezioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Triwec'h menez all er bed zo heñvelanvet, darn anezho en inizi Hellaz, e Kiprenez, Azia Vihanañ, Zeland Nevez, Tennessee, Utah ha Stad Washington e SUA.

Steredoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Ampatzidis, Dimitrios (2023-04-01). "Revisiting the determination of Mount Olympus Height (Greece)". Journal of Mountain Science 20 (4): 1026–1034. DOI:10.1007/s11629-022-7866-8. ISSN 1993-0321
  2. Hervez an Dictionnaire breton-français français-breton Roparz Hemon - Ronan Huon, An Here Al Liamm (2002). Hag ar gerioù olimpiadel, olimpek.
  3. Ampatzidis, Dimitrios (2023-04-01). "Revisiting the determination of Mount Olympus Height (Greece)". Journal of Mountain Science 20 (4): 1026–1034. DOI:10.1007/s11629-022-7866-8. ISSN 1993-0321
  4. (el) (en) Sandbach, F. H. Plutac'h's Moralia Volume XV. Cambridge, Ma. : Harvard University Press, 'p. 351'. Kavet : 10 C'hwe 22.
  5. (en) Flora, Christina. The Hundred-Year Climb of Mount Olympus. In : Greek Reporter, 24/07/25013. Kavet : 10 C'hwe 22.
  6. (en) 'Small-Body Database Lookup'. Kavet : 10 C'hwe 22.