Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Peurunvan

Eus Wikipedia

Da-heul adaoz doare-skrivañ ar brezhoneg e 1941 oa bet savet an doare-skrivañ peurunvanet, berroc'h ar peurunvan, anvet KLTG[1] ivez, pe ar Zh c'hoazh, evit kemer plas an doare-skrivañ KLT, savet da-heul adaoz reizhskrivadur ar brezhoneg 1908, en ur engronnañ reizhskrivadur implijet e Bro-Wened, da gaout un doare-skrivañ hepken evit ar brezhoneg lennek[2].

Adaozioù reizhskrivadur ar brezhoneg ha breujoù kent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant emglev 1908 e oa bet unanet doare-skrivañ ar brezhoneg e Treger, Leon ha Kerne. E Bro-Gwened e kendalc'hed d'ober gant un doare-skrivañ all a voe savet gant beleien eskopti Gwened. Met fellout a rae da skrivagnerien zo unaniñ an daou zoare-skrivañ-se, an doare-skrivañ KLT ha doare-skrivañ ar gwenedeg. E 1936 e oa bet bodet un toullad tud, Loeiz Herrieu, Roparz Hemon, Raymond Delaporte, Marc'harid Gourlaouen, Roparzh Audic, Youenn Drezen ha Langleiz hag un nebeud kinnigoù o doa graet : ober gant "zh" er gerioù a veze skrivet gant "z" e KLT ha gant "h" e gwenedeg, skrivañ "w" er gerioù ma veze kavet "v" pe "o" e KLT hag "ù" e gwenedeg[3].

Amveziadoù emglev 1941

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez kont e voe lañset buan ar breujoù war beurunvaniñ ar brezhoneg skrivet pa voe anv eus kentelioù roet e brezhoneg er skol hag e poueze yezhourien alaman evel Leo Weisgerber ma vije unvanet ar reizhskrivadur evit Breizh. Un nebeud emgavioù a voe aozet e miz Gouere 1941 e Roazhon dindan atebegezh ar skrivagner ha yezhour Roparz Hemon, rener skingasadennoù brezhonek Radio-Roazhon[4].

Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien gwitibunan, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù, emezo.

Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet Roparz Hemon d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezañ ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret stummoù gwenedek-rik er yezh lennek.

Degemer hag implij ar reizhskrivadur peurunvanet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implij an doare-skrivañ-se a oa bet degemeret er bloaz 1941 gant an holl skrivagnerien, war-bouez tri eus ar rummad kozh : Taldir, Vallée ha Meven Mordiern, na felle ket dezho lakaat kemm d'an doare-skrivañ evit reiñ digor d'ar gwenedeg a oa endeo war e dalaroù, emezo.

Sevel a reas Akademiezh Roazhon a-enep ar peurunvan e 1942, ha berzet e voe adalek diwezh 1942, diviz kadarnaet meur a wech e 1943 ha 1944[5], war a seblant war atiz ar chaloni Falc'hun hag Armand Keravel[6].

E 1942 e savas Florentin Goinard hag e danvez-priedez, Suzanne Derrien-Le Masurier un ti-embann nevez e Brest, Skridoù Breizh e anv, an hini kentañ oc'h implij ar reolennoù nevez.

Tabutoù goude Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret goude ar brezel. Pa voe adkroget gant Youenn Olier da skrivañ e peurunvan e 1945 e fellas dezhañ "sammañ hêrezh Gwalarn", da lavarout eo derc'hel da stagañ dazont ar brezhoneg ouzh keal ar vroadelouriezh vrezhon hag ur Vreizh dieub[7].

Andreo ar Merser, Armañs Keravel pe c'hoazh Visant Seite, daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e 1941, o doa e zilezet e 1945, hag aet a-du gant ar Skolveurieg e 1954, dreist-holl evit un abeg politikel eta, peogwir e fellas dezho ren ur bengadouriezh rannvroelour a-benn en em ziskouez evel patrioted vat gant ar spi da sachañ digant ar Stad C'hall un draig bennak evit ar brezhoneg, ur politikerezh a voe ur c'hwitadenn.

Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan.

  • Unan eus an arguzennoù e oa (hag e vez c'hoazh gant tud zo) an istor: ur skritur awenet gant renad an Alamaned er vro e vije bet.
  • Un arguzenn all eo an distagadur: lakaat a raje an dud da zistagañ fall.

Doare-skrivañ pennañ ar brezhoneg eo hiziv. Implijet e vez gant an holl skolioù, degemeret gant an holl skolioù-meur, hag e ya da ober tost an holl levrioù embannet.

Reolennoù doare-skrivañ ar peurunvan a vo kavet er pennad doareoù-skrivañ e brezhoneg. Doujañ outo a dleer ober er pennadoù holloueziadurel.

Peurunvan ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar peurunvan eo skritur ofisiel an darn vrasañ eus an embannerien, adalek TES betek Bannoù-Heol, ha hini ar c'helenn en holl skolioù, re ar Stad pe re Diwan, war-bouez unanik bennak.

Ar peurunvan eo skritur ofisiel ar wikipedia vrezhonek ivez.

Enebiezh ouzh ar peurunvan er XXI kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  •  Roperzh Ar Mason, Le Vannetais unifié, prononciation, grammaire et vocabulaire, Brest, Skridoù Breizh, 1943, 24 p.
  • Jean Le Dû, « Vrais bretons et pseudo-normes ». E-barzh François P. Bonnot, Paroles régionales - normes,variétés linguistiques et contexte social, Presses Universitaires de Strasbourg, 1995, p. 265-287
  • Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007.
  • Jean-Claude Le Ruyet, Komz, liamm ha norm. Tezenn, Skol-veur Roazhon 2, 2009
  • Albert Deshayes, Histoire de la langue bretonne, Brest, Label LN, 2013, 510 p. (ISBN 9782915915396)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Diwar pennlizherennoù anvioù ar pevar rannyezh a vez meneget ez-istorel : Kerne, Leon, Treger ha Gwened.
  2. Danevell ar Peurunvanadur savet gant Remont Delaporte, Imbourc'h, niv. 263-268, 1991-1992.
  3. https://web.archive.org/web/20200909143656/http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=emglew-brezhonegerien-5614&l=br
  4. Pennarbennigour ("sonderfürher") karget a evezhiañ an traou breizhek evit al lu alaman.
  5. Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007, p. 159-160.
  6. Iwan Wmffre, Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany, Peter Lang, 2007, p. 160-161.
  7. alies-mat e ra anv eus se Youenn Olier, en e gelaouenn "An Avel" (1945), hag en e zeizlevr.