Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Koadeg

Eus Wikipedia
koadeg
feature type
Iskevrennad eusekoreizhiad, vegetational formation, biome, natural geographic entity, perzh douaroniel Kemmañ
Rann eusendro naturel, biosferenn, biome Kemmañ
Studiet gantforestry science, forest engineering Kemmañ
Dezverket drelec'hiadur douaroniel Kemmañ
Model itemKoadeg Białowieża, Tongass National Forest, Amazonia Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after Forests Kemmañ
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Forêt de Soignes e-kichen Brusel.
Koadeg

Ul ledennad gwez, brousgwez ha plant all o c'holoiñ ur gorread bras eo ar goadeg, pe ar wezeg, ha ne gaver nemet e broioù glavek. Liesseurt kenañ eo ar c'hoadegoù dre o ment, o uhelder, o stankter, hag an hin : lodenn vrasañ ar c'hoadeier zo en takad trovanel (45%), ha war-lerc'h en Hanternoz, dindan hin kerreizh hag evit echuiñ en takad istrovanel. Er c'hoadeier emañ 80% eus bevliesseurted ar bed.

Displegadur ar ger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant koad + -eg, lostger al lieskementiñ eo bet savet ar ger. Koulskoude e vez implijet koad evit meur a ledennad bihan gwez ken ez eus un diforc'h brasted etre koadeg ha koad, honnezh brasoc'h eget ur c'hoad.

Arc'hwelioù ar c'hoadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arc'hwel ekologel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-bouez-bras eo ar c'hoadegoù evit an dourredennoù pa 'z int al lechioù ma vez miret un darn eus an glaveier diwar an diaezhennad ha diwar an dinaouiñ re vuan : dindan gwez ar c'hoadegoù e c'hell an douar chom gleb diehan ha daleet eo kas an dour d'an traoñ. El lec'hioù m'eo bet distrujet ar c'hoadegoù e cheñch an hin ken e teu da vezañ sec'hoc'h. Pa vez kaset d'an traoñ koadegoù ar menezioù e weler ar c'hrignerezh o kas an douar krouet gant ar gwez diwar o delioù kouezhet ha tamm-ha-tamm e teu ar reier war-wel en-dro.

Arc'hwel armerzhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar gounid-koad eo "merañ" ur goadeg evit tennañ gounid deusouti. Filierenn ar c'hoad zo a-bouezh e PDK un dek bro bennak er bed.

Arc'hwel sokial

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit an dudi e ya an dud da vale er c'hoadeier, evit ar blijadur hepken, evit kutuilh bleunioù, frouezh pe kebell-touseg, evit chaseal. Ar shinrin-yoku zo un terapiezh evit ar c'horf hag ar spered er c'hoadoù hag a zeu eus Bro-Japan.

Arc'hwel sevenadurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 8000 bloaz zo e voe krog an dud, en harp an tan, da zigoadañ an hantervoul norzh, o kregiñ gant Sina. Chomet eo ar goadeg e-barzh kontadennoù ha mojennoù tost holl sevenadurioù ar bed avat. Degas a ra ar goadeg vojennel Brekilien da soñj e drouized ha hud.

Sellout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]