Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kiprenez

Eus Wikipedia
Kiprenez
enezenn
KevandirAzia, Europa Kemmañ
StadRepublik Kiprenez, Republik Turk Kiprenez an Norzh, Rouantelezh-Unanet Kemmañ
Lec'hMor Kreizdouar Kemmañ
War riblMor Kreizdouar Kemmañ
Lec'hiadurEuropa Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°0′0″N 33°0′0″E Kemmañ
Poent uhelañMount Olympus Kemmañ
ContainsUnited Nations Buffer Zone in Cyprus Kemmañ
Deskrivet dreA trigonometrical survey of the island of Cyprus, Memorial of Nikos Kritikos, Zefyri Kemmañ
Istorhistory of Cyprus Kemmañ
Map
An enezenn skeudennet gant ur satellit
An enezenn skeudennet gant ur satellit

Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia. He gorread a zo 9 251 km². Mar seller hepken ouzh an douaroniezh emañ Kiprenez en Azia, met degemeret eo ar vro evel ur vro eus Europa evit abegoù istorel, sevenadurel ha politikel.

E 1571 e voe staget an enez ouzh an impalaeriezh Otoman hag e chomas turk betek 1878, pa voe lakaet dindan dalc'h Breizh-Veur. Adalek 1931 e savas Kiprianed a-enep Breizh-Veur ha goulenn an Enosis, da lâret eo ar stagañ ouzh Gres. E 1960 e voe disklêriet ar Republik, gant an arc'heskob Makarios en he fenn. Met e 1964 e voe ret d'an ABU kas un nerzh e karg a zerc'hel ar peoc'h abalamour d'an dizemglev etre Gresianed (war-dro 82% eus poblañs an enez) ha Turked (18%). E miz Gouere 1974 e voe distroadet prezidant Kiprenez en un taol-Stad aozet gant renad koronaled Bro-C'hres, soñj gante kas an Enosis da benn. Un nebeud devezhioù goude ec'h aloubas Turkia norzh an enez ha derc'hel 36% eus gorread Kiprenez. Kalz a dud a voe rediet neuze da zilojañ, ar C'hresianed o vont da lodenn su an enez hag an Durked d'al lodenn norzh. E 1983 e tisklêrias al lodenn norzh he dizalc'hiezh (gant an anv Republik Turk Kiprenez an Norzh) met ne voe anzavet nemet gant Turkia.

Hervez ar gwir etrebroadel emañ an enezenn e dalc'h Republik Kiprenez, met e gwirionez n'eus nemet al lodenn su hag a zo e dalc'h ar republik-se. Ouzhpenn d'an div lodenn norzh ha su ez eus daou dakad soudardel dalc'het gant Breizh-Veur.