Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Su

Eus Wikipedia
Rod an Avelioù

Ar Su a zo unan eus ar pevar avel ha merket eo war an nadoz-vor. En tu kontrol d'an Norzh emañ hag e ra ankloù skouer gant ar C'hornôg hag ar Reter.

Ar C'hreisteiz a vez lavaret anezhañ ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-mañ n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en hantervoul an Norzh, ha dreist-holl a-us Trovan ar C'hrank[1]: en hantervoul ar su emañ an Heol en norzh da greisteiz.

Dre ur reolenn voutin e vez kempennet ar c'hartennoù evit ma vo d'an traoñ lodenn su an diriad a weler treset warno.

Emañ ar "Su douaroniel" e penn traoñ an ahel ma'z a ar voul-Douar da dreiñ en-dro dezhañ hag e vez ar pol Su eus ar poent-se. E kevandir Antarktika emañ.

Emañ ar "Su gwarellek" (pe vagnetek) e poent m'emañ ar pol Su gwarellek, da lavarout eo ar poent e-lec'h ma kaver ar brasañ nerzh gwarellek negativel. En Antarktika emañ ivez, un nebeud kantadoù a gilometradoù pelloc'h eget ar Su douaroniel.

Implijet e vez an termen Su evit menegiñ takadoù bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broioù ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hioù e-keñver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasañ eus broioù ar Su a vez kavet en hemisferenn su.

Evel pep tu eus rod an avelioù e c'hell ar ger Su bezañ un anv, un anv-gwan hag un adverb, an daou ziwezhañ gant un s bihan.

A-wechoù e vez lavaret "dehou" eus ar su, evel en droienn ar mor dehou, a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl[2].

E kembraeg ivez e talv ar ger de kement ha dehou (enebet ouzh chwith) ha kement ha kreisteiz (enebet ouzh gogledd neuze), hag an eilstumm deau zo kement ha dehou ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv Deheubarth (Dehoubarzh e brezhoneg, da lavarout eo parzh an dehou, pe tolead ar c'hreisteiz).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(fr) Pelec'h emañ an Heol da greisteiz e pep lec'h war an Douar? Skol-veur Naoned (e galleg)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur brezhoneg An Here, p. 794a.
  2. Ar mor dehou, trapenn emañ en tu dehou d'an enez Sun, Geriadur brezhoneg Douarnenez, levrenn "Amzer, avel ha mor", p. 44-45, Per Denez, 1981, Mouladurioù Hor Yezh.