Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Enezenn

Eus Wikipedia
enezenn
place type
Iskevrennad eusStumm douarel, landmass, lec'hiadur douaroniel Kemmañ
Occupantislanders Kemmañ
Model itemBusta Rhymes Island Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E453) Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after islands Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from islands Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of islands Kemmañ
Enezennig Pokonji Dol er Mor Adria (skeudenn gant Donar Reiskoffer)
Enez Cíes e Galiza
Kartenn enezeg ar Glenan eus 1764, ma weller enezennoù, enezennoùigoù ha kerreg.

Un enez pe un enezenn zo un douar gronnet gant dour, gant ar mor peurvuiañ, enezennoù zo ivez er stêrioù hag el lennoù. Bihanoc'h eget ur c'hevandir ha brasoc'h eget ur garreg eo.

Kavet e vez meur a seurt inizi hervez o stumm, o ment, o saviad hag o orin : inizi bras hag iniziigoù, atolloù, inizi kevandirel hag inizi tanveneziek. Inizi kalvezel zo ivez. Alies e vez an enezenn a-dal d'an douar-bras, met inizi zo zo e-kreiz ar mor pe ar meurvor. 300 000 enez a vije war an Douar.

Gerioù ha liesterioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ent-strizh, inizi eo al liester hollek, enezennoù an hini resis. Enezeier a zo un adliester da inizi . Da skouer, inizi zo er Meurvor Atlantel, m'emañ an enezennoù Ascension ha Santez Helena.

Meur a enezenn zo en un enezeg ; enezegi, enezegoù eo al liester. Da skouer, Japan zo un enezeg vras : 6 852 enezenn zo eno.

Inizi kevandirel ha driv ar c'hevandirioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa vez bras-divent an enezenn e vez graet enez kevandirel anezhi. Div enez kevandirel a zo war ar blanedenn Douar: Aostralia ha Greunland. Sellet e vez Aostralia evel ur c'hevandir en hec'h-unan zoken, ar pezh n'eo ket gwir evit enezennoù bras all a zo ul lodenn eus ur blakenn litosferek roget gant driv ar c'hevandirioù : Madagaskar hag Afrika, Ginea Nevez hag Okeania, Borneo hag Azia, Korsika ha Sardigna hag Europa, etc.

Inizi er stêrioù hag al lennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enez Manitoulin eo brasañ enezenn dour dous ar bed, war lenn Huron, e proviñs Ontario e Kanada. Skouerioù all :

Inizi tanveneziek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An inizi tanveneziek pe volkanek a zo graet gant lava ur menez-tan pe meur a hini. Ar mor tro-dro dezho a c'hall bezañ don-tre, miliadoù a vetroù. An inizi tanveneziek e-kreiz ar meurvor n'int ket stag ouzh kevandir ebet. Enez ar Skorn, an Inizi Kanariez hag Hawaii zo skouerioù inizi tanveneziek.

Inizi n'int ket atav inizi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Inizi zo a c'hall bezañ stag ouzh an douar-bras pe un enezenn all pa eo izelvor, ha/pe gant ur pont, ur chaoser pe ur riboul, evel Menez-Mikael-ar-Mor ha Nervouster. Met ma eo gant ur strizh-douar, un tombolo pe dre izostaziezh ne c'haller ket komz eus un enezenn ken, ur c'hourenez ne lavarer ket.

Inizi kalvezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Japan, en Izelvroioù hag en Emirelezhioù Arab Unanet. Da skouer emañ aerborzh etrebroadel Kansai war un enezenn galvezel, e Bae Osaka, a-vaez da enez Honshū (enezenn vrasañ Japan).

An inizi er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mojennoù kozh ar Gelted eo Enez Avalon paradoz an dud. War un enezenn emañ paradoz Doueed ar C'hresianed kozh ivez.

Kaoz zo eus un enezenn e romantoù brudet evel "Enez an Teñzor" gant Robert Louis Stevenson, "An Enezenn gevrinus" gant Jules Verne ha "Robinson Crusoe" gant Daniel Defoe, istor un den en e-unan war un enezenn. Enez ar Rod zo ur romant brezhonek skiant-faltazi gant Zavier Langleiz.

Er sinema e c'haller mennegiñ "Cast Away" gant Robert Zemeckis (aktour : Tom Hanks) hag er stiradoù skinwel "Lost", tud kouezhet o c'harr-nij war un enezenn iskis ha galen.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger enezenn er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.