Deiziadur an azvent
Deiziadur an azvent zo un deiziadur evit lakaat ar vugale da c'hortoz Nedeleg e-pad an Azvent. Ur skeudennig a glot gant pep deiz eus an Azvent, kuzhet alies en ur prenestrig digoret bemdez gant ar bugel. Ijinet e oa bet e fin an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved gant al luteriz alaman.
Cheñch a ra deiz kentañ an Azvent en hengoun kristen, eus ar 27 a viz Du d'an 3 a viz Kerzu e c'hall bezañ. Kalz deiziadurioù an azvent a grog d'ar 1añ a viz Kerzu eta.
Taolennet e vez kraou Nedeleg pe Sant Nikolaz gant deiziadurioù an hengoun kristen, pe gweledvaoù ar goañv, an Tad Nedeleg pe temoù a bep seurt (sport, teknologezhioù...) gant ar re zigristen. E-barzh prenestrigoù deiziadurioù an azvent zo ez eus kuzhet ur skeudenn, a-wechoù ur barzhoneg bihan, un arroud eus ar Bibl pe un istor bennak (evel hini ar c'hinivelezh), ur bedenn, ur chokoladenn pe ur c'hoariellig bennak. Ur c'hoari pe ur miltamm a c'hall bezañ moullet e kein an deiziadur ivez.
Deiziadurioù an azvent bev a vez savet gant kalz kêrioù. E broioù Skandinavia emañ ar Julekalender, un deiziadur an azvent e stumm un abadenn skingomz pe skinwel evit ar vugale, an dud gour pe an holl.
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Deiziadur an azvent tennet eus Im Lande des Christkinds. Ur barzhoneg kristen zo e-bazh pep prenestr.
-
Un deiziadur an azvent eus 1946.
-
Talbenn Kastell Hellbrunn e Salzburg, en Aostria, gant e 24 frenestr, e-pad marc'had Nedeleg.
-
Un deiziadur an azvent graet er gêr, gant profoù.
-
Un deiziadur an azvent war talbenn un ti-kêr en Alamagn.
-
Un deiziadur an azvent norvegat.
-
Un deiziadur an azvent graet er gêr e koad e stumm ur wezenn Nedeleg.
-
Div blac'h o klask digeriñ un deiziadur an azvent ramzel e Iliz eñvor an Impalaer Wilhelm e Berlin.
-
Un deiziadur an azvent gant tud vev.
-
Un deiziadur an azvent gant ur prof e pep prenestr.