Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Skandinavia

Eus Wikipedia
Skandinavia er goañv, skeudenn graet gant an NASA

Ur rann eus Europa eo Skandinavia (pe Lec'hlenn), en hanternoz d’ar c’hevandir. Gellout a ra an termen Skandinavia ober dave da veur a dra, diouzh an dro :

Pa reer gant ar ger Skandinavia e roer dezhañ alies an trede ster, da lavaret eo an teir stad skandinavek o yezh ha Finland ouzhpenn. Ha pa ne vefe ket kar yezh pennañ Finland d’ar yezhoù skandinavek, nag ur yezh indezeuropek zoken, ez eo ar svedeg unan eus ar yezhoù ofisiel er vro-hont ha liammoù strizh ha kozh a zo etre Finland ha Sveden.

Kavout a reer roud eus an anv Skandinavia, evit ar wech kentañ gant Plinius an Henañ (23-79), dindan ar stumm Scadinauia. Moarvat ez eo savet diwar daou c’her germanek kozh : skadin (dañjer, arvar) hag auio (enez). An anv Skania, pe Skåne (ur rannvro eus kreisteiz Sveden), a c'hellfe kaout ar memes orin.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.