kaletoc'h
Neuz
Brezhoneg
Furm anv-gwan
kaletoc'h /kaˈletːɔx/
- Derez-uheloc'h an anv-gwan kalet
- Herve a oa kaletoc'h. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 107.)
- Met heman a oa kaletoc'h e benn. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 180.)
- Ma c'hasoni, avat, dont kaletoc'h an hini a rae gant an amzer. — (Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979, p. 53.)
- Kaletoc'h eget :
- [...] : met a dremene da vezañ kaletoc'h ouzh ar boan eget kezeg brudetañ an amzer-hont. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 103.)
- [...] : kaletoc'h hag hiroc'h eo plomañ el liorzh gant ur bal eget stagañ c'hwec'h war un alar evit treiñ c'hwec'h liorzh. — (Aleksandr Soljenitsyn, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Al Liamm, 1976, p. 33.)
- Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall ha war a gredan n'eus plankenn ebet reutoc'h pe galetoc'h eget krepez va c'henvroiz a skoulme en o c'herc'henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete nebeut hag ul las botez. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 30.)
- Kaletoc'h evit :
- [...] ; ne oa nemetañ gant ar yer, o vezañ ma oa bet trec'h d' ar c'hilheion all, ha m' en devoa kaset anezho da vale gant e veg aour, kaletoc'h evit doare, evit na oa begoù ar re-se. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 124.)
- Kaletoc'h-kaletañ : muioc'h-mui kalet
Troidigezhioù
- galleg : plus dur(e)(s) (fr) (que)