deu
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar « deu- », pennrann ar verb « dont », hep dibenn-ger.
Furm verb
deu /ˈdøː/
- Furm ar verb dont e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- — Mar deu, e lakaio ac'hanon gaouiadez. [...]. — (Gab Milin, Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999, p. 48.)
- hep kemmadur dre vlotaat (evel e-barzh Emgann Kergidu)[1]
- A deu ...
- Evel ma ouzoc'h mat, Gwennveur a deu atav a-raok C'hwevrer ; [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 15.)
- Hon tud a deu ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 198.)
- Ar chras a deu d'imp hirie, ma n'he lakomp ket da dalvezout dustu, piou oar ha nerz awalc'h hon devo d'hen ober goude-ze ? — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 350.)
- Traoù zo hag a dremen en hon c'horf hep gouzout dimp ; ar c'hleñved hag ar yec'hed, an tomm hag ar yen a zo traoù a deu hag a ya drezomp, hep gouzout dimp, koulz lavaret. — (Yann-Vari Perrot, Erwan ar Moal, Bue ar Zent, Montroulez, 1912, p. 350.)
- Unan bennag pa-'nevez an digarez da brena eun aneval breton a deu war ar vro da glask tud. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 19.)
- Me a deu braoued em daoulagad. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 63.)
- A deu da ober
- Ho preur eo, a deu da welet ac'hanoc'h, a lavar gant ur pikol mouezh... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 291.)
- — [...]. Hirie ar Gall a deu da furchal hon zïer, [...] ? — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 182.)
- Ne deu ...
- Na pegen buhan ez a an deiziou en-dro, eur pennad zo ; ha koulskoude netra ne deu. — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 1.)
- Na deu ...
- Ar brondu na deu ket er-mêz ken. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 67.)
- Pa deu ...
- Pa ra glao ha pa deu heol warno goude e vez bronduet an ed. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 67.)
- gant ar c'hemmadur dre vlotaat( => a zeu):
- Ya, c’hwi, c’hwi ; laer oc’h sur, rak n’eus nemet al laeron hag a zeu pinvidik. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 110.).
- Ar gwern pa vez lezet dindan ar glao a zeu da vruka dioustu. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 68.)
- Me am-bez aon rag ar rederien a zeu war ar vro. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 436.). Iskis-bras en ul levr db yezh komzet Treger.
- e troiennoù amzeriañ (e-barzh Emgann Kergidu zoken): er bloaz a zeu/ar bloaz a zeu, er miz a zeu, er sizhun a zeu, ... disul a zeu ...
- ... en hañv a zeu' ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 44.)
- ... ac'hann d'an eost a zeu' ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 44.)
- Nag er sizhun a zeu kennebeut », eme ar re all. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 186.)
- ... goude an eost a zeu . — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 124.)
- Bezit tranqil ; ar Roue a evessa varnoc’h ; diminui a ra hoc’h impodou, ha mar deo ret, e fournisso dêc’h ar voyen da zeport evit ober hoc’h eaust ar bloa a zeu. Simon a Vontroulez, Chabistr IX.
- ... ha lakit ho poan d’he zervicha guelloc’h epad ar bloaz a zeu, ... Gabriel Morvan, Buhez ar Sent 1913, 883
Krennlavaroù
- An diaoul a deu da duta d'ar Sadorn d'abardaez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 318.)
- Ar pezh a deu diwar-goust an diaoul a ya d'hen houarnañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 318.)
- D'ar Sadorn goude kreisteiz e teu an diaoul da duta. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 318.)
- Pa vez tomm an heol an deiz kentañ a viz C'hwevrer e teu al louz er-maez eus e doull da c'harmat d'ar goañv da zonet. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 326.)
- Gant kolo hag amzer
E teu da eogiñ ar mesper.
Kembraeg
- Sellet ouzh an etimologiezh er pennad « daou ».
Anv-gwan pegementiñ
deu /dɛj/
- Daou. Stumm a gaver dirak gerioù zo.
Gerioù heñvelster
Deveradoù
- deuawd : « daouad ».
- Deubeth : « daou dra ».
- Deucant : « daou c'hant ».
- deuddeg : « daouzek ».
- Deuddeg ar hugain : « daou ha tregont ».
- deugain : « daou-ugent ».
- Deg a deugain : « hanter-kant ».
- deunaw : « triwec'h».
- Deuparth : « daou barzh, div lodenn».
- Deupen : « daou benn ».
- deutu : « daou du ».
Portugaleg
- Eus ar verb « dar ».
Furm verb
dar /dar/
- Trede gour unan amzer-dremenet-strizh ar verb dar.
- Ela deu o dinheiro. Hi a roas an arc'hant.
Notennoù
- ↑ Gwelout w:Yezhadur Bras ar Brezhoneg, pajenn 86:Er yezh komzet bremañ ez eur techet da chom hep ober ar c'hemmadur d/z er verboù dont ha dleout goude ar rannoùigoù a ha ne: mont a dlean, Pêr a deuio ivez, ne dle netra dit, ne deuio ket kennebeut. Gwelloc'h eo ober evelato ar c'hemmadur ez-reizh. Graet e vez dalc'hmatel lavarennoù implijetañ evel ar sizhun a zeu, ar bloaz a zeu. (pajenn 86)