botez
Neuz
Brezhoneg
- Eus bot hag al lostger -ez, amprestet d'ar galleg bote ha testeniet e dibenn an XIIvet kantved, a orin dianav[1].
Anv-kadarn 1
botez /ˈbotːes/ benel (furm vihanaat : botezig, liester : botoù).
- pezh dilhad da wiskañ an treid, d'an dud da gerzhout dizamant
- Poan am bez o lakaat ar votez-mañ. — (?, p. ?.)
- Mar larez ur ger ken, leanez gast ha laer Ec'h aio ma botez didamant ouzh ho revr. Louis Eunius 571-572 (Dislavar zo etre "larez ha "ho".)
- [...] : mes ar priñsezed a lâre bep tro penaos na vije eured ebet ken a vije kavet da bep hini anezhe ar votez o devoa kollet, [...]. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 22.)
- Ne selle ket berr ouzh an ampez fererezed gwechall ha war a gredan n'eus plankenn ebet reutoc'h pe galetoc'h eget krepez va c'henvroiz a skoulme en o c'herc'henn ur gravatenn seiz du, ken moan war vete nebeut hag ul las botez. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 30.)
- Ar c'hazh penn du eta a glaske, a glaske hag a ruilhe botez war votez, ha ne leunie e gof nemet gant c'hwez al logod tremenet eno an devezhioù a-raok, p'edont o vont da glask ur vro all. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 63.)
- reiñ un taol botez da ub
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- faoutañ (terriñ, toullañ) he botez.
Troidigezhioù
- alamaneg : Schuh (de)
- esperanteg : ŝuo (eo)
- galleg : soulier (fr) , chaussure (fr)
- saozneg : shoe (en)
Anv-kadarn 2
botez /Distagadur ?/ benel (liester : botizi)
- troad loened zo
- botez ar vuoc'h
- botez ar gazeg
Troidigezhioù
Anv-kadarn 3
botez /Distagadur ?/ benel (liester : botezioù)
- tra heñvel pe damheñvel ouzh ur votez
- botez ur wern
Troidigezhioù
- galleg : semelle (fr) (pour meuble...)
- galleg : emplanture (fr) (d'un mât)
- galleg : patin (fr) (de frein)
Anv-kadarn 4
botez /Distagadur ?/ benel (liester : botizi)
- → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
Roll an daveoù :
- ↑ Dictionnaire étymologique du breton gant Albert Deshayes, embannadurioù chasse-marée, p.122