Xvet kantved
Bloavezhioù 900 | Bloavezhioù 910 | Bloavezhioù 920 | Bloavezhioù 930 | Bloavezhioù 940
Bloavezhioù 950 | Bloavezhioù 960 | Bloavezhioù 970 | Bloavezhioù 980 | Bloavezhioù 990
901 | 902 | 903 | 904 | 905 | 906 | 907 | 908 | 909 | 910 |
911 | 912 | 913 | 914 | 915 | 916 | 917 | 918 | 919 | 920 |
921 | 922 | 923 | 924 | 925 | 926 | 927 | 928 | 929 | 930 |
931 | 932 | 933 | 934 | 935 | 936 | 937 | 938 | 939 | 940 |
941 | 942 | 943 | 944 | 945 | 946 | 947 | 948 | 949 | 950 |
951 | 952 | 953 | 954 | 955 | 956 | 957 | 958 | 959 | 960 |
961 | 962 | 963 | 964 | 965 | 966 | 967 | 968 | 969 | 970 |
971 | 972 | 973 | 974 | 975 | 976 | 977 | 978 | 979 | 980 |
981 | 982 | 983 | 984 | 985 | 986 | 987 | 988 | 989 | 990 |
991 | 992 | 993 | 994 | 995 | 996 | 997 | 998 | 999 | 1000 |
Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman
D'ar 1añ Genver 901 e krog an Xvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1000.
Darvoudoù
- Embann a ra ar steredoniour belgat Jean Meeus en XXvet kantved e oa kelc'htro an nav flanedenn en hevelep 90 % eus gwareg Koskoriad an Heol d'ar 1añ C'hwevrer 949. Kentañ tro a vo a-benn ar 6 a viz Mae, 2492.
Afrika ar Su
- Sevenadurezh Koi-Koin (Hottentoted) testeniekaet e su Afrika.
- Diazezet eo an armerzh anezho war an dastum.
- Tamm-ha-tamm en em led ar Vantoued e kreisteiz Afrika.
- Mestroniet eo metalerezh an houarn gant ar Vantoued. Difraostet e vo tiriadoù bras ganto ha kas a raint war-raok al labour-douar.
- Menegiñ a ra an douaroniour arab Masoudi kêr Sofala, savet gant an Arabed e su ar Zambez daou gantved abretoc'h; stourmoù zo a-enep d'ar Wak-Wak, staliet e genoù al Limpopo.
- En he bleuñv emañ Stad Monomotapa ha broioù aourek ar Zimbabwe a-vremañ, a-drugarez d'ar c'henwerzh gant Arabed Sofala. Eskemmet e vez aour ouzh marc'hadourezh Persia India, Malaysia pe Sina.
Kornôg Afrika
- Krouet Ife, kêr-benn relijiel ar Yoroubaed hag an Edoed, gant ar penn Odoudoua, alafin Oyo, tad d'ar seizh roue a vo rannet bro ar Yoroubaed etrezo goude e varv. Kurunennet eo ar roue (an alafin) zo o chom e Oyo, ar gêr-benn bolitikel, gant ar penn relijiel (Oni) zo staliet e Ife.
- Poulzet gant enbroidi deuet eus an norzh eo krouet ar rouantelezhioù Yorouba, moarvat e bro Nok, kerkent hag er VIvet kantved (Benin hag e mervent Nigeria a-vremañ).
- Kontrollet eo korvoerezh pinvidigezhioù ar goadeg gant ur renkad dibabidi deuet war wel e kreizennoù Ife hag Igbo-Ukwu adal an VIIIvet kantved. Kenwerzhañ a reont gant hanterourien afrikan eus ar Sahel hag eus ar savanennoù. Mont a ra ar goulenn evit produioù kaer ha prizius war-gresk. Dre-se ez a an artizaned war arbennikaat ha diorroet e vez teknikoù nevez. Deuet eus an hanternoz gant kouevr ar Sahara, e vez implijet an doare moullañ gant koar kollet evit an arem hag ar c'houevr.
Reter Afrika
- Genidik eus kreisteiz Arabia e krog ar Somalied d'en em staliañ el lec'h ma vezont kavet c'hoazh hiziv an deiz. Rannet int e meur a veuriad : Isaed bro Djibouti, Dired hanternoz Harrar en Etiopia, Ishaked Somaliland breizhveuriat gwechall, Daroded Ogaden Etiopia, e reter Kenya hag e-kreiz republik Somalia, Haouiyaed, Dighiled ha Rahanouened etre harzoù Kenya ha oued (wadi) Chebelli.
- Bog armerzhel ha politikel rouantelezh kristen Nubia. (Kentistor Soudan)
- En em staliañ a ra marc'hadourien arab war aodoù reter Afrika (Manda ha Kiloa). Ezporzhiañ a ra Manda, anezhi ar gêr genwerzhel binvidikañ d'ar mare-se, koad mangrovez, houarn hag ivor en eskemm da briajoù ha traezoù fin all.
- E-tro 930 : Sevenadurezh Toltek e Mec'hiko.
- Diskaret eo sevenadurezh Vaya an izeldirioù kreiz. Dibenn ar marevezh Maya klasel, deroù ar marevezh goudeklasel.
Azia Greiz
- 500 000 a dud o chom e Samarkand.
- Meneget eo bezañs an Datared war gorre Kerülen, e Mongolia.
- Meneg kentañ kêr Lhassa e Tibet gant mammennoù arab e-tro an Xvet kantved.
Gevred Aziat
- En India, eo renet ar Gujarat gant un dierniezh Châlukya.
- En em staliañ a ra ar Môned e traoñ Birmania.
- E deroù ar c'hantved eo dilezet lec'hiennoù kreiz Java. Tro reter ar vro eo da ziorren.
- Diwar kêrioù Gourenez Malaysia e c'hano ar rouantelezhioù Malayed kentañ anavezet.
- Kregiñ a reer da sevel an templ boudaat e Pagan, Myanmar
- Enskrivadur war blad kouevr Laguna, e skritur Kavi e Luzon, Filipinez, deiziataet eus ar Bloavezh Saka 822 ( 900 kent JK).
Reter-nesañ & bed arab
- Embannet dastumadeg ofisiel diwezhañ ha nemeti testennoù ar C'horan gant ar C'halifa abbasid. Diazezet eo bet an destenn ofisiel gant Ibn Mujahid, anezhañ un arbennigour war lennadennoù ar C'horan.
- Sevel a ra tierniezh ar Fatimided e reter Aljeria.
Europa ar C'hornôg
- Deroù marevezh klouar ar Grennamzer
- En em staliañ a ra bagadoù Vikinged e norzh Bro-C'hall - Dont a ra an Norsed da vezañ Normaned
- 938 : Trec'h eo Alan Varvek war an Normaned en emgann Trañs, dieubet eo Breizh.
- En em ledañ a ra levezon Sveden betek ar Mor Du.
- Savet Cluny, kentañ urzh relijiel manac'hel kevreet
- Argadegoù marc'heien Vagyar (Hungariz) dre kornôg Europa (47 argadeg en Alamagn, Italia ha Frañs, 899 - 970)
- Kreñv eo bezañs Buzantiz e kreisteiz Italia. Dre-se e chom bras o levezon war Roma ha war ar babelezh e-pad hanterenn gentañ ar c'hantved. Darempredoù strizh zo gant ar Babelezh hag ar vrientinion gant Impalaerien ar Reter. E-keit-se en em stumm en-dro aotrouniezhioù kozh Kapoua ha Benevento dindan beli tierniezh Kapoua. Kudennek e teu da vezañ evit hollveli Buzantiz er c'horn-bro.
- Deroù un emdroadur armerzhel en Italia. Daougementiñ a ra ar boblañs etre an Xvet hag ar XIVvet kantved. Kresk zo war poblañs ar c'hêrioù, kreñvaet c'hoazh gant an divaeziañ. War ar maez e tegas d'e heul ar c'hresk war an niver a dud muioc'h a zifraost ha strujadur an takadoù arvorel beuzadus (dourañ ha kanoliañ traoñienn ar Pô, digoadañ ha savidigezh savennoù er broioù tosennek. Sevel a ra priz an douar (daougementet eo e trowardroioù Milan war dreuzoù an XIvet kantved), evel hini an danvezioù gounezet. Gras da gresk ar boblañs e c'hall ar c'hêrioù tapout ur pouez politikel brasoc'h. War ziorren ez a ar c'henwerzh, ken a-dost (greun, gwin, artizanerezh) hag a-bell (produioù fin) ha, war un dro, ar reizhiadoù bank hag an teknikoù kred (kevalaouriezh kenwerzhel).
- Adasavidigezh kenwerzh Italia. Gant un teul eus deroù ar c'hantved, an Honorantiae civitatis Papiae, e tesker emañ marc'hadourien hag arc'hantourien Pavia e darempred gant o c'heneiled en tu all d'an Alpoù hag ivez gant ar Saozon. Skoulmet ez eus bet darempredoù a-bell gant ar c'heodedoù porzh evel Almafi, Salerno pe Gaeta. Lakaat a ra ar c'henwerzh gant Frañs buhez e kêrioù Piacenza ha Lucca. Mestr eo Venezia, Genova ha Pisa war ar c'henwerzh gant ar Vuzantion hag ar Sav-heol.
- Emdroadur war-du ar feodadelezh etre al Liger hag ar Roen. Dont a ra an douar, roet e kerz a-hed ar vuhez, da vezañ sichenn kement reizhiad daremprediñ zo. Bez' eo ar gladdalc'h, mesket ennañ hiviziken an enorioù hag ar gounidoù, abeg al le a douer drezi bezañ gwaz ur gwaz all (un aotrou). Mare ar wazoniezh eo. Klask a ra pep hini perc'hennañ ar muiañ a c'hladdalc'hoù ma c'hall en ur douiñ al le da veur a aotrou. Dre-holl e reer gant al lieswazoniezh ha luziet-tre e teu an darempredoù etre an aotrounez da vezañ. Dont a ra gwir an hêrelezh da vezañ al lezenn, diberc'hennañ a ra an aotrounez evit mad al lignez. Urzhazoù a sav : en traoñ gwizien vihan, tost d'ar gouerien, a-boan gouest d'en em aveiñ ha da gaout ur marc'h ; goude gwizien ar c'hont, perc'henned etre galvet d'e lez justis pe d'ar brezel; erfin emañ ar Gonted, pe Markizien kozh emanvet priñs, miret ganto gwirioù roueel hag a glask kadarnaat o aotrouniezh. E Breizh emañ ar Roue e penn ar vro.
- Daou rabin a gelenn e Mainz en IXvet-Xvet kantved, Rabi Moezan an Henañ ha Rabi Abun ar Braz. Savet ez eus bet gant mab ar c'hentañ, Rabi Kalonymus un dousennad testennoù burutellat diwar-benn al Lezenn. Kredet e vez ez int ar skridoù rabinek koshañ bet savet en Europa (deroù an Xvet).
Reter Europa
- Dont a ra Stad krennamzerel Kroatia da vezañ ur rouantelezh unanet dindan ren Tomislav
- 965: Taget ha trec'het eo Rouantelezh Khazar gant Rus' Kiev
- 966: Mieszko Iañ, kentañ dug Polonia, badezet evel kristen
- Diskaret eo Moravia Veur
- 1000 : savidigezh rouantelezh kristen Hungaria
Tud dibar
- Alan al Louarn, roue Breizh
- Alan Veur (? - 908), roue Breizh
- Topiltzin Ce Acatl Quetzalcoatl, roue Toltek damvojennel, (dianav eo bloavezhioù resis e vuhez).
- Nikefor II, Impalaer Impalaeriezh roman ar Reter (buhez 912 - 969, ren 963 - 969).
- Otto Iañ ar Meurdezus, Impalaer Santel Roman (buhez 912 - 973, ren 936 - 973).
- Roue Edmond Iañ a Vro-Saoz (buhez 921 - 946, ren 939 - 946).
- Yann Iañ Tzimisces, Impalaer Roman ar Reter (buhez 925 - 976, ren 969 - 976).
- Geza Hungaria, penn ar Vagyared (buhez 940 - 997, ren 970 - 997).
- Otto II, Impalaer Santel Roman (buhez 955 - 983, ren 973 - 983).
- Theofano, gwreg Otto II, mamm ha Rouanez da c'hortoz evit Otto III, Impalaer Santel Roman , (buhez 956 - 991, ren 983-991).
- Tsar Samuel Bulgaria (buhez 958 - 1014, ren 976 - 1014).
- Vladimir Iañ, Priñs Rus' Kiev (buhez 958 - 1015).
- Bazil II, Impalaer Impalaeriezh roman ar Reter, (buhez 958 - 1025, ren 976 - 1025).
- Otto III, Impalaer Santel Roman (buhez 980 - 1002, ren 983 - 1002).
- Erik ar Ruz (Jaeder, v. 940 - Greunland, e-tro 1010), merdeer viking, dizoloer Greunland
- Rollon (° Maer, v. 860 - † v. 933), merder viking, bet sinet gantañ Feur-emglev Saint-Clair-sur-Epte (911), bet krouet gantañ tierniezh konted Rouen, ha duged Normandi.