Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar VIvet milved kt JK.

istor Breizh
arvez eus an Istor
ArvezBreizh, istor Breizh Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°0′0″N 3°0′0″W Kemmañ
Map
Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017

Goude eured Anna Breizh gant Loeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned, ha lakaet eo da broviñs c'hall, dezhi ur parlamant, Breujoù Breizh.

Krouet e oa ar rannvro Breizh ez-ofisiel e 1943 gant gouarnamant Vichy, enni pevar departamant eus Breizh istorel hepken. Kontelezh Naoned hag a oa ul lodenn eus Proviñs Breizh a-raok an Dispac'h gall ha deuet abaoe da vezañ departamant al Liger-Atlantel a oa lakaet neuze e rannvro Broioù-al-Liger. Pa vez kaoz eus istor Breizh er Wikipedia e vez kaoz eus istor "Breizh istorel" ha neket eus "Rannvro Breizh", nemet e vefe resisaet ar c'hontrol.

Ar ragistor

kemmañ

Paleolitik

kemmañ

Ar paleolitik zo oadvezh ar maen, betek 5000 kent J.-K. D’ar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseent mamouted, arzhed, tigred, kirvi ha loened all c’hoazh.
Un nebeud lec'hiennoù arkeolokel zo bet kavet e Breizh.

  • Lec'hienn Sant Maloù Fili e-kichen Lohieg) ; an hini goshañ e Breizh eo al lec'hienn-mañ (war-dro 700 000 bloaz kent Jezuz-Krist).
  • Lec'hienn Menez Dregan e kumun Ploeneg), war-dro 450 000 bloaz kent J-K.
  • Lec'hienn Sant Kolomban e-kichen Karnag), war-dro 400 000 bloaz kent J-K.
  • Lec'hienn Grainfollet e-kichen Sant-Servan), war-dro 90 000 bloaz kent J-K.
  • Lec'hienn Menez Dol e-kichen Dol,) war-dro 70 000 bloaz kent J-K.

Mezolitik

kemmañ

E-pad ar maread-se, etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K., e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoù gwez-bezv, derv ha kelvez a greskas e-lec'h stepennoù ar paleolitik.
En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoù eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriñ.
Lakaet e veze korfoù ar re varv ba fozioù gant o binvioù. An dra-se a ro da soñjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze.

Neolitik

kemmañ

Oadvezh ar maen levnet eo an neolitik, etre 3 500 ha 1 500 kent J-K.
E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor Kreizdouar da vevañ el ledenez, ha krog an dud da vevañ skoachet un tamm. Ur relijion nevez ha doareoù beziañ nevez a zeuas gante. Stagañ a raent da c'hounit plant, ha da zoñvaat loened. Sevel lochennoù ha fardañ podoù-pri evit miret hag aozañ boued. Sevel traoù bras maen ivez : karnioù, alezioù-toet ha peulvanioù.

Karnioù

Ar c'harnioù a oa bezioù evit strolladoù tud, familhoù pe meuriadoù.
Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetañ e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.
Karnioù all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag.

Alezioù-toet
Peulvanoù

Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare an istor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioù distro. A-wechoù all e vezont plaset a-regennoù. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioù » anezhe, pe « krommlec’hioù » (ar ger a zeu deus ar c’hembraeg).

An Henamzer

kemmañ

Marevezh galian

kemmañ
 
Kartenn Arvorig etre ar Somme hag al Liger

Ar Gelted ne implijent ket ar skritur da gustum. Anadiñ a reont eta e-doug ar c'hentistor, en oadvezh an arem. Poblet o doa da gentañ kreiz Europa (Vindelicia, Norica) etre an Alpoù hag ar C'hoad herkinian[1] ha kroget oant da zivroañ war-dro -500 etrezek ar c'hornôg. Diaes eo bloaziañ deroù prantad ar C'halianed ha cheñch a ra hervez ar broioù. Soñjal a ra ar pep brasañ eus an arbennigourien e vleunias ar sevenadurezh keltiek e Galia da vare La Tène, da lâret eo e-pad eil Oadvezh an arem, adalek ar Vvet kantved a-raok J.-K.

War dro -330 e tremenas ar merdeer Piteas war an aodoù. Kyrtoma a ra eus al ledenez, hag envel a ra an douaroù a welas en tu all da Vor Breizh Prettanike pe Brettaniai zo deuet da vezañ Preden en hor yezh. Antreal a rae hor bro en istor.

Dont a ra ar ger Arvorig, eus ur ger galianeg latinekaet en Aremorica pe Armorica. Roet e oa anv-se en Henamzer klasel d'ul lodenn eus Galia, etre kornad Pornizh e su genoù al Liger ha Dieppe. Poblet e oa hervez ar skrivagnerien eus diwezh ar Republik roman hag eus deroù an impalaeriezh gant meuriadoù Kelted bodet en ur c'hengevredad. Ne glot ket eta tolead Breizh gant hini an Arvorig, daoust d'ar pezh a vez kredet alies[2]

Pemp poblad pe meuriad Galianed a oa e lodenn an Arvorig zo deuet da vezañ Breizh :

An douaroniourien Posidonios ha Strabon a lavar e teue Arvorigiz (Armoricani e latin) eus strollad ar C'halianed anvet Belged hag a vije bet rediet da zivroañ abalamour ma oant aloubet gant Germaned e Galia Belgica[3].

 
Kartenn ar C'halianed el ledenez a zeuio da vezañ Breizh

Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a vo graet Breizh anezhañ war-lerc’h, evel ma aloubas peurrest Arvorig da vare Brezelioù Kaezar e Galia.

Ar Veneti an hini eo a roas lañs da emsavadeg Arvorigiz a-enep ar Romaned e 56 a-raok J.-K. Serriñ a rejont ar gomiserien roman kaset da zastum pourvezioù ha goulenn a rejont digant ar Romaned dieubiñ o gouestlidi en eskemm eus frankiz o frizonidi. Doujañ a rae ar Veneti levezon brasoc'h-bras ha kevezerezh ar Romaned moarvat. Anv zo anezhe en oberenn Caesar. Deskrivañ a ra un enebour kreñv ha, daoust ma'z eo pal De bello gallico reiñ brud dezhañ, ez eus moarvat un tamm mat a wirionez en daolennadur :

Abalamour d'o morlu bras, d'o barregezh brasoc'h war ar mor a oa anavezet mat ha d'o darempredoù kenwerzh gant Preden, e oa deuet ar Veneti da vezañ ur bobl c'halloudus-kenañ, he doa aotrouniezh pell a-hed aodoù Galia ha Preden. Derc'hel a raent un niver bihan a borzhioù war aodoù ar mor digor ha stank an arnevoù ennañ, pell an eil re diouzh ar re all, hag e lakaent hogos an holl verdeerien a ranke tremen dre o lodenn eus ar mor da baeañ un truaj.[4]

Ar Veneti a oa eta ur geoded voraerien ha kenwerzherien c'halloudus renet gant ur sened. Kalz a listri o doa da genwerzhañ gant inizi Breizh-Veur ha gwerzhañ a raent produioù eus ar c'hreisteiz evel gwin hag eoul Italia (kaset e vezent gant ar Romaned dre Vourdel), en Arvorig pe e Preden diouzh Darioritum (e Hengistbury Head nepell diouzh Bournemouth en Dorset a vremañ da skouer) en eskemm eus kig-sezon hag eus kilhevardon an Arvorigiz, anavezet mat dija e Roma hag eus staen, plom ha kouevr Preden. Edo ar Veneti o chom e tolead ar Morbihan a vremañ ha roet o deus o anv da gêr Gwened. Souezhus eo gwelet o deus ar memes anv hag ur bobl all a savas ur geoded c'halloudus ha pinvidik all a oa diazezet he nerzh war ar mor hag ar c'henwerzh : Venezia.

E 56 kent J.-K. e oa distrujet listri ar Veneti gant re Julius Caesar pourchaset gant pobloù galian all, ar Biktoned da skouer[5] e-kerzh un emgann bras e pleg-mor ar Morbihan. Lakaet e oa izili ar sened d'ar marv hag ar "peurrest" eus ar bobl a oa gwerzhet evel sklaved. Roet e oa bro an Ambilatri (su al liger atlantel) d'ar Biktoned d'o zrugarekaat.

Impalaeriezh roman

kemmañ

En amzer an Impalaeriezh roman e oa Arvorig, Aremorica, ul lodenn eus proviñs roman Gallia Lugdunensis. D'ar mare-se e oa ar geoded ar bastell-vro velestradurel a glote gant tachenn ur boblad, evel an Osismii pe ar Redones. Holl geodedoù Arvorig (latin, civitas) o doa ar statud Civitas stipendaria, da lâret eo a geodedoù sujet a baee o annezidi an truaj hiniennel (tributum capitis) hag an truaj war an douar (tributum soli).
Goude adreizhadenn Diocletianus e oa ul lodenn eus an diocesis Galliarum, eskopti Galia.

Emsavadeg ar Bagaudae en IIIde kantved a zegasas trubuilhoù hag a lakaas ar boblañs da zigreskiñ. Distrujet e oa kalz kêriadennoù. Gwiskadoù tev douar du kavet er c'hêrioù a ziskouez e oa diboblet ar c'hêrioù ivez. Gwellaat a reas un tamm stad ar vro dindan ren Kustentin Iañ (307–350). Graet e oa kalz pezhioù moneiz.
War an Tractus Armoricanus e oa savet kreñvlec'hioù nevez, da skouer e Brest, Avranches hag ar Yeoded. Da gustum e soñjer e krogas ar gristeniezh d'en em ledañ en Arvorig e diwezh ar pevare kantved goude J.-K., met ral eo an titouroù.

Er IVe kantved e voe krouet un bastell-vro da dalañ ouzh an tagadennoù Barbared deuet eus ar mor, an Tractus Armoricanus et Nervicanus eus an arvor e genoù ar Garona betek genoù ar Somme. Menegiñ a ra an Notitia Dignitatum (war-dro 400 goude J.-K.) un niver a vagadoù soudarded a warde an Tractus Armoricanus et Nervicanus, da skouer bagadoù maoured e keodedoù ar Veneti hag an Osismii. Laeti frankat a oa e Roazhon.

Krennamzer

kemmañ

Ar Vretoned o tont da Arvorig

kemmañ
 
Europa er bloaz 600. Gwelout a reer ur rouantelezh Breizh ha ne oa ket anezhi a-raok 845.

Er bloavezhioù 380 e oa moarvat un niver bras a soudarded vrezhon eus an arme roman en Armorica.
Bagadoù soudarded vrezhon (fœderati) a zeuas eus Preden, Breizh-Veur a vremañ da sikour strolladoù laeti frankat degouezhet en Arvorig kerkent hag an IIIde hag ar IVre kantved[6],[7] da zifenn aodoù Arvorig a-enep al laeron-vor a zeue eus Norzh Europa hag a rae o reuz e Mor Breizh. Goude se ez voent implijet da stourm ouzh emsavadegoù ar Bagaudae.
Hervez an Historia Brittonum, skrivet en IXvet kantved, an impalaer Magnus Maximus, a dennas an armeoù roman eus Preden, o c'hasas eno ivez.

Pa voe dilezet Proviñs Britannia gant al lejionoù roman e 411 e fizjont difenn an enezenn er Vrezhoned. Buan avat, argadegoù ar Bikted o tont eus Caledonia (Bro-Skos a vremañ, en tu all da moger Antoninus) ha dreist-holl re ar Scoti (Iwerzhoniz) (deuet eus Hibernia) a zeu da vezañ niverusoc'h-niverusañ. War ar memes tro eo aloubet reter an enezenn gant pobloù german, an Angled hag ar Saozon peurgetket, a argas ar Vrezhoned trema ar c'hornôg. War a seblant e vefe argadegoù ha trecvadennoù an Iwerzhoniz o dije bet ar roll brasañ da atizañ un niver bras a Vrezhoned da vont kuit war an douar-bras e lec'h ma anavezent kerent a oa soudarded eno.

Ar skrivagnerien Nennius ha Gweltaz) a veneg un eil gwagenn a Vrezhoned a reas o annez en Armorica er c'hantved goude da dec'hout aloubadegoù ar Saozon hag ar Scoti. Kadarnaet eo martezeadenn un divroadeg e daou brantad gant an arkeologiezh[8]

Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhañ e-pad pell, un anv damheñvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. Er Grennamzer uhelañ e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh – Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg, a voe Bro-Warog hec’h anv kentañ. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved.

 
Rouantelezh Breizh e 845-867
IXvet – Xvet kantved

En 845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frañs, en emgann Ballon, ur gêriadenn nepell diouzh Redon, en Il-ha-Gwilen. En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh war lu ar roue Karl Voal en Emgann Jengland. Rak-se ez anavezas Karl Voal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ. D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiñ a reas ar roue Salaun Broioù Coutances hag Avranches diwezhatoc’h. Gant Salaun eo e voe rouantelezh Breizh en he brasañ. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e 913. Hogen distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e 937.

Amzer ar gladdalc'helezh

kemmañ
Xvet – XIVvet kantved

En IXvet kantved e teuas Breizh unanet-se da vezañ ur rouantelezh dizalc’h. Distrujet hag aloubet e voe war-lerc’h gant ar Vikinged e deroù an Xvet kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreñv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezañ ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Moñforzh (XIVvet–XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek ar XVIvet kantved, daoust d’ar brezel hêrezh (1341–1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh c’hall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad.

Dugelezh Breizh

kemmañ
Pennad pennañ : Dugelezh Breizh

Da-heul e voe trec’h rouantelezh Bro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoù 1488 ha 1491. Gant se e oa bet boulc’het an hent a gase d’an unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentañ penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziñ (3 dimeziñ a oa bet lidet evit unaniñ penntierned Bro-C’hall ha Breizh). Da eil, e 1532, o doa goulennet Stadoù Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoù Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno d’ar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoù ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioù zo (al lezenniñ hag ar sevel tailhoù dibar), koulskoude, betek an Dispac'h gall. E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioù ar c’humunioù, ar c’horfuniadoù, an noblañs, ar c’hloer… ha dreistwirioù Breizh.

Ar XVvet kantved, ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantadoù eus an toniusañ e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioù a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoù-se. Al lien kanab, al lien lin, ar c’hrezioù, e-touez traoù all, zo anezho arouezioù eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar c’henwerzh e Breizh. Gant an arc’hant bras dastumet d’ar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Arc’hant Roazhon a oa an hini kentañ eus Frañs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioù a veze etre Frañs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. En XIXvet kantved e voe an traoù en o gwashañ.

Rannet e voe Breizh etre kontelezhioù (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porc’hoed, Naoned, Roazhon…) ha goude an eizh aotrouniezh a droas e pevar frezidial, a voe rannet etre senesaliezhoù ivez. Rannet e oant ivez etre nav eskopti.

Dispac'h gall

kemmañ

Breizh rannet e pemp departamant

kemmañ

Da vare an Dispac'h Gall, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe diskaret ar proviñsoù. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E 1790 e voe rannet etre pemp departamant :

XIXvet kantved

kemmañ

E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an Naonedad Michel Rocher, anezhañ penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (prefeded) e Breizh.

XXvetXXIvet kantvedoù

kemmañ
Breizh
 
Melestradur
Kêr-benn Naoned (istorel)
Roazhon (melstradurel)
Departamantoù Aodoù-an-Arvor (22)
Il-ha-Gwilen (35)
Liger-Atlantel (44, istorel)
Mor-Bihan (56)
Penn-ar-Bed (29)
Arondisamant 15
Kantonioù 201
Kumunioù 1 268
Prezidant Loïg Chesnais-Girard
Douaroniezh
Gorread 34 023 km² (istorel)
27 208 km²(melestradurel)
Poblañs (2016) 4 687 381 (istorel)
3 306 529 (melestradurel)
Stankted 138 (istorel)
122 (melestradurel)

Brezel-bed kentañ

kemmañ
Pennad pennañ : Brezel-bed kentañ

Eil Brezel-bed

kemmañ

An Eil Brezel-bed en deus skoet kalz tud e Breizh, prizoniet, gloazet, kaset d'ar c'hampoù bac'h pe gloazet. Kalz distrujoù zo bet ivez betek 1945. Enebiezhioù politikel bras a oa ivez prest da lakaat ar brezel diabarzh da darzhañ adalek 1943 dreist-holl. Disoñjet e oa buan ar spered harzerezh pe rezistañs goude an dieubidigezh. Diskred zo evit an Emsav[9] er boblañs da c'houde ar brezel. Gounit a ra ar gomunouriezh kalz tachenn e Breizh abalamour d'ar roll a-bouez en deus bet ar PCF hag an URSS er brezel.

Etre an daou vrezel

kemmañ

Didroc'hadur ar Rannvro

kemmañ

E 1917 e voe raktreset krouiñ rannvroioù armerzhel, a raed "strollad armerzhel ha rannvroel" pe "rannvroioù Clémentel" anezho. Ar pal a oa krouiñ un IIIe rannvro (pe rannvro Roazhon) dre strollañ ar pevar departamant a oa e norzh hag e gwalarn Breizh. Raktreset e voe, avat, lakaat al liger-Atlantel er IVe rannvro (pe rannvro Angers) a-gevret gant an departamantoù amañ da-heul : ar Mayenne, ar Sarthe, ar Maine-et-Loire, ar Vande koulz hag an Indre-et-Loire. E miz Ebrel 1919 e oa bet krouet ar rannvroioù Clementel. Rannvro Roazhon, a veze anvet ar VIvet rannvro neuze, a oa enni tri departamant : Il-ha-Gwilen, Aodoù-an-Hanternoz ha Penn-ar-Bed. Ar Vvet rannvro vras pe rannvro Naoned a voe bodet enni an departamantoù-mañ : ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire, ar Maine-et-Loire, ar Vande, al Liger-Atlantel hag ar Mor-Bihan. Divizet e voe strollañ tro-dro d’ur gêr vras an departamantoù a yae d’ober an diazad armerzhel anezhi. D’ar mare-se e voe divizet kalz evit gouzout hag-eñ e vije lakaet departamant Penn-ar-Bed e rannvro Naoned pe e rannvro Roazon. Dleet e vije daouhanteriñ departamant Penn-ar-Bed - ar su hag an norzh - zoken. Ne oa ket aet ar rannvroioù-se war-raok tamm ebet e-pad an ugent bloavezhioù a oa bet da-heul. Ne oa anezho, evit gwir, nemet doareoù kambroù kenwerzh, da lavaret eo departamanantoù unanet laosk pe laoskoc’h.

E miz Gwengolo 1919 o doa kroget ar c’hevredadoù tiez an degemer da aozañ “rannvroioù touristel” diwar ur patrom un tamm disheñvel. Ar wech-se e oa bet strollet an departamantoù en ur zerc’hel kont eus an touristerezh, an douaroniezh hag an dudouriezh. Ne gloto tamm ebet ar rannvroioù-se gant ar rannvroioù armerzhel. Ar rannvro a raed « Breizh » anezhi en em astenne war Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Hanternoz, Il-ha-Gwilen hag ar Mor-Bihan. Ur rannvro all, a raed « Vallée de la Loire » anezhi, a oa enni al Liger-Atlantel, ar Maine-et-Loire, ar Mayenne, ar Sarthe, an Indre-et-Loire koulz ha kornôg departamantoù al Loir-et-Cher hag al Loiret.

D’an 19 a viz Ebrel 1941, e Vichy, e sinas ar Marichal Pétain ul lezenn evit strollañ an departamantoù e rannvroioù. Daoust ma talvezas an anv « Breizh » da sevel anv ar rannvro nevez-se e tivizas kabined ar Marichal Pétain dispartiañ al Liger-Izelañ diouzh rannvro Breizh. Ar jeneral de Gaulle a sinas un devredad damheñvel d’an 10 a viz Genver 1944.

Gant gouarnamant Edgar Faure e voe krouet ar rannvroioù programm e 1956 hag adkrouet e voe Rannvro Breizh. Krouet eo bet ar rannvro velestradurel nevez-se hep derc’hel kont eus an istor. Rannvro Breizh, evel ma reer anezhi, zo enni pevar departamant. Al Liger-Atlantel zo deuet da vezañ unan ar pemp departamant zo er rannvro Broioù-al-Liger. Gant al lezenn rannvroelaat bet sinet e 1972 e voe gwiriekaet an disparti, petra bennak ma oa a-enep Kuzul-departamant al Liger-Atlantel. Da-heul e vouezhias ar C’huzul-departamant meur a wech (a-unvouezh) evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh rannvro Breizh. Mouezhiadegoù peurheñvel a voe aozet gant Kuzul-rannvro Breizh ivez. Ar C’huzul-Stad a sav bepred a-enep groñs an adstagadur. Kenderc’hel a reer da zivizout er mare-mañ evit adstagañ al Liger-Atlantel ouzh Rannvro Breizh. A-du emañ Breizhiz, war a seblant, gant ar mennozh-se (Diskouez a ra anat disoc’h ar sontadegoù o deus c’hoant etre 60 ha 74 % eus an dud zo o chom el Liger-Atlantel e vefe adstaget o departamant ouzh rannvro Breizh). Ne oa ket bet kement-se a dud o kemer perzh er manifestagoù aozet e Naoned, daoust ma oa bet galvet tud ar pemp departamant d’en ober. Gant ar gouarnamant Raffarin ez eus bet lakaet da vouezhiañ ul lezenn evit aozañ referemdomoù lec’hel. Tu a vefe neuze da unaniñ ar vro bremañ. Evit kas an teuliad da benn e ranker seveniñ divizoù melestradurel pe lezennel zo (da skouer, aozañ ur vouezhiadeg war-eeun gant Holl Vreizhiz ha diouzh an disoc’h adtermeniñ an tiriad en e bezh, e-touez traoù all). Prezidanted an daou guzul-rannvro ha prezidant kuzul-departamant al Liger-Atlantel hepken a c’hall divizout reiñ lañs da adaozañ ar rannvro.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Titus Livius, Istor Roma
  2. Holl geoded ar C'halianed e-tal ar mor a ro dezhe o-unan an anv a Arvorigiz (Aremorici) en o zouez ar Goriosolited, ar Redones, an Ambibarii, ar Galeti, an Osismi, ar Veneti, an Unelli, a ranke reiñ 6000 brezelour., Julius Kezar, De bello gallico, VII, p.35.
  3. Tacitus a zispleg : "Ar c'hentañ [Germaned] a dreuzas ar Roen hag a argasas ar C'halianed, ar re a ra Tongred anezhe bremañ, a gemeras an anv a C'hermaned. An anv-se a oa implijet da gentañ gant o meuriad hepken en em ledas tamm-ha-tamm, ha, krouet gant an trec'h da lakaat muioc'h a aon da ziwan, e oa implijet dizale gant ar vroad a-bezh", Tacitus, Gizioù ar C'hermaned II.
  4. Kezar, De Bello Gallico, III, 8
  5. Julius Kezar, De bello gallico, III, 11
  6. Joël Cornette. Histoire de la Bretagne et des Bretons. Tome I. Paris, Seuil, 2005, p. 109.
  7. Pape (Louis), La Bretagne romaine, Ouest-France université, 1995, p. 258.
  8. Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne: l'émigration, Pariz, Payot, 1980.
  9. Ar pezh a anver "Emsav" a ra dave da istor Breizh o stourm evit ma vo muioc'h a frankiz gant ar Vretoned, evel m'o deus bet c'hoazh en o istor a-gent.