Jean-Yves Le Drian
Jean-Yves Le Drian, ganet d'an 30 Mezheven 1947 en Oriant, zo ur politikour breton ezel eus ar Strollad Sokialour Gall. Maer an Oriant eo bet ha kannad korn-bro an Oriant ivez. Bet eo ivez sekretour-Stad evit ar mor e 1992. Dilennet e oa bet e penn kuzul-rannvro Breizh e 2004 goude bezañ en em glevet gant an ekologourien hag an UDB. Ar Prezidant kentañ a-gleiz eo evit Breizh.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jean-Yves Le Drian |
Anv-bihan | Jean-Yves |
Anv-familh | Le Drian |
Deiziad ganedigezh | 30 Mez 1947 |
Lec'h ganedigezh | An Oriant |
Tad | Jean Le Drian |
Mamm | Louisette Derrien |
Breur pe c'hoar | Marie Le Drian, Thérèse Thiéry |
Pried | Maria Vadillo |
Bugel | Thomas Le Drian |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, istorour, pañsioner |
Implijer | Skol-veur Breizh-Uhel |
Bet war ar studi e | Skol-veur Breizh-Uhel, lycée Saint-Louis de Lorient, Skol-Veur Roazhon |
Rener tezenn | Michel Denis |
Lec'h labour | Pariz |
Affiliation string | Ministry of Europe and Foreign Affairs, Ministry of Europe and Foreign Affairs of France, Minister of Europe and Foreign Affairs of France |
Strollad politikel | Strollad sokialour, Territories of Progress |
Kleñved | COVID-19 |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2018, World Economic Forum Annual Meeting 2019, World Economic Forum Annual Meeting 2020 |
Ezel eus | Q48204303 |
Dileuridigezhioù
kemmañ- 03/04/1978 - 22/05/1981 : kannad
- 02/07/1981 - 01/04/1986 : kannad
- 14/03/1983 - 12/03/1989 : maer an Oriant (Mor-Bihan)
- 02/04/1986 - 14/05/1988 : kannad
- 13/06/1988 - 17/06/1991 : kannad
- 24/03/1989 - 18/06/1995 : maer an Oriant
- 18/05/1991 - 02/04/1992 : sekretour-stad ar mor (dindan ministr an aveiñ, al lojeiz, an dezougen hag an egor)
- 25/06/1995 - 18/03/2001 : ezel eus kuzul-kêr an Oriant
- 25/06/1995 - 30/03/1998 : maer an Oriant
- 01/06/1997 - 18/06/2002 : kannad
- 16/03/1998 - 01/08/2002 : ezel eus kuzul-rannvro Breizh
- 19/03/2001 - 30/04/2004 : ezel eus kuzul-kêr an Oriant
- 02/04/2004 - 29/06/2012 : prezidant kuzul-rannvro Breizh
- 16/05/2012 - 10/5/2017 : ministr an Difenn
- 18/12/2015 - 2/6/2017 : prezidant kuzul-rannvro Breizh
- abaoe 17/5/2017 : ministr Europa hag an Aferioù estren
Labour evit ar yezh
kemmañ- Lakaet en doa votiñ d'ar 14 a viz Kerzu 2004 un destenn diwar-benn politikerezh ar yezh e Rannvro Breizh[1].
- D'ar 26 a viz Genver 2005, en doa klasket lakaat da dremen un is-mennad (n°41) savet gantañ ha Marylise Le Branchu, da mennad (n°12) Marc ar Fur ha François Bayrou evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall[2].
- E miz Kerzu 2006 e oa bet o votiñ e parlamant Paris evit ur mennad savet gant kannad UMP (tu dehoù gall) Loudieg, Marc ar Fur, evit anavezout ar yezhoù rannvro er Vonreizh c'hall, ne ouezer ket petra en doa votet.
- Evit ar wezh kentañ biskoazh a-berzh ur strollad politikel gall, en deus lakaet Jean-Yves an Drian treiñ lec'hienn Internet e gabalerezh evit dilennadeg rannvro 2010 e brezhoneg. (s.o. ar rubrikenn liammoù diavaez).
Frañmasonerezh
kemmañE meur a gelaouenn c'hall ez eus bet anv eus e ezeladur er Grand Orient de France[3],[4],[5]. Hervez Philippe Guglielmi, bet Mestr Meur ar Grand Orient de France, e vefe bet ur maçon très fidèle[6]. Morse n'en deus bet c'hoantaet Jean-Yves Le Drian komz eus e gredennoù[7].
Katalonia
kemmañE Gwengolo 2017, evel ministr gall an Aferioù estren, e oa a-unan gant ar gouarnamant spagnol a-enep referendom Katalonia[8].
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr)An destenn
- ↑ (fr) Rentañ kont an diviz
- ↑ Le nouveau pouvoir des francs-maçons, Vincent Nouzille, Le Figaro.fr, 7 décembre 2012
- ↑ Le vrai pouvoir des francs-maçons, Ottenheimer Ghislaine, L'Express.fr, 2 avril 1998
- ↑ "Ces franc-maçons qui nous gouvernent", Nouvel Observateur, 06 janvier 2013
- ↑ Lénaïg Bredoux ha Clément Fayol, « Les réseaux africains de Manuel Valls », Mediapart, 18 Genver 2016.
- ↑ http://www.lepoint.fr/presidentielle/les-petits-secrets-de-jean-yves-le-drian-07-12-2016-2088574_3121.php
- ↑ (ca) « El govern francès es posiciona a favor d’“una Espanya forta i unida” », El Punt, 25 Gwengolo 2017