Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Yingluck Shinawatra

Eus Wikipedia
Yingluck Shinawatra

Yingluck Shinawatra (thai: ยิ่งลักษณ์ ชินวัตร) zo ur bolitikourez ha den a afer eus Thailand, deuet da vezañ Ministrez Kentañ ar rouantelezh e 2011.

Ganet eo d'an 21 a viz Even 1967. C'hoar eo da Dhaksin Shinawatra, bet Kentañ Ministr Thailand ivez. D'ar 16 a viz Mae 2011 e voe lakaet e penn ar strollad politikel Pheu Thai daoust ma n'he doa tamm skiant prenet ebet e politikourezh. Goude ma voe aet ar maout gant he strollad en dilennadeg kannaded aozet d'an 3 a viz Gouere 2011 e voe dilennet da Vinistrez Kentañ gant ar Parlamant d'ar 5 a viz Eost. Yingluck Shinawatra eo ar vaouez kentañ e Thailand e penn ar gouarnamant.