Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Taveeg

Eus Wikipedia
Taveeg
Taveeg gwelet diouzh Perroz-Gireg.
Taveeg gwelet diouzh Perroz-Gireg.
Anv gallek Île Tomé
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Breizh (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 50′ 08″ N, 3° 24′ 25″ K
Gorread 0,35 km²
Lein uhelañ 64 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Kumunioù Perroz-Gireg
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+1

Taveeg a zo un enezenn hir (1 200 m), moan (keidenn 200 m), ha serzh (64 m), troet norzh-su, tost da aod Perroz-Gireg. 35 ha eo gorread an enez[1].

Didud abaoe ar bloavezhioù 1920 eo ha perc’hennet eo gant Mirerezh an Arvor (Conservatoire du littoral) abaoe 1997[2].

Gwechall e oa ur menaj ha gwelet a reer c’hoazh e vogerioù e norzh an enez.

E galleg e vez graet Île Tomé pe Tomé hepmuiken eus Taveeg.

War ar c'hartennoù kozh e weler e veze graet ’t Groen Eijlant (an enez c'hlas) anezhi e nederlandeg(Daveoù a vank).

Douarouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taveeg gwelet eus an aod

Greunit roz brudet Perroz (maen ruz) gant gwazhennoù niverus dolerit ha mikrodiorit.

Er bloaz 2002 eo bet diouennet ar razhed a nere eno (600 loen dinodet), ar pezh a zo bet un dra vat evit an evned[2]: daougementet pe dric’hementet eo bet o niver, ha bremañ ez eus noueliged bras (Charadrius hiaticula) o neizhiañ. Un dra vat eo bet ivez evit ar minelled al liorzhoù (Crocidura suaveolens), na gaver e Breizh nemet war an inizi — pe, a-hend-all, er gevred —, ha lieskementet eo bet o niver dre zek. Hag un dra vat eo bet ivez evit an anuzed-dall (Anguis fragillis), anezho glazarded dibav.

Dre ma n’emañ ket pell eus ar Jentilez e kav d’ar skiantourien e teuy evned all da neizhiañ a-raok pell, an tort boutin (Puffinus puffinus) paneveken (ur c’houblad a oa e 1981), un evn ral koulz e Breizh hag er bed.

An evned all[2]

E-pad fin e vuhez e dremene Ernest Renan an hañvezh e-tal Taveeg ; komz a rae ouzhi evel "ul leviathan mor".

E 1913 e embannas Anatol ar Braz un danevell o kontañ ur bourmenadenn war an enez[3].

  1. (fr) Atlas du patrimoine microinsulaire breton, Conservatoire du Littoral, 2012.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Protocole d'éradication du rat surmulot sur l'île de Tomé, Denis Bredin, Louis Dutouquet, Espaces naturels, n°8, 2004.
  3. (fr) Contes du soleil et de la brume, Anatole Le Braz, Delagrave, 1913, pajennoù 61-91.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.