Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Banneg

Eus Wikipedia
Balaneg
Anv gallek Île de Balanec
Geografiezh
Enezeg Enezeg Molenez
Lec'hiadur An Hirwazh, Meurvor Atlantel
Daveennoù lec'hiañ 48° 26′ N, 5° 01′ K
Lein uhelañ 9 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Konk-Leon
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Banneg zo un enezennig e gwalarn enezeg Molenez, etre Balaneg hag Eusa. Emañ Banneg e Park rannvroel an Arvorig hag e Park naturel mor an Hirwazh. Ur mirva natur eo ivez, meret gant ar gevredigezh Breizh Vev, didud eo ha berzet d'an dud diavaez zoken.

Emañ Banneg etre Balaneg hag Eusa.
Emañ Banneg etre Balaneg hag Eusa.

Bihan eo Banneg: 800 m hed zo dezhi, 200 m led, ha 22 devezh-arat. An tostañ douar da Eusa eo: ul lev anezhi emañ, er gevred dezhi, ha tremen a ra ar Froñveur etrezo. Met tostoc'h da Vanneg eo Balaneg: un hanter-lev nemetken.

Izel eo an aod a-dal da Volenez, traezh ha bili anezhi. Div enezennig all zo er c'hreisteiz: Enez-Kreiz ha Roc'h-Hir. War ur roc'h e beg Maen-Tenzel emañ tour-tan Kereon. En hanternoz ez eus ur roc'h anvet Mouliged, an anv a vez graet eus tud Molenez.

Departamant Penn-ar-Bed eo perc'henn an enez, abaoe bezañ diberc'hennet ar gompagnunezh Alb-Stella a oa deuet war-lerc'h an N.S.E.O., war-lerc'h skrid-arest an 08/11/1971 a embanne "talvoudegezh foran" prenadenn an departamant.

Emañ an enez e Park an Arvorig abaoe an 30 a viz Gwengolo 1969. Meret eo gant an SEPNB abaoe miz Here 1976, ha difennet eo ouzh an dud mont warni.

D'an 10 a viz Ebrel 1964 e oa bet divodet an N.S.E.O. a oa annezet e Pariz (4, rue Camille Tahan) ha renet gant an aotrou beleg Laurent. Ganti e oa bet prenet Banneg digant an itron Huon de Penanster hag he fried an aotrou Cesbron Lavan, dirak an noter, an aotrou Kozhig a Landerne, evit 20 000 lur.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.