Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Saena

Eus Wikipedia
Saena
main stream
Anv er yezh a orinSeine Kemmañ
Eiensource of the Seine River Kemmañ
En em daol eMor Breizh Kemmañ
Diazad doureierSeine basin Kemmañ
Bro an diazadFrañs Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadNormandi, Bourgogn, Champagne-Ardenne, Seine-et-Marne, Pariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel49°26′5″N 0°7′3″E Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://time.com/6261729/seine-clean-up-paris-olympics-2024/?utm_source=pocket-newtab-global-en-GB Kemmañ
Activity policy in this placeno swimming Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of the Seine River Kemmañ
Map
  • ██ Ar Saena e pennvro Frañs
  • Ar Saena (Seine e galleg) zo ur stêr e Bro-C'hall, an eil hirañ goude al Liger gant 774,76 km dezhi[1] a-dreuz trizek departamant ha 350 kumun.

    Eienañ a ra war harzoù Pladenn Langres (Côte-d'Or) kent redek war-du ar gwalarn en ur dreuziñ Troyes, Paris, Rouen ha Le Havre hag en em deurel e Mor Breizh.

    Tost da 30% eus poblañs Bro-C'hall a vev e diazad doureier ar Saena, a zo 76 441 km² e c'horread[2] (14,05% eus gorread pennvro Frañs).

    Stumm brezhonekaet an anv gallek Seine eo Saena, a gaver e geriadur Gregor Rostren (1732)[3].

    Testeniekaet eo an anv latin Sequana, skrivet gant Caius Julius Caesar e Commentarii de bello Gallico (58 kJK)[4] ; adskrivet eo bet gant an douaroniour Pomponius Mela e De situ orbis libri III (43)[5] ha gant Plinius an Henañ en e Naturalis Historiæ (74)[6]. Un treuzskrivadur Σηκοάνα Sikoána en henc'hresianeg zo roet gant Strabon en e Γεωγραφικά Geôgraphiká (23)[7].

    Da vare ar Veroveed (457-751) e veze skrivet Sequana (558)[8], Segona ha Sigona[8] ; Super fluvium Sigona e oa e 717[9] ; pelloc'h e kaver Secana ha Sequana en-dro e-kerzh ren Philippe II Auguste (1165-1223, ren 1180-1223)[10], ha Secana c'hoazh e-tro 1350[9]. Diwezhatoc'h ez eas vogalenn wan an eil silabenn da get, ar pezh a roas an anv skrivet Saine ha Seine[11].

    Ur stêr anvet Saine zo e departamant ar Jura ; redek a ra e tachenn gozh ar bobl c'halian Sequani. Ne c'heller ket bezañ asur avat e teu anv ar stêr Saena eus o yezh keltiek pe gentkeltiek, pa rank ar soniad indezeuropek /kw/ treiñ d'ar soniad /p/ e galianeg ; droukvesket marteze anv ar stêr *sepana gant hini ar boblad Sequani gant Caesar.

    Ar Saena izel o kildreiñ e-kichen Les Andelys (Eure)

    C'hwec'h milion a vloaziadoù zo e krogas istor ar Saena. Da neuze e treuze ar stêr un argompezenn briellek ec'hon, hag istrovanel e oa an hin (evel e Florida hag Uruguay hiziv). E dibenn ar Plioken, un 3 milion a vloaziadoù zo, e yenaas an hin hag ec'h uhelaas an douar abalamour ma oa bountet gant kreskidigezh ar Pireneoù hag an Alpoù.

    Ur stêr hepken e oa al Liger adalek he eienenn hag ar Saena betek Orléans ; dispartiet e voent diwezhatoc'h, met liammet c'hoazh dre ar stêr Loing da vare ar Mioken[12].

    Pelloc'h, e-kerzh ar skornadurioù a c'hoarvezas 1,8 milion a vloaziadoù zo, ec'h izelaas live ar mor : Mor Breizh a droas da draoñienn ar Roen, ar Maas, ar Somme hag an Thames tra man echue ar Saena a-vaez da Vreizh ; skornet e veze hogozik a-hed ar bloaz, ha 40 gwech kreñvoc'h eget hiziv e oa he c'has, p'edo o strivañ evit kleuzañ he gwele. Kemm-digemm e voe red ar stêr e-pad tost da zaou vilion a vloaziadoù, betek ar skornadur diwezhañ (Skornadur Würm, -115 000 – -11 700) ma voe stummet an draoñienn a anavomp hiziv ha ma sioulaas ar stêr goude tizhet he strad izelañ, eleze an ildraoñ ma c'hall redek distriv.[13].

    War-zisvarr zoken eo gwele ar Saena : ker gwanaet e oa deuet kas ar stêr ma oa bet ret dezhi tremen dre an douaroù blotañ, alese ar c'hildroioù niverus a ra etre Pariz hag an aber.

    Darvoudoù
    E koun R. Fulton
    • Er bloaz 820 e savas ur bagad Vikinged gant ar Saena ; pa zilestrjont e voent faezhet gant gwarded an arvor hag ec'h ejont kuit. E miz Mae 841, Vikinged renet gant Ásgeirr a zizalbadas manati Saint-Wandrille kent lakaat kêr Rouen en arigrap hag he zangwallañ ; goude-se e kendalc'hjont da sevel gant ar stêr betek Saint-Denis ma preizhjont an abati. Lod prizonidi a voe dasprenet hag an nemorant a voe miret da sklaved. Pinvidik e oa Ásgeirr pa zistroas d'e vro, ar pezh a lakaas ur penn all, Ragnarr Loðbrók, da seveniñ brasoc'h ur gur c'hoazh : lakaat seziz war Baris[14]. Er bloaz 845 hervez Annales Bertiniani (IXvet kantved)[15], e dibenn miz Meurzh, ez erruas Ragnarr en aber ar Saena gant 120 knǫrr kent sevel gant ar stêr ; ar roue gall Charles II a bostas timat div rannarme war glannoù ar Saena, met faezhet e voe an hini vihanañ, ha dre ma ne oa pont ebet dreist ar stêr e c'hallas ar Vikinged lakaat seziz war Baris. Ar roue a baeas truaj d'ar Vikinged en eskemm ouzh ar peoc'h, ar pezh a vroudas an alouberien da genderc'hel gant o argadennoù e Frankia hag e Bro-Saoz[16]. Er bloaz 885 e tistroas ar Vikinged war ar Saena ; kemer Rouen a rejont d'ar 25 a viz Gouere kent sezizañ Paris arre adalek miz Du 885 betek miz Gouere 886.[17]
    • E miz Meurzh 1314, ar roue gall Philippe IV a lakaas Jacques de Molay, mestr diwezhañ Urzh an Templ, da vezañ devet war un enez er Saena e-tal iliz-veur Notre-Dame e Paris[18].
    • Goude devadenn Janed Ark e 1431 e Rouen e voe stlapet he ludu er Saena a-ziwar ar pont anvet Empress Matilda[19],[20].
    • D'an 21 Thermidor ar bloaz XI (9 a viz Eost 1803), an ijinour stadunanat Robert Fulton (1765-1815) a savas hag a vleinas e "garr-dour kaset gant an tan", ar vag-dre-dan gentañ, war ar Saena kent sevel unan kalz brasoc'h, an North River, a voe ar c'hentañ bag-dre-dan genwerzhel[21].
    • D'ar 17 a viz Here 1961 e c'hoarvezas Lazhadeg Paris, ma voe stlapet etre 200 ha 300 manifester Aljerian er Saena gant ar boliserien c'hall [22].

    Diazad doureier

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Diazad doureier ar Saena

    E Diazad Paris e red ar pep hirañ eus ar Saena goude eienet war an harzoù etre Pladenn Langres hag an Auxois (latin : pagus Alesiensis, "bro Alesia", ma c'hoarvezas Emgann Alesia)[23]. Un diazad gouelezennek eo diazad Paris, da lavaret eo ur gleuzenn ec'hon goloet a wiskadoù bruzun roc'helloù, kregin, hag all, a oa en aer, en dour pe er skorn kent kouezhañ dre ar pounnerder ; digor war Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel eo ar gleuzenn-se. Reier razek, priellek ha traezhek, koulz ha margoù (ur meskaj kalkit CaCO3 ha pri) a bep eil zo aet a-wiskadoù er Mezozoeg hag er C'henozoeg, eleze etre -252,17 ha -2,58 milion a vloaziadoù.

    E kreiz an diazad-se emañ diazad douereier ar Saena ; dre an adsterioù e tastum doureier ar glaveier kent o c'has da Vor Breizh[24]. N'eus lec'h ebet uheloc'h eget 300 metr ennañ[25], ha war-ildraoñ eo war-du e greiz. Dre-se ez eo war-ildraoñ ivez an dourredennoù : etre 0,1 ha 0,3 m dre gilometr. An holl zourredennoù-se, ar Saena en o zouez, a red tamm-pe-damm war-du ar gwalarn etre rizennoù ar reter kent troc'hañ a-dreuz pladennoù ar c'hreiz[24].

    Ul lodenn vihan eus diazad doureier ar Saena zo e penn su Proviñs Hainaut e Belgia.

    Eienañ a ra ar Saena e Source-Seine, 446 m a-us live ar mor, war harzoù Pladenn Langres en departamant Côte-d'Or, un 30 km bennak er gwalarn da Zijon. Redek a ra a-hed 774,76 km a c'hevred da walarn kent erruout e Mor Breizh dre un aber etre Le Havre ha Honfleur (Seine-Maritime).

    Eienenn ofisiel ar Saena

    Seizh eienenn zo d'ar stêr Saena. Abaoe 1864 ez eo ar Stad c'hall perc'hennez warno. E 1865 e voe kleuzet ur vougev evit gwareziñ an eienenn bennañ, a zo merket gant delwenn un nymfenn da aroueziañ ar stêr[23].

    Adalek 1836 betek 1967 e voe furchet al lec'hienn ha dizoloet un neved galian-ha-roman a zo bet darempredet adalek ar I kantved kJK (da vare C. J. Caesar) betek ar IVe kantved. Tost da 1 500 traezenn a voe kavet eno, pezh a ziskouez e oa ul lec'h meur en impalaeriezh roman. Da Sequana, doueez c'halian ar stêr, e oa gouestlet an neved evel m'en diskouez an niver bras a ex-voto e prenn derv a voe dizouaret etre 1963 ha 1967 ; da c'houlenn ma vefe pareet o c'hleñvedoù ha roet o goulennoù dezho e teue ar bric'hirined hag ar pirc'hirinezed[26].

    Pemp rann zo d'ar Saena, a grec'h da draoñ.

    1. Saena vihan (Petite Seine), adalek Source-Seine (Côte-d'Or) betek Montereau-Fault-Yonne (Seine-et-Marne) ma kember gant ar stêr Yonne ;
    2. Saena uhel (Haute Seine), adalek Montereau-Fault-Yonne betek Paris ;
    3. Saena Paris (Seine parisienne) ;
    4. Saena izel (Basse Seine), adalek Paris betek Rouen ;
    5. Saena vorel (Seine maritime), adalek Rouen betek Mor Breizh.

    Departamatoù treuzet

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Kember an Aube hag ar Saena
    An Essonne
    Ar Saena e kreiz-kêr Paris
    An Eure nepell diouzh ar c'hember
    Adstêrioù ar Saena a grec'h da draoñ
    Rann Departamant Lez dehou Lez kleiz
    Saena vihan (21) Côte-d'Or Revinson
    Brévon
    (10) Aube Ource Laigne
    Arce Sarce
    Barse Hozain
    (52) Marne Aube
    (10) Aube Noxe Faverolle
    Resson Ardusson
    (77) Seine-et-Marne Ruisseau des Méances Orvin
    Voulzie Yonne
    Auxence
    Saena uhel (77) Seine-et-Marne Vallée Javot Loing
    Châtelet Ru de la Mare aux Évées
    Almont École
    (91) Essonne Essonne
    Orge
    Val-de-Marne Yerres
    Marne
    Saena Paris (75) Paris Bièvre
    Saena izel (92) Hauts-de-Seine Ru de Marivel
    (93) Seine-Saint-Denis Ru de Montfort
    la Vieille Mer
    (78) Yvelines Oise Ru d'Orgeval
    Aubette de Meulan Mauldre
    Epte Vaucouleurs
    (27) Eure Gambon Eure
    Andelle Risle
    (76) Seine-Maritime Aubette Oison
    Robec
    Cailly
    Saena vorel (76) Seine-Maritime Austreberthe
    Sainte-Gertrude
    Télhuet
    Commerce
    Lézarde
    • Saena ha Yonne [1].

    Un aber a reer en douaroniezh eus lodenn draoñ ur stêr ma vez oberiant mareoù ar mor pe ar meurvor m'en em daol ar stêr.

    A-hed 170 km diwezhañ ar Saena[27] en em led hec'h aber, eus stankell-skluz Poses (Eure, 46 km en argrec'h da Rouen) a-dreuz 7 kildroenn betek Bae ar Saena e Mor Breizh. War-dro 135 m eo ledander ar stêr e Poses goude ar stankell, ha 2,5 km eo pa dremen dirak Honfleur.

    Teir rann zo en aber adalek Poses, hervez ma'z eo dous pe sall dour ar stêr[28].

    1. An aber-stêr, etre stankell-skluz Poses ha Vieux-Port (Eure, un 35 km bennak a-raok genoù ar stêr) ; en dour dous e c'hoarvez lanv ha tre.
    2. An aber-kreiz, etre Vieux-Port ha Honfleur, m'en em vesk an dourioù dous hag ar re sall.
    3. An aber-mor, adalek Honfleur betek rann reterel Bae ar Saena ; atav e vez sall an dourioù eno.
    • Ul landarzh a c'hoarveze gwechall war ar Saena a-live gant Caudebec-en-Caux (Rives-en-Seine hiziv) : pa veze lanv bras da vare al Loar nevez pe al loargann e save ar mor enep red ar stêr, ar pezh a c'hane ur wagenn uhel pe uheloc'h, a save war-du an argrec'h en ur greñvaat seul strishoc'h ma oa ar stêr. Gwall wanaet ez eo bet landarzh ar Saena gant labourioù ravellerezh e 1963[29], goude ma voe lazhet un den gantañ e 1961[30].


    Temz an dour

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Setu amañ kas miziek keitat ar Saena muzuliet a-hed 48 vloaz e Poissy (78), en traoñ da Baris[31]. Da 502,3 m³/s (502 300 litr bep eilenn) e sav ar c'has keitat war ar maread muzuliet.

    Kas miziek keitat ar Saena, 01/01/1975 — 31/12/2022 e m³/s

    Dourgreskoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Dourgreskoù bras e Paris

    Porzh-houarn Saint-Lazare, 1910


    Evel en holl stêrioù ez eo kemm-digemm kas hag uhelder ar Saena hervez ar c'hlavegezh : ker serc'h e voe an hañvezh e 1719 ma voe ar Saena en hec'h izelañ e Paris : 26,25 m a-us live ar mor ; diwar al live-se e voe termenet ar zero (0) e skeul an dourgreskoù e pont an Tournelle, etre al lez kleiz hag an Île Saint-Louis[32]. E Paris e vez muzuliet ez-ofisiel an dourgreskoù abaoe 1876 gant ar skeul a zo e pont Austerlitz, 1 km er argrec'h d'an Île Saint-Louis.

    Meur a wech he deus ar Saena koeñvet a-hed an Istor. Koshañ dourgresk ar stêr a zo testeniekaet eo er bloaz 358, a zo meneget gant an impalaer roman Flavius Claudius Iulianus en e skrid Misopogon[33].[34]. E miz C'hwevrer 582 e c'hoarvezas unan all, a zo meneget gant Grégoire de Tours en e Historia Francorum[35]. Bras-spontus ez eo bet dourgresk ar bloaz 1658 (8,81 m)[36].

    Biskoazh n'eus bet unan ker bras abaoe, met 10 dourgresk pouezus a voe en XXvet kantved, muzuliet e pont an Tournelle, hini 1910 o vezañ 0,13 m hepken izeloc'h eget hini 1658[36].

    Hogozik ker bras all e voe hini 1910, pa dizhas 8,50 war skeul ar pont Austerlitz ; e Poses e savas kas ar stêr da 3 000 m³/s, da lavaret eo 6 gwech muioc'h eget he c'has keitat eno (480 m³/s)[37].

    E miz Mezheven 2016 e kreskas ar Saena en-dro, betek 6,10 m e Paris[38] ; divoas e voe an darvoudenn pa c'hoarvezas en hañv, padal ez eo e miz Genver e vez dourioù ar Saena en o uhelañ. Ur dourgresk all a c'hoarvezas e dibenn miz Genver 2018 betek 5,84 m, e Paris bepred.

    Peder mirlenn zo bet terket etre ar bloavezhioù 1960 hag ar bloavezhioù 1990 evit reoliañ red ar Saena etre he dourgreskoù hag he liveoù izelañ, ha neuze gwareziñ kêr Baris.

    Mirlennoù ar Saena
    Mirlenn Departamant Bloaz Gorread Ec'honad Lec'hiadur
    Pannecière Nièvre 1949 5,2 km² 80 Mm³ 47°09′15″N 3°53′44″R / 47.15417, 3.89556

    [39]

    Orient Aube 1966 23 km² 208 Mm³ 48°16′19″N 4°20′23″R / 48.27194, 4.33972

    [40]

    Marne[41] Marne & Haute-Marne 1974 48 km² 349 Mm³ 48°34′57″N 4°45′33″R / 48.5825, 4.75917

    [42]

    Aube[43] Aube 1990 23,2 km² 170 M³ 48°20′42″N 4°28′42″R / 48.345, 4.47833

    [44]

    Marcilly-sur-Seine (Marne) eo ar gumun gentañ war ribl ar Saena ma c'haller bageal, 245 km en ardraoñ d'an eienenn (57 km goude Troyes neuze) ha 530 km bageadus betek ar mor ; e skluz Marcilly emañ "PK1 0" (Point Kilométrique) ar stêr, eleze deroù an troc'had ma c'heller bageal betek ar pont Marie e Paris (Île Saint-Louis)[45] m'emañ ar "PK2 0", deroù an troc'had betek ar mor[46].

    E Paris n'eo ar Saena nemet 24 m a-us live ar mor, 446 km en argrec'h d'he genoù : gorrek e red neuze, hag aes eo bageal warni. Adalek Rouen e krog ar Saena vorel, 123 km he hirder, ma c'heller merdeiñ betek Le Havre ha Mor Breizh[47]


    Ar Saena vageadus

    Etre Marcilly-sur-Seine ha Mor Breizh ez eus 35 ehan, 31 porzh, 27 skluz hag 1 pont-fiñv ; lod anvioù a gaver meur a wech abalamour da gildroennoù ar stêr.

    Stank eo an tremenerezh kenwerzhel war ar Saena etre Paris ha Le Havre via Rouen. Daou borzh-kenwerzh bras zo war ar Saena izel : Gennevilliers (PK 35) ha Rouen, ar porzh-edoù pouezusañ en Europa, ma vez treuzlestret ar marc'hadourezhioù eus kobaroù ar stêr da listri-karg ar mor ha vice versa. Porzhioù-mor eo Rouen ha Le Havre, daoust da Rouen bezañ 6 eurvezh bageal diouzh genoù ar Saena. Porzhioù bras zo ivez war ar Saena vihan : Nogent-sur-Seine (PK 19 ar Saena vihan) ha Montereau-Fault-Yonne (PK 68) ; ur porzh bras all war ar Saena izel eo Limay (PK 110).

    Bez' ez eus 286 pont dreist ar Saena, 37 anezho e Paris.

    • Saena vihan : 149 • Saena uhel : 36 • Saena izel : 92 • Saena vorel : 9.

    Tri font zo dreist aber ar Saena adalek Rouen : hini Brotonne (hirder : 1,278 m ; uhelder : 125 m), 58 km en ardraoñ da Rouen ; hini Tancarville (1,420 km ; 123,5 m) en ardraoñ 28 km goude Vieux-Port ; hini Normandie (2,141 km ; 214,77 m), a zo 28 km goude pont Tancarville ha 2 km a-raok Honfleur. Uhel eo ar pontoù-se evit reiñ tremen d'al listri-karg.


    Ar Saena en arzoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. (fr) 'Sandre'. Kavet : 29 Genver 2023.
    2. (fr) 'Agence de l'Eau – Seine-Normandie'. Kavet : 29 Genver 2023.
    3. p. 241 / cygne'. Kavet : 29 Genver 2023.
    4. (la) Caius Julius Caesar. Commentarii de bello Gallico, I, 1. Kavet : 29 Genver 2023.
    5. (la) III, 2 Galliae ora exterior'. Kavet : 29 Genver 2023.
    6. (la) IV, 31, 105'. Kavet : 29 Genver 2023.
    7. (el) IV, 1.14. Kavet : 29 Genver 2023.
    8. 8,0 ha8,1 (fr) Nègre, Ernest. Toponymie de la France, levrenn I : Formations préceltiques, celtiques, romanes. Genève : Librairie Droz, 1990, pp. 43-44 (ISBN 978-2-600-02883-7).
    9. 9,0 ha9,1 (fr) Stein, Henri & Hubert, Jean. Dictionnaire topographique du département de Seine-et-Marne. Paris : Imprimerie Nationale, 1954, pp. 516 ha 672. Kavet : 29 Genver 2023.
    10. (fr) Delisle, Léopold. Catalogue des actes de Philippe-Auguste. Paris : Auguste Durand, 1856, p. 639. Kavet : 29 Genver 2023.
    11. Deroy, Louis & Mulon, Marianne. Dictionnaire de noms de lieux. Paris : Le Robert, 1992, pp. 439b-440a (ISBN 978-2-85036-195-1)
    12. (fr) Étienne, Robert & Larue, Jean-Pierre. Contribution à l'étude des liaisons Loire-Seine : mise en évidence par l'étude des minéraux lourds de l'antécédence de la Loire en Sologne (Bassin Parisien, France). In : Physio-Géo, levrenn 5, 2011, pp. 269-291 • Lenn en-linenn. Kavet : 29 Genver 2023.
    13. (fr) Chaib, Jérôme. Vallée de la Seine : entre naissance et renaissance. In : Études normandes, niv. 56-2, 2007, pp.40-41 • Lenn en-linenn. Kavet : 29 Genver 2023.
    14. (en) Mark, Joshua J. (2018). 'Viking Raids on Paris'. Kavet : 29 Gen 2023.
    15. (la) (fr) Les annales de Saint-Bertin. Paris : 1871 pp. 60-61. Kavet : 29 Genver 2023.
    16. (en) Ferguson, Robert. The Vikings: A History. New York : Penguin Books, 2010, pp. 96-104 (ISBN 978-0-14-311801-5)
    17. (la) (fr) 'Annales Bertiniani, pp. 321sqq.'. Kavet : 29 Genver 2023.
    18. (en) Lea, Henry Charles. A History of the Inquisition of the Middle Ages. New York : The Macmillan Company, 1906, levrenn III, p. 325. Kavet : 29 Genver 2023.
    19. Dindan veli ar Saozon e oa an Normandi d'ar mare-se.
    20. (fr) Charlier, Philippe. Médecin des morts – Récits de paléopathologie. Paris : Fayard, 2006, p. 307 (ISBN 978-2-213-62722-9)
    21. (en) Dickinson, Henry Winram. Robert Fulton, Engineer and Artist: His Life and Works. London : John Lane, 1913, p. 126. Kavet : 29 Genver 2023.
    22. (fr) Enaudi, Jean-Luc. La Bataille de Paris (17 octobre 1961). Paris : Seuil, 1991 (ISBN 978-2-02-013547-4)
    23. 23,0 ha23,1 (fr) 'Association des Sources de la Seine'. Kavet : 29 Genver 2023.
    24. 24,0 ha24,1 (fr) Billen, Gilles & al.. Le bassin de la Seine. Paris : PIREN-Seine, 2009 (ISBN 978-2-918251-00-2)Lenn en-linenn. Kavet : 29 Genver 2023.
    25. War-bouez e veg pellañ ar Su, m'emañ an Haut-Folin, ur menez 901 m dezhañ e Saône-et-Loire.
    26. (fr) 'Musée archéologique de Dijon'. Kavet : 29 Genver 2023.
    27. (fr) 'Où commence et où finit l’estuaire de la Seine ?'. Kavet : 29 Genver 2023.
    28. (fr) 'L'estuaire de la Seine'. Kavet : 29 Genver 2023.
    29. (fr) 'Le mascaret est-il encore visible ?'. Kavet : 29 Genver 2023.
    30. (fr) 'Sur la Seine... le mascaret englouti de Caudebec'. Kavet : 29 Genver 2023.
    31. (fr) 'HydroPortail'. Kavet : 29 Genver 2023.
    32. (fr) 'Mortelles canicules'. Kavet : 29 Genver 2023.
    33. (en) Pennad 5
    34. (fr) Lacour-Veyranne, Charlotte. Les colères de la Seine. Paris :Musée Carnavalet, 1997 (ISBN 978-2-87900-191-3)
    35. (la) Levrenn VI : Aquae vero extra solitum invaluerunt, nam tantam inundationem Sequana.... Kavet : 29 Genver 2023.
    36. 36,0 ha36,1 (fr) 'Météo France'. Kavet : 29 Genver 2023.
    37. Roadoù Hydro Portail
    38. (fr) 'Agenve France Presse'. Kavet : 29 Genver 2023.
    39. (fr) 'Seine Grands Lacs'. Kavet : 29 Genver 2023.
    40. (fr) 'Seine Grands Lacs'. Kavet : 29 Genver 2023.
    41. Der-Chantecocq.
    42. (fr) 'Seine Grands Lacs'. Kavet : 29 Genver 2023.
    43. Div virlenn zo : Temple hag Armance
    44. (fr) 'Seine Grands Lacs'. Kavet : 29 Genver 2023.
    45. (fr) Devisme, Philippe & Join-Lambert, Patrick. La Seine amont de Paris à Marcilly. Grafocarte-Navicarte, 1999.
    46. (fr) Devisme, Philippe & Join-Lambert, Patrick. La Seine aval du Havre à Paris. Grafocarte-Navicarte, 2010
    47. (fr) 'Fluviacarte'. Kavet : 29 Genver 2023.
    48. Les Trois Lacs hiziv.
    49. "Bag-kannañ e-kichen ar Pont Neuf, Paris."

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.