Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Stankell

Eus Wikipedia

Ur stankell zo un savadur arz savet a-dreuz ur stêr evit dalc'hen he dour.
Pa c'hall ur stankell bout goloet gant an dour e vez lâret ur chaoser, kentoc'h, pe un dig ("un dig" e vez lâret ivez pa vez kaoz eus kaniañ ur red kentoc'h eget krouiñ ur lennad dour).
Gant ur stankell war ur stêr, o krouiñ lennoù pe mirlennoù, e c'haller reolenniñ fonnder ar stêr (evit gwellaat monedone al listri), dourañ ar parkeier, ha diarbenn un tammig ar reuzioù naturel (dileunioù, liñvadennoù). Gant ur stankell e c'haller c'hoazh produiñ tredan (komz e reer neuze eus ur stankell dourdredan), en ur mod marc'had-mat a-walc'h.
Memes tra, evit sevel stankelloù re vras, e vez ret beuziñ traoñiennoù a-bezh, o tiblasañ kalz tud hag o tegas kalz a stroñs d'an endro.


Un nebeud stankelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]