Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Nazgûl

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Nazgûl
fictional group of characters
Iskevrennad eusghost in a work of fiction, character from Tolkien's legendarium Kemmañ
Perc'henn warQ13085228 Kemmañ
Present in workAotrou ar Gwalennoù, The Lord of the Rings: The Fellowship of the Ring Kemmañ
A denn da ved ar faltaziTolkien's legendarium Kemmañ
Endro e-lec'h e tispakfictional country Kemmañ
Enebet ouzhFellowship of the Ring Kemmañ
Ar strobineller Gandalf o talañ ouzh an Nazgûl
Unan eus an Nazgûl gwelet a-dost

An Nazgûl (eus nazg, "gwalenn" ha gûl, "tasmant, spered" e yezh du ar Mordor) 'zo tudennoù ijinet e bed Aotrou ar Gwalennoù, savet gant J. R. R. Tolkien. Er romant-se e vezont anavezet da gentañ evel ar "varc'hegerien zu" ha da-c'houde e vezont anvet "Speredoù ar Walenn", "an nav marc'heger" diouzh an dro, pe "an Nav" hepken. Aotrou ar Gwalennoù a ra anezhe "mevelien spontusañ Saoron". An hini zo en o fenn, anavet evel "Aotrou an Nazgûl" pe "Roue-sorser Angmar", a oa bet Roue Angmar e norzh Eriador. E fin an Trede oadvezh e oa kêr Minas Morgul o c'hreñvlec'h pennañ e digor rouantelezh Saoron, Mordor.

Nav den galloudus a oa anezhe, rouizion, sorserien, ha brezelourien. Kouezhet e oant e galloud Saoron abalamour d'ar gwalennoù a c'halloud en doa profet dezhe. Reiñ a raent ar galloud da welet traoù e bedoù diwelus d'an dud varvel[1] hag ur vuhez hir-hir met treuzfurmiñ a rejont anezhe tamm-ha-tamm e tasmantoù diwelus, mevelien liammet da c'halloud ar Walenn Nemeti ha dindan galloud Saoron. Etre bev ha marv emaint eta. Diwelus int nemet pa vezont o mantilli bras dindane. Gwisket e vezont e du penn-da-benn. N'int ket evit treuziñ an dour war-droad pe war varc'h.

En o ergerzhadegoù kentañ e veajont war varc'h. Diwezhatoc'h e nijont war gein euzhviled, deskrivet gant Tolkien evel "pterodaktilek". Ar spouron eo o arm pennañ a laka an holl da dec'het dirazo nemet ar speredoù kreñvañ. Armet int ivez gant klezoù eeun. Ouzhpenn-se e implijont kontilli eus Morgul evel ma ra an hini zo en o fenn pa glaskont tapout Frodo, douger ar Walenn. Ar re-se a dreuzfurm ar re gloazet gante e tasmantoù. En e emgann diwezhañ, Aotroù an Nazgûl a stourm gant Éowyn gant un horzh emgann.

Desachet int evel perc'henned ar gwalennoù gwanañ gant ar Walenn Nemeti.


Adkavout a reer an Nazgûl en aozadennoù niverus eus oberennoù Tolkien, en o mesk tresadennoù-bev, filmoù ha c'hoarioù-video, evel Middle-earth: Shadow of Mordor. Meur a spesad loened, en o zouez merien, ur spesad kresteneien, hag ur spesad gwesped arvevat, zo bet badezet gant o anv.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Tolkien, J. R. R., Christopher Tolkien (ed.), The Silmarillion, Boston, 1977, ISBN 978-0-395-25730-2, "Of the Rings of Power and the Third Age", p. 298