Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Elf (Douar-ar-C'hreiz)

Eus Wikipedia

An Elfed zo ur ouenn a ra hec'h annez e Douar-ar-C'hreiz, ur bed faltaziek savet gant J. R. R. Tolkien, pell en amzer dremenet. Disheñvel int diouzh an Dud hag ar Gorred rak divarvel int. Gwelet e vezont en An Hobbit, e The Lord of the Rings, ha dreist-holl e The Silmarillion.

Tolkien en deus savet an Elfed diwar menegoù e barzhonegoù kozh eus Europa an Norzh, en hensaozneg pergen. Ar re-se o deus lakaet Tolkien da daolennañ an Elfed evel boudoù bras, kenedus, arvarus, hag a vev el lec'hioù gwezek, o waregata. Tolkien en deus empentet yezhoù arveret gant an Elfed evel Sindarin ha Quenya.

An doare Elfed savet gant Tolkien a zo brudet-kenañ bremañ er C'hornôg hag e Japan. Deuet int da vezañ un elfenn diazez el lennegezh fantazi. Gwelet int bet e filmoù hag e c'hoarioù roll savet diwar oberennoù Tolkien.