Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Marilyn Monroe

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Marilyn Monroe (Norma Jane Mortenson pe Baker) a oa un aktourez stadunanat bet ganet d'ar 1añ a viz Even 1926 hag aet da anaon d'ar 5 a viz Eost 1962.

Ganet eo bet Monroe e Los Angeles, e Kalifornia. Goude ur bugaleaj paour ec'h euredas da 16 vloaz ha kregiñ a reas da labourat en ul labouradeg kirri-nij. Du-se e kejis ouzh ul luc'hskeudenner ha da labourat evel un diskouezerez-giz e krogas-hi. Meleniñ a reas he blev ha buan-buan e voe dizoloet gant greanterezh ar sinema. Kregiñ a reas da implijout añv-leur Marilyn Monroe e 1948 pa sinas he feur-emglev kentañ.

Dezhi a vezed o reiñ dreist holl perzhioù a gaerennoù yaouank hegredik met hoalus. Se a oa ar pezh a c'hortoze an arvesterien ha pa esaeas da c'hoari ur perzh liesekoc'h (evit skour e The prince and the showgirl) ne voe ket heuliet ganto.

Div wech ec'h euredas, gant ar sportour Joe DiMaggio ha goude gant ar skrivagner Arthur Miller. Dizimeziñ a reas digantañ avat e-pad treiñ he film diwezhañ The Misfits, a oa bet e senario skrivet gant Miller.

Da 36 vloaz eo marvet Marilyn Monroe en he zi e Los Angeles goude bezañ lonket un doenad kreñv a louzeier.

N’eo ket bet anavezet he zad ganti. Lakaet eo bet Norma en ur familh degemer un nebeud devezhioù war-lerc’h he ganedigezh. Dont a raio he mamm d’he gwelet ur wezh an amzer, diaes eviti derc’hel Norma geti dre m’he deus graet meur a chomadenn en ospital ar bred. Ur bugaleaj diaes-kenañ he deus bet ar plac’hig. He 7 vloaz kentañ a dremenas mat a-walc'h, he mamm kavet trawalc’h a argant geti evit desevel Norma, a zegemeras anezhi en-dro betek ma zafe en-dro d'an ospital. Neuze e voe Norma lakaet e meur a familh degemer disheñvel pe e tiez emzivaded. Un nebeud blezadoù war-lerc’h e c’houlennas Grace ur vignonez d’he vamm gward Norma, mont a reas Norma da veviñ gant Grace, he gwaz hag he bugale.

He fazioù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da 16 vlez e timezas Norma get Jim Dougherty, 5 blez brasoc’h egeti. Ur seurt eured kempennet get Grace e voe. Lidiñ a rejont o eured d’an 19 a viz Even 1942. Norma a grogas da vezañ emren, met pa grogas ar brezel e teuas Jim da vezañ Marin. Kavout a rae hir hec'h amzer heptañ. Ar vaouez a gavas labour: ober àr-dro an urzhioù-lamm en R. Planete CO. Du-se e voe Norma remerket get un tenner-poltriji evit poziñ evit ar c’hentañ bajenn eus « frank » ar gazetenn ganadian,d’ar 26 a viz Even 1945 ez eas er-maez ar gelaouenn, ar pezh a roas dezhi spi enni. Norma en em ginnigas e ti Jak anvet “Blue Book” eus Emmelin Snively. Dont a reas da vezañ meleganez dindan ali Emmeline hervez ar vaouez a roas un neuz “Flemmus” dezhi. Diaes e voe eviti kevrediñ he buhez santimantel hag e labour, goulenn a reas an disparti, a voe ofisializet d’an 2 a viz Here 1946. Dont a reas da vezañ Norma brudet, gwelet e voe anezhi e bep seurt kazetennoù. Miss Snively a aozas un emgav get Ben Lyon tutaer a vicher en 20th Century Fox (un embregerzh a brodu filmoù brudet meurbet) hag a aotreas un taol-esae dezhi, hervez ar paotr eo he leun a ferzhioù mat hag e c’hellfe ober ul labour vat, «sex-appeal» a oa enni. A-drugarez da Daryl Zanuck e voe lakaet Norma da siniñ ur c’hontrad. Roet e voe un anv nevez dezhi, ne voe ket mui anvet Norma Jeane met Marilyn Monroe, Marilyn en enor d’an aktorez Marilyn Miller ha choazet e voe Monroe get Norma dre ma oa anv he mamm-gozh. C’hoari a reas Marilyn rolioù bihan evit ar Fox, he c’hontrad ne voe ket adnevesaet. Siniñ a reas un esae d'ar 6 viz get "Colombia" e-lec’h ma c’hoarias rolioù eil renk e-barzh heuliadennoù B. E-pad an amzer-se e heulias kentelioù arz dramatikel ha distilh. Ur wezh echu he 6 miz e "Colombia" he voe Marilyn e dilabour, neuze ec'h asantas poziñ evit kazetennoù pe reportajoù poltriji èl an hini get Tom Kelley hag a reas ur reportaj hag a stroñsas an holl, un deiziataer e-lerc’h ma boze Marilyn en noazh.

Marilyn er sinema

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1950 e tibabas Groucho Marx anezhi evit c'hoari e-barzh “Love Happy” ur film amerikan c’hoariet gant David Miller ha Leo McCarey, hervez an dud he doa “bravañ revr ar vicher !”. Bevañ a reas gant Johnny Hyde un ajant pouezus e metoù ar filmoù, hervez ar brudoù e veze lâret e oant e karantez hag en doa Johnny, evel raktres eurediñ ganti, Marilyn ne asantas ket. Gouestlañ a reas Johnny, Marilyn evit ar film gant John Huston, “Asphalt Jungle” e ditl. Pa'z eas er-maez ar film e voe berzh-mat evit Marilyn. Ar "Fox" a ouestlas en-dro Marilyn hag e voe lañset he micher. Betek ma zafe er-maez stroñs an deiziater m' he doa pozet en noazh evit Tom Kelley e 1952. Goulenn a reas ar "Fox" diganti nac’hañ e oa-hi war ar poltriji. Nac’hañ a reas fichañ gevier d’ar publik, en em zisplegañ a reas gant “ezhomm am boa arc’hant”. Kemeret e voe an deiziataer evel un dra liboudennek, berziet e voe ar skignadur e stadoù'zo, hag e voe lakaet er-maez unan all e-lec’h ma voe treset dilhad war ar poltred orin.

E penn-kentañ 1952, e kejas ouzh Joe DiMaggio, idol ar base-ball. Eurediñ a rejont d’ar 24 a viz Genver 1954, Met Joe a voe lakaet diaes get Brud Marilyn, sell ar baotred warni, he dilhadoù atahin, hag e c’houlennas an disparti d’ar 27 a viz Here 1954. Marilyn a hunvree doc’h un tiegezh, bugale, ur vuhez normal. Ar pezh a zo diaes da unvaniñ get he labour evit ur plac’h a reseve tro-dro 250 goulenn eurediñ ar sizhun. Soñjal a rae Marilyn remediiñ doc’h he brud, mont a reas da New York evit heuliañ kentelioù an “Actor Studio” renet get Lee Strasberg. Un deskourez vat a oa-hi.

Amzerioù diaes evit Marilyn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c’houlz-mañ e veze gwelet Marilyn get Marlon Brando. Hag er memes-tro e krogas da zaremprediñ Arthur Miller, oberer reuzeudik, dimezet ha tad 2 vugel. Kaout a reas an disparti d'an 11 a viz Genver 1956, ha dimeziñ geti d’an 29 a viz Even 1956. Kemmañ kredenn a reas Marilyn hag e teuas da vezañ yuzev. An hañv 1956 tremenet en Amagansett a voe mare plijusañ ha eürusañ eviti eus he buhez a-bezh. E miz Gouere e tizoloas e oa dougerez, Marilyn plijet get ar soñj bout mammig, e voe he gwallerus anav eo ur faos-dougen. Beuzet e voe Marilyn Monroe en un ziwaskadenn, ha savetet e voe eus daou overdoz.

Micher skrivagner Miller a redie anezhañ d’ur zigenvez, e penn-kentañ asantet get e vaouez, hag àr lerc’h ur pennadig e tirenkas anezhi, neuze ec'h asantas c’hoari er film «Some like it hot». War ar bladenn-filmañ an holl a gav anezhi torr-penn get he froudennoù, hag he daleoù. E fin miz Kerzu e reas Marilyn ur faos-dougen arall, brud ar film “Some Like it Hot” ne reas mann ebet dezhi ha kenderc’hel a reas get he diwaskadenn. Krogiñ a reas ar c'hudennoù d’en em ziskouez en he c'houblad. E-pad filmañ ar film “Let’s Make Love” ur brud a zo àrnezhi emañ o taremprediñ get Yves Montand un aktor, kaner ha dañsour brudet er bed. Met gwiroc’h eo he doe ur bik-kalon evitañ met ne oa ket kemm-ouzh-kemm. E-pad filmañ “The Misfits” skrivet get Arthur Miller a-ratozh evit Marilyn, e voe o c’houblad en em diemprediñ. Dispartiiñ a rejont e miz Du 1960. Hag e voe ofisiel d’an 20 a viz Genver 1961. Heuliiñ a reas Marilyn en-dro un diwaskadenn, ober a reas ar vaouez meur a chomadenn en ur glinikenn, drougimplijiñ an alkol hag ar louzoù a reas Marilyn.

E penn-kentañ ar blezad 1962 e veze lavaret he doa Marilyn un istor karantez get Robert Kennedy, ur politikour. Ar pezh a roas startijenn dezhi, hag e voe c’hoariet geti ur film arall. Posupl eo he defe bet un istor get ar prezidant Kennedy.

Harzet e voe filmañ “Something got to give” e miz Even 1962, dre ma oa Marilyn skuizh-marv ha ne c’helle ket kenderc’hel get ar film. Ret e voe dezhi ha d’he mignon Dean Martin paeañ ur sammad arc’hant d’ar Fox evit torr ar c’hontrad.

Estreget aktorez ha diskouezerez-c'hiz e oa Marilyn, rak aktourez e oa ivez; kanet he deus war-dro 30 kanaouenn, "Do it Again", "When I Fall You" en o zouesk. Enrollet he deus sonennoù evit filmoù zo evel "Bye Bye Baby" er film "Gentlemen Prefer Blondes" pe c'hoazh "Specialzation" er film "Let's Make Me Love".

D’ar 5 a viz Eost 1962 beure e voe kavet Norma Jeane, lesanvet Marilyn Monroe, marv en he zi e Los Angeles. Douaret e voe Marilyn d'an 8 a viz Eost e “Westwood Memorial Cemetery” e Los Angeles.

Un nebeud bloavezhioù war-lerc'h he marv, klozet evel un emlazh, en deus bred-mezeg Marilyn, Ralph Greenson, roet bandennoù enrollet e-pad o emgavioù d'ar prokulor John Miner, evit ma rafe-eñ e enklask war marv Marilyn. Hervez an aotrou Miner e tiskouez ar bandennoù-se eo bet drouglazhet Marilyn, peogwir e oa leun a raktresoù resis evit he buhez : Lee Starsberg en deus roet arc'hant da Varilyn evit ma c'hoarife perzhioù gant Shakespeare. Hervez John e voe ouzhpennet sustañsoù a lakaas ar plac'h da gousket betek mervel. Met ne vo ket dalc'het soñj eus ar muntr dre m'eo bet nac'het gant mouezh Ralph Greenson bezañs an enrolladurioù.

Kanaouennoù enrollet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


"Ladies of the chorus" eus film Ladies of the Chorus" e 1948
"Every baby Needs a Da Da Daddy" eus film "Ladies of the Chorus" e 1948
"Anyone Can See I Love You" er film "Ladies of the Chorus" e 1948
"Kiss" eus film "Niagara" e 1953
"She Acts Like a Woman Should" e 1953
"When I fall In Love" e 1953
"A Fine Romance" e 1953
"Do It Again" e 1953
"Diamonds Are a Girl's Best Friends" er film "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
"Bye Bye Baby" er flm "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
" When Love Goes Wrong" er film "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
"Two Girls From Little Rock" er film "Gentlemen Prefer Blondes" e 1953
"The River Of Return" er film "River of No Return" e 1954
"One Silver Dollar" er film "River of No Return" e 1954
"I'm Gonna File My Claim er film "River of No Return" e 1954
"Down In The Meadow" er film "River of No Return" e 1954
"Lazy" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"You'de be surprised" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"Heat wave" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"A Man Chases a Girl" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"After You Get What You Want, You Don't Want It" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"There's No Business Like Show Business" er film "There's No Business Like Show Business" e 1954
"That Old Black Magic" er film "Bus Stop" e 1956
"I Found a Dream" er film "The Prince and the Showgirl" e 1957
"I Wanna be Loved By You" er film "Some Like it Hot" e 1959
"Runnin' Wild" er film "Some Like it Hot" e 1959
"I'm Thru With Love" er film "Some Like it Hot" 1959
"Some Like It Hot" er film "Some Like it Hot" 1959
"My Heart Belongs to Daddy" er film "Let's Make Love" e 1960
"Specialization" er film "Let's Make Love" e 1960
"Let's Make Love" er film "Let's Make Love" e 1960
"Incurably Romantic" er film "Let's Make Love" e 1960
"Happy Birthday, Mr President"


"The Shocking Miss Pilgrim" sevenet get George Seaton e 1947
"Dangerous Years" sevenet get Arthur Pierson, e 1947
"You Were Meant for Me", sevenet get Lloyd Bacon, e 1948
"Scudda Hoo! Scudda Hay!", sevenet get Hugh Herbert, e 1948
"Green Grass of Wyoming", sevenet get Louis King, e 1948
"Ladies of the Chorus", sevenet get Phil Karlson,e 1948
"Love Happy", sevenet get David Miller,e 1949
"A Ticket to Tomahawk" svenet get Richard Sale, e 1950
"Right Cross", sevenet get John Sturges, e 1950
"The Fireball", sevenet get Tay Garnett, e 1950
"The Asphalt Jungle", sevenet get John Huston,e 1950
"All About Eve", sevenet get Joseph L. Mankiewicz, e 1950
"Let's Make It Legal", sevenet get Richard Sale, e 1951
"Home Town Story", sevenet get Arthur Pierson, e 1951
"As Young as You Feel", sevenet get Harman Jones, e 1951
"O. Henry's Full House", sevenet get Henry Koster, e 1952
"Monkey Business", sevenet get Howard Hawks, e 1952
"Clash by Nigh", sevenet get Fritz Lang, e 1952
"We're Not Married!", sevenet get Edmund Goulding,e 1952
"Don't Bother to Knock", sevenet get Roy Ward Baker, e 1952
"Niagara", sevenet get Henry Hathaway, e 1953
"Gentlemen Prefer Blondes" sevenet get Howard Hawks, e 1953
"How to Marry a Millionaire", sevenet get Jean Negulesco, e 1953
"River of No Return", sevenet get Otto Preminger, e 1954
"There's No Business Like Show Business", sevenet get Walter Lang, e 1954
"The Seven Year Itch", sevenet get Billy Wilder, e 1955
"Bus Stop", sevenet get Joshua Logan, e 1956
"The Prince and the Showgirl", sevenet get Laurence Olivier, e 1957
"Some Like It Hot", sevenet get Billy Wilder, e 1959
"Let's Make Love", sevenet get George Cukor, e 1960
"The Misfits", sevenet get John Huston, e 1961
"Something's Got to Give" sevenet get George Cukor, e 1962


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.