Montenegro
| ||||||
Yezh ofisiel | Montenegreg (albaneg, serbeg, bosneg, kroateg) | |||||
Kêr-benn | Podgorica | |||||
Kêr-benn gozh ar roueed | Cetinje | |||||
Prezidant | Jakov Milatović | |||||
Kentañ Ministr | Milojko Spajić | |||||
Gorread – En holl – % dour |
13 812 km² n/a | |||||
Poblañs – Total (2003) – Stankted |
616,258 48.7/km² | |||||
Kenelioù | Montenegriz: 43% Serbed: 32% Bosniaked: 8% Albanianed: 5% Kroated: 1% Reoù all: 11% | |||||
Kan broadel | Oj, svijetla majska zoro (doare ofisiel) | |||||
Moneiz | Euro | |||||
Takad eur | CET (UTC +1) | |||||
Kompagnunezh aerzougen | Montenegro Airlines | |||||
astenn Internet | .me |
Republik Montenegro (montenegreg / serbeg: Crna Gora / Црна Гора, distaget Tsrna Gora, ['tsr̩naː 'ɡɔra]; albaneg: Mali i Zi) a zo ur republik er Balkanioù a-hed Mor Adria.
Hervez he bonreizh eo Montenegro ur «Stad demokratel, gwaredour hag ekologel».
Crna Gora a dalvez kement ha menez du, dre ma seblante teñval d'ar verdeerien menezioù an Alpoù dinarek gwelet eus ar mor, kement a goadoù don a oa dre eno gwechall. Merdeerien Venezia eo o deus brudet an anv-se dre o yezh, hag en un bern yezhoù eus ar bed eo gant an anv Montenegro — a dalvez menez du ivez — eo anavezet ar vro.
Ur referendom war dizalc'hiezh ar vro a oa bet dalc'het d'an 21 a viz Mae 2006. 55,5% eus ar voterien a oa savet a-du gant an disrann hag evel-se adsevel an dizalc'hiezh a oa da Rouantelezh Montenegro betek 1918. Evit bezañ degemeret an disoc’h gant Unaniezh Europa e ranke ar “ya” tapout tremen 55%, ha 50% eus ar voterien a zlee eztaoliñ o mouezh (86,3% o deus graet).
Embannet e oa bet an dizalc'hiezh gant ar Parlamant d'an 3 a viz Mezheven 2006 ha degemeret e oa bet ar stad nevez en ABU d'an 21 a viz Mezheven 2006.
Ar c'henelioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu dasparzh kenelioù ar vro hervez niveridigezh 2003:
- En holl: 620,145
- Montenegriz 267,669 (43.16%)
- Serbed 198,414 (31.99%)
- Bosniaked 48,184 (7.77%)
- Albanianed 31,163 (5.03%)
- Muzulmidi 24,625 (3.97%)
- Kroated 6,811 (1.10%)
- Rromed 2,601 (0.42%)