Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

La Paz (Bolivia)

Eus Wikipedia

La Paz, ent-ofisiel Nuestra Señora de La Paz (Itron-Varia ar Peoc'h) eo kêr-benn velestradurel Bolivia (en aymareg: Chukiyawu, e ketchwaeg: Chukiyapu). La Paz de Ayacucho zo un anv all anezhi. Er gêr-mañ emañ staliet gouarnamant ar vro. Trede kêr bobletañ ar vro eo, gant un istimadur a 816,044 annezad e 2020, hag an eil tolpad-kêr gant 1,8 milion a dud. Kêr-benn uhelañ ar bed eo, 3650 metr a-us gorre ar mor emañ.

Plasenn Murillo e La Paz

Diazezet e voe d'an 20 a viz Here 1548 gant ar c'honkistador Alonso de Mendoza war al lec'hienn inka Laja.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]