Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Lübeck

Eus Wikipedia
An Holstentor (“dor Holsten”), etre daou dour, un aspadenn eus mogerioù kozh kêr Lübeck.
An iliz-veur hag ar gêr gozh.

Lübeck zo ur gêr e hanternoz Alamagn, dezhi 211.541 a annezidi (e dibenn 2007). An eil kêr vrasañ eo e stad Schleswig-Holstein, goude Kiel.

Gwall dost eo Lübeck da harzoù land Mecklenburg-Pomerania ar C'hornôg ha, dre-se, e oa tost gwechall da vevenn Republik Demokratel Alamagn. Emañ e kember div stêr, ar Wakenitz hag an Trave, 17 kilometr diouzh ar mor. Travemünde, ur c’harter eus Lübeck en aber an Trave, zo ur porzh bras war ar Mor Baltel ma kaver linennoù bigi da vont da Sveden, Finland, Latvia hag Estonia.

Er Grennamzer e oa Lübeck unan eus kêrioù an Hansa, ur c’hevre kenwerzhel galloudus a unane kêrioù bras war aodoù hanternoz Europa. Abalamour da se e reer c’hoazh Hansestadt Lübeck (kêr eus an “Hansa”) eus Lübeck, e koun hec’h istor. Etre 1811 ha 1813 e oa bet aloubet gant armeoù Napoléon Bonaparte, ha pennlec’h an departamant Bouches-de-l'Elbe e oa. Savadurioù e-leizh a chom eus an amzer wechall, daoust d’an distruj a oa bet e-pad an Eil Brezel-bed, ha lakaet eo bet ar gêr gozh war roll Glad ar bed, gant an UNESCO, abaoe 1987.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.