Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Karlsruhe

Eus Wikipedia
Karlsruhe, gwelet eus an oabl, gant ar c’hastell e-kreiz.

Karlsruhe zo eus ur gêr eus Alamagn e stad Baden-Württemberg, tost da harzoù ar Stad C’hall. En em astenn a ra war 173,46 kilometr karrez ha poblet eo gant 284 163 a dud (Kerzu 2004). An eil kêr vrasañ eo e Baden-Württemberg ha ma vez dalc’het kont eus annezidi an tolpad-kêrioù ez eo an 21vet kêr vrasañ en Alamagn.

Emañ war ribl dehou ar stêr Roen, hag er c’hreisteiz dezhi emañ ar C’hoad Du (Schwarzwald). Abalamour m’emañ e traoñienn ar Roen eo klouar a-walc’h an amzer e Karlsruhe, e-skoaz kêrioù all Alamagn (10,7 °C well-wazh a-hed ar bloaz).

E Karlsruhe emañ sez Lez vonreizhel gevreadel Alamagn (Bundesverfassungsgericht), al lez-varn uhelañ er vro.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Karlsruhe gant :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.