Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ijinerezh aerlestrel

Eus Wikipedia
Load kenstrollañ pennañ Airbus, a-hed leurennoù aerborzh Toulouse-Blagnac

An ijinerezh aerlestrel zo ur vicher hag a laka e pleustr an teknologiezhioù da ijinañ, sevel hag implij a bep seurt mekanikoù gouest da nijal : kirri-nij dreist-holl, fuc'helloù, biñsaskelloù hag all dre studiañ teknikoù ha skiantoù ar merdeiñ en aer hag ar binvioù implijet.

An ijinerezh aerlestrel a labour da ijinañ ha sevel frammoù-kirri-nij ha biñsaskelloù, oc'h implij reolennoù an aernerzoniezh ha diazezoù mekanik an heverennoù hag an ijinerezh frammadrel. Ouzhpenn da se ec'h enframm ar c'hefluskerioù (kefluskerioù pebeilat, troelldazloc'herioù ha [[troellerlusker]ioù) er frammoù-se evit sevel ar c'hirri da nijal.

A-hend-all, an ijinerezh aerlestrel eo c'hoazh an hini a raktres an aerborzhioù, a ijin hag a laka da dreiñ ar rouedadoù treuzdougen aerlestrel, hag a fard dafar arbennik all e-giz armoù, loarelloù, aerlistri hag egorlistri.

Daoust m'eo diazezet ar labour-se war ar skiant e vez implijet gantañ lunelloù ha kentpatromoù, a vez amprouet e redoù-avel kalvezadel pe e an aergelc'h digor. Urzhiataerioù a vez implijet ivez.