Kelf (yezhoniezh)
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kelf pe pennrann (saoz: stem) evit komz eus un elfenn morfologel diazez a dalvez evit an deveradurezh yezhadurel.
Ur c'helf a c'hell bezañ kevatal d'ur wrizienn met n'eo ket dre ret dre ma c'hell ur c'helf bezañ liesvorfemek keit ha ma rank ur wrizienn bezañ unmorfemek, da skouer:
- Gwrizienn unmorfemek: Gwrizienn rik
- adwelomp
- Gwrizienn liesvorfemek: Kelf
- adwelomp
Er yezhoù dezrannel evel ar sinaeg e klot peurliesañ ar c'helf hag al lemma, da lâret eo stumm boas ur ger, da skouer dindan ar stumm a gaver da bennger en ur geriadur.
E yezhoù all avat ne vez ket kavet nemeur kelfoù implijet dreze o-unan evel gerioù boas (lemmaoù) pe gwezh ebet. morfemoù distag int, da skouer e spagnoleg
- Kelf diemren: tom-
- Keal semantikel: "kemer"
- da skouer: tomo « kemeran »