Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kaliforniom

Eus Wikipedia
Kaliforniom
BerkeliomKaliforniomEinsteiniom

Dy
Cf
Taolenn beriodek, Kaliforniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 98
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [251]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f10 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 28, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2, +3, +4
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 606,09 kJ/mol
2 : 1 160 kJ/mol
3 : 2 160 kJ/mol
Skin atomek 245 pm
Skin kenamsav 168 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 15,100 g/cm3
Teuzverk 900 °C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Kaliforniom
Kaliforniom

Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar c'haliforniom ; Cf eo e arouez kimiek, 98 e niver atomek ha 251,080 e dolz atomek.
An dekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

D'ar 27 a viz C'hwevrer 1950 e voe kevanaozet war-dro 5 000 atom eus izotop 245 an elfenn 98 e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Stanley Thompson, Kenneth Street Jr., Albert Ghiorso ha Glenn T. Seaborg dre skinata kuriom-242 gant kraoñelloù heliom (rannoùigoù α) en ur c'hiklotron bihan 1,50 m e dreuzkiz :

242 Cm + 4 He —→ 245 Cf + 1 n
96 2 98 0

Pevar neutron a voe ouzhpennet d'an c'huriom-242 a-benn kenderc'hañ Cf-245 hag un neutron diere.

En enor da Galifornia e voe roet an anv californium d'an elfenn 98.

An tri aktinid kent ar c'haliforniom (95Am, 96Cm ha 97Bk) a oa bet anvet e-keñver o amezeien e rann al lantanidoù (63Eu, 64Gd ha 65Tb a-getep) ; dre ma 'z eo an disproziom 66Dy al lantanid amezek d'an elfenn 98 ha ma talvez e anv kement ha "diaes da gaout" e talc'has ar skipailh d'an anv californium rak, emezo, "diaes e oa bet kaout Kalifornia ur c'hantved zo". D'ar 17 a viz Meurzh 1950 e voe embannet ar gavadenn[1].

Ur metal liv an arc'hant eo ar c'haliforniom ; blot a-walc'h eo evit ma c'hallfed e droc'hañ gant un lavnenn danav[2]. Pa vez er goullo e tro da vurezh e gwrezverkoù tommoc'h eget 300 °C.[2]
Gwarellek e vez ar c'haliforniom pa vez yenoc'h eget -222,15 °C ha kewarellek e vez pa vez tommoc'h eget -113,15 °C.

Hervez Glenn T. Seaborg[3] e c'haller diouganañ e vo perzhioù kimiek ar c'haliforniom par da re an aktinidoù all ha d'e amezeg al lantanid 66Dy.
Gorrek e koll 98Cf e lufr pa vez lezet en aer — ur gwiskad oksidenn CfO2 a vir ouzh an oksidadur a vont donoc'h er metal — ha buanoc'h pa vez mouest an aer.
Pa vez tomm e tazgwered ar c'haliforniom gant an hidrogen, an nitrogen hag an trenkennoù meinel (H2SO4, HCl, HNO3 pergen).

Ugent izotop eus ar c'haliforniom zo anavezet, eus 237Cf betek 256Cf.

Izotopoù stabilañ ar c'haliforniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
248Cf kevanaozet 333,5 devezh α244Cm
249Cf louc'h 351 bloavezh α → 245Cm
250Cf louc'h 13,08 bloavezh α → 246Cm
251Cf louc'h 898 bloavezh α → 247Cm
252Cf louc'h 2,645 vloavezh α → 248Cm

253Cf

louc'h

17,81 devezh

β-253Es
α → 249Cm
254Cf kevanaozet 60,5 devezh α → 250Cm

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bk-249 (+1n)→ Bk-250 -)Cf-250

Kaliforniom-250 a c'hall bezañ skinaatet gant neutronoù a-benn reiñ Cf-251 ha Cf-252.

  • Diwar amerikiom, kuriom pr blutoniom e c'haller kaout Cf-249 ha Cf-252.
  • Dre ma c'hall an izotop Cf-252 bannañ betek 100 milmilion (1011) a neutronoù bep eilenn e-pad 2,6 vloavezh e vez arveret evel dinoer elfennoù skinoberiek er greanterezh, hag er vezegiezh evit klask pareañ lod stummoù eus krankr an empenn ; implijet e vez ivez evit dinoiñ glebor, frailhoù ha daskrign en aerlistri[4].
  1. (en) THOMPSON Stanley G. & STREET K. Jr. & GHIORSO Albert & SEABORG Glenn T., Element 98 (27/02/1950), University of California Liamm (skin)oberiant 12 MEU 13
  2. 2,0 ha2,1 (en) HOBART David E. & PETERSON Joseph R., The Chemistry of the Actinide and Transactinide Elements, Springer-Verlag, New York, 2006, (ISBN 978-1-4020-3555-5)
  3. The Merck Index
  4. MARTIN R.C. & KNAUER J. B. & BALO P. A., Production, distribution and applications of Cf-252 neutron sources, Oak Ridge National Laboratory, 2000, Science Direct (en) Liamm oberiant 12 MEU 13

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok