Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Göteborg

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Göteborg e Sveden

Göteborg (distaget /ˌjœtəˈbɔrj/ e svedeg) eo an eil kêr vrasañ e Sveden, gant 484 106 a annezidi (e 2006). Krouet e voe ar gêr e 1621, ha talvezout a ra hec’h anv kement ha "kreñvlec’h Götaland", diwar anv ar vro tro-dro a gomprener alies evel "bro ar C'hoted".

Bras eo pouez ar greanterezh eno (labouradegoù Volvo ha SKF), ha porzh-mor brasañ Sveden eo ivez.

Krouet e voe Göteborg e 1621 gant ar roue Gustaf II Adolf, a soñje dezhañ e oa pouezus da Sveden kaout ur porzh bras war aod kornaoueg ar vro, etre Norvegia ha Danmark (stag e oa proviñsoù kreisteiz al ledenez ouzh Danmark en amzer-se). E-kreiz ar gêr gozh eo niverus ar c’hanolioù a voe treset gant ijinourien galvet eus an Izelvroioù er XVIIvet kantved. En XVIIIvet hag en XIXvet kantved e kreskas kalz ar porzh, gant kenwerzhourien eus Bro-Saoz, Bro-Skos hag Alamagn.

Ur rouedad stêrioù ha kanolioù a liamm Göteborg ouzh kêr-benn Sveden, Stockholm, a-dreuz ar vro, dre al lennoù Vänern ha Vättern.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.