Ascension
Neuz
Ascension
Deiziad krouiñ | 1815 |
---|---|
Anv berr | 🇦🇨 |
Anvet diwar | Yaou-Bask |
Kan broadel | God Save the King |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Kêr-benn | Georgetown |
E tiriad | Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 |
War ribl | Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | 7°57′0″S 14°21′0″W |
Penn ar Stad | Lisa Honan |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1501 |
Kod-post | ASCN 1ZZ |
Lec'hienn ofisiel | https://www.ascension.gov.ac |
Domani internet | .ac |
Banniel (deskrivadur) | flag of Ascension Island |
Araogenn bellgomz ar vro | +247 |
Maritime identification digits | 608 |
Arouezenn Unicode | 🇦🇨 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Ascension Island |
Enez Ascension (Ascension Island e saozneg) a zo un enezenn er Meurvor Atlantel ar Su, war-dro 1 600 km diouzh aodoù Afrika ha 2 250 km diouzh aodoù Amerika ar Su, hag ivez unan eus an teir lodenn, kevatal o galloud, hag a ya d'ober Tiriad tramor Saint Helena, Ascension ha Tristan da Cunha e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet.
Emañ Ascension 1 300 km er gwalarn da Saint Helena enezenn bennañ an tiriad. Georgetown eo anv ar gêr-benn, ha war-dro 880 den en holl a zo o vevañ war an enez a zo 88 km² dindani. Anvet eo Ascencion dre ma oa bet kavet deiz Yaou-Bask pe "Asañsion" e 1503 gant ar merdead portugalat Alfonso de Albuquerque.