Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Daked

Eus Wikipedia
Delwennoù Daked e Bolz Kustentin, e Roma.
Tachenn Dacia e 82 kent JK, da vare Burebista.

An Daked (latin: Daci ; gresianeg: Dákoi pe Dákai) a oa ur bobl indezeuropek a oa o vevañ e Dakia (Roumania hiziv). Ar meneg kentañ eus an Daked a voe graet gant ar Romaned. Hervez lod eus an istorourien e oant ur skourr eus pobl an Draked, pe d'an nebeutañ e oant kar dezho.

O vevañ e oant e Dakia, e reter Europa, gant ar Mor Du er reter hag an Danav er c'hreisteiz. En em astenn a rae o bro war ar pezh a zo bremañ Roumania ha lodennoù eus ar broioù amezek. Kaozeal a raent dakeg, ur yezh kar da hini an Draked, gant levezonoù pobloù all, evel ar Gelted pe ar Skited[1].

War-dro daou vilion a Zaked a oa moarvat. Da lavaret eo e oa unan eus pobloù bras Europa en amzer-hont, an eil vrasañ marteze goude ar Romaned. D’ar mare-se e veze un dekvedenn eus ar boblañs o servijañ an arme : neuze e vije bet 200 000 soudard en armeoù an Daked.

E 106 e voe aloubet Dakia gant ar Romaned. Gant an impalaer Trajan e voe diblaset pe skarzhet 150 000 eus an Daked. Ar re a chomas en em veskas gant ar Romaned hag a zegemeras o yezh, al latin. E-pad kantvedoù e voe graet ‘’Valaked’’ eus o diskennidi, ur ger hag a zo kar moarvat d’ar gerioù “Gall” pe “Wales”, hag a veze implijet gant o amezeien da envel romanegerien ar Balkanioù. N’eo nemet adalek an XIXvet kantved e voe graet gant ar gerioù Roumaned ha Roumania evito.

Daoust ha diskennidi d’an Daked eo ar Roumaned hiziv ? N’emañ ket an holl istorourien a-unan war ar poent-se, met an dra-se eo ar soñj a zo gant pennoù Roumania ha peurvuiañ e sav ar braz eus an istorourien estren ganto. En hengounioù Roumania, en doareoù-bevañ, er boued, en dilhad, er yezh… e kaver aspadennoù eus amzer an Daked.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Encyclopædia Britannica Online (in saozneg). Britannica.com.