Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Bus stlennegel

Eus Wikipedia


Un hollad ereoù alvezel (funioù pe forzhioù amredoù kevanek) e c'hell lies aveadurioù periantel korvoiñ ent boutin da gehentiñ kenetreze eo ur bus stlennegel. Pal ar bus eo izelaat niver a forzhioù implijet da gehentiñ o voutinañ ur forzh roadennoù nemetken. "Hent tizh ar roadennoù" e vez graet anezhañ a-wechoù.

Pa vez al linenn implijet gant daou barzh periantel da gehentiñ kenetreze e vez graet anezhi "porzh periantel" (porzh a-steud, porzh a-stur...).

Aroueziadurioù ar bus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezverket e vez ar bus gant niver ar stlennoù treuzkaset ent diaser. Klotaat a ra an niver-se (e bitoù) gant niver a linennoù alvezel a ra d'ober ar bus hag e vez treuzkaset ar roadennoù gante ent diaser. Ur bus 32 linenn dezhañ a c'hell neuze treuzkas stlennoù a-stur war an 32 linenn. Niver a linennoù a ra d'ober ledander ar bus.

Dezverket e vez ur bus ouzhpenn gant e dalm (e Hertz) eleze niver duilhioù (pe pakadoù) roadennoù degemeret pe kaset dre eilenn. Graet e vez kor (pe amzervezh) eus pep treuzkas pe degemer roadennoù. Evel-se e c'heller anavezout kas uc'hek ur bus (pe feur treuzkas uc'hek), eleze ar c'hementad roadennoù e c'hell dezougen ur bus dre unanenn amzer, o lieskementiñ e ledander gant e dalm.

Ur bus a zo e ledander 16 bit hag e dalm 133 Hz a zo e gas :

pe

pe

Aozañ ar bus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aozet e vez ur bus gant un hollad a 50 pe 100 linenn alvezel e c'heller rankañ anezhe e tri is-rummad talvoudus :

  • Ar bus ennegoù arveret da dreuzkas an ennegoù ("addresses") memor e fell d'ar c'hewerier haeziñ dezhe da lenn pe skrivañ roadennoù. Ur bus unank eo.
  • Ar bus roadennoù a dreuzkas an ditouroù o tont pe da vont eus pe d'ar c'hewerier. Ur bus daouank eo.
  • Ar bus reoliñ a dreuzkas an urzhiadoù (pe arc'hadoù) hag an arhentoù goubredañ ("synchronization signals") o tont eus an unvez lankañ hag o vont d'ar parzhioù periantel. Ur bus daouank eo.

Ar busoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh un urzhiataer e c'heller desellout daou rizh bus :

  • Ar bus reizhiad pe bus diabarzh ("frond-side bus" e saozneg). Kevaraezañ a ra d'ar c'hewerier da gehentiñ gant memor greiz an urzhiataer (ar vemor vresk pe RAM).
  • Ar bus askouezh pe bus enankañ/ec'hankañ a ro an tu da barzhioù an urzhiataer da gehentiñ an eil re gant ar re all (kantennoù kalet, porzh USB, porzh a-steud...). Galloud a reer ouzhpennañ trobarzhelloù nevez oc'h arverañ kennaskerioù askouezhañ ("slots") kennasket ouzh ar bus enankañ/ec'hankañ.