lez
Neuz
Brezhoneg
- anv-kadarn 1 :
- Dont a ra eus ar ger keltiek *lets-, deveret eus an anv-kadarn *letos « kostez » en deus roet led e brezhoneg. Kar d'an anv-gwan ledan.
- Da geñveriañ gant ar ger leis « morzhed » en iwerzhoneg.
- anv-kadarn 2 :
- Kavet en henvrezhoneg lis « ti-annez kloz, porzh » ; dont a ra eus ar ger keltiek *φlisso-[1].
- Da geñveriañ gant ar gerioù llys e kembraeg, lys, les e kerneveureg ha lios en iwerzhoneg.
Anv-kadarn 1
lez /ˈleːs/ benel (daouder : divlez ; liester : lezioù)
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- alamaneg : Hüfte (de) benel
- arabeg : وَرِك (ar) (warik) gourel
- euskareg : aldaka (eu)
- galleg : hanche (fr) benel
- gresianeg : ισχίο (el) (iskhío) nepreizh
- italianeg : anca (it) benel
- iwerzhoneg : cromán (ga) gourel , corróg (ga) benel
- kembraeg : clun (cy) benel
- kerneveureg : klun (kw) benel
- luksembourgeg : Hëft (lb) benel
- nederlandeg : heup (nl) benel
- okitaneg : anca (oc) benel
- poloneg : biodro (pl) nepreizh
- romañcheg : chalun (rm) gourel
- saozneg : hip (en)
- spagnoleg : cadera (es) benel
- vietnameg : hông (vi)
Anv-kadarn 2
lez /ˈleːs/ benel (liester : lezioù)
- Lec'h annez ur roue, ur priñs, un aotroù hag e goskor
- Ar glaouer neuze ne voe ket pell evit mont d'al lez, great e zonj gantan : [...]. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 75.)
- Hollad an dud a vev en-dro d'ur roue, d'ur priñs
- (Gwir) Lec'h ma vez rentet ar justis ; lez-varn
Deveradoù
Anv-kadarn 3
lez /ˈleːs/ gourel (liester : lezoù)
- (diwar-benn ar mor, ar stêrioù) Glann, ribl
- war lez ur valaneg vras, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/2, Al Liamm, 1985, p. 39.)
- lez ar stank: glann ar stank
- lez ar stêr: glann ar stêr
- (diwar-benn ar c'hoadoù) Bevenn
- lez ar c’hoad
- e lez udb, war lez udb
Deveradoù
Furm verb
lez /ˈleːs/ gourel
- Furm ar verb lezel e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Furm ar verb lezel en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- Lez anezhi da ouelañ.
- « Lez-hi, me a droc’ho diou wech kement hag hi. »— (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 210.)
- Lez da sac'h aze ha kerzh kuit. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 202.)
- — Lez da votou eta en ti plouz aman. [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 53.)
- An hini a ya da foar Vikael a lez e verenn e kêr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 323.)
- Kerc'heiz a lez pesk bihan
A zebr melc'hwedenn d'he c'hoan.
- Petra a ya e kêr hag a lez e doull er gêr ? — An alc'hwez. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 331.)
Roll an daveoù :
- [1] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée 2003, p. 460.