eben
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-gwan perc'hennañ "he" hag ar ger "ben".
- Testeniekaet en krennvrezhoneg (he-ben).
- Meneget er C'hatolikon (eben).
Raganv
- An hini all (pa gomzer eus un anv gwregel/benel).
- Kenteliou fur an daou zen santel-ze a yeas ken doun er c'halonou, ma treuzont ar c'hantvejou o tremen divlam eus eur remzi d'eben, evel eun tan sakr, atizet bep sul gand sarmoniou pastored ar barrez. — (Klaoda ar Prad, Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan, Sant-Brieg, 1907, p. 2.)
- Ul loer a zo war un tu gin hag eben a zo war an tu mat, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 331.)
- Eben a veze da zisfiziout dirazi. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 178.)
- an eil hag eben (gwelout ivez an eil hag egile).
- an eil ... eben (gwelout ivez an eil ... egile)..
- eben all
- Sell pegen gwriziennet eo brankoù ar wezenn-mañ e brankoù eben all, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 211.)
- bezañ eus an eil ostaleri d'eben : mont eus an eil d'eben
- An ôtro person a oa tri miz zo eus an eil leur d'eben hag eus an eil ti d'egile, [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 152.)
- Ne oa ket gwell dezhañ chom er gêr evit bezañ evel-se eus an eil ostaleri d’eben ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 202.)
- bezañ eus an eil solier d’eben: o kousket enne, bezañ hep ti nag aoz,
- Hemañ a oa eus an eil solier d’eben, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 481.)
- lavarout udb an eil d'eben
- Ha ma laro an eil d’eben, SBI 2/236
- mont eus an eil kaoz d'eben, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 358.), — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 129.)
- labourat eus an eil sklêrijenn d’eben : adalek goulou-deiz betek ar serr-noz
Troidigezhioù
Alamaneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat en alamaneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Adverb
eben /ˈeːbən/