Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

an eil ... egile

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Troienn savet gant an eil hag egile.

Troienn raganv

an eil ... egile ; benel : an eil ... eben (pa vez kaoz eus daou anv benel);

  1. an eil egile
  2. an eil hag egile
  3. nag an eil nag egile
  4. gant un araogenn etreze
    an eil d'egile
    diouzh:
    dreist
    • [...]
      An avaloù ruz-marellet.
      A ruilh gant ar bantenn,
      An eil dreist egile
      [...].
      — (Añjela Duval, Anjela Duval Eil embannadur reizhet, Mignoned Anjela 2005, p. 178.)
    en
    eus
    • Kas ub, mont, eus an eil penn d'egile d'ar bed
    • M’az pije gwelet anezhañ o vont eus an eil tu d’egile d’an hent, TBP
    evel
    evit
    an eil gant egile
    goude
    ouzh
    war-lerc'h
    … un itron gaer evel ur briñsez hag un aotrou ganti o vont hag o tont dre ar c’hoad en ur redek war neuz c’hoari an eil war-lerc’h egile, BUBR 37/81. Skouer tennet eus Buhez Breiz, o venegiñ un arroud eus « Buez Sant Miliau »
  5. ober udb eus an eil korn (penn, tu) d'egile:
    • Goude m’o devoe furchet an archerien jardin an eskopti eus an eil korn d’egile hag an eskopti eus an nec’h d’an traoñ, — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 20.)
    • Ar zoudarded a en em lakeaz da c'houillia ha da furcha kement tra a ioa enn ti, euz an eil penn d'egile, euz an neac'h d'an traon ; [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 278.)
  6. bezañ eus an eil ti d'egile, eus an eil tu d'egile:

Troiennoù