Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

amann

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Da geñveriañ gant ymenyn e kembraeg, aman (stroll) e kerneveureg, imb e heniwerzhoneg.
Deuet eus ur ger keltiek *amben, a zeufe eus un henstumm indezeuropek *h₃engʷ-en, peurheñvel ouzh unguen « tret, ongant » e latin, Anke « amann » en alamaneg Suis, anctan « amann » e henbruseg.[1]

Anv-kadarn

amann /ãˈmãnː/ gourel strollder (unander : amanenn)

  1. Boued druz tennet eus dienn al laezh dre e ribotat.
    • amann sall : holenn ennañ.
    • amann fresk: nevez c'hraet; amann kozh : ha n'eo ket fresk
    • amann kalet, gwak, tanav, melen...
    • amann disall, dous, gwerc'h: hep holen
  2. Ur begad amann, un ivinad, ul livadenn amann, ur podad amann
  3. bara-amann, bara hag amann: tammoù bara gant amann warno.
  4. blaz, c'hwezh, zo gant an amann:

Distagañ

Stummoù all

amanenn, amonenn


Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :

  • [1] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 32.