Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Ҷумҳурии Тоҷикистон
Djoumhourii Todjikiston
Banniel Tadjikistan Ardamezioù Tadjikistan
Banniel Tadjikistan Ardamezioù Tadjikistan
Kan broadel Surudi milli
Yezh ofisiel tadjikeg
Kêrbenn Duchanbe
Prezidant Emomali Rac'hmonov
Kentañ ministr Akil Akilov
Gorread
 – En holl
 – % dour

 143,100km&sup2
 0.3%
Poblañs
 – Hollad (2003)
 – Stankder ar boblañs

 6,863,752
 48/km2;
Dishualded broadel
 –
dispartiet diouzh an Unaniezh Soviedel
  d'an 9 a viz Gwengolo 1991
Moneiz Somoni tadjikistan
Kod pellgomz 992
Kod war ar c'henwiad .tj

Republik Tadjikistan (e tadjikeg Тоҷикистон), bet anavezet a-raok evel Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan, a zo ur vro e Kreiz Azia. Bevennoù en deus Tadjikistan gant Afganistan, Sina, Kirgizstan hag Ouzbekistan.

Bez ez eus bet tud o vevañ en douaroù a reer Tadjikistan oute hiziv abaoe 4.000 a-raok Jezuz. Dindan beli meur a impalaeriezh eo bet ar vro a-hed an amzer, met dreist-holl dindan galloud Persia. Degaset e oa bet an islam da Dadjikistan gant an Arabed er 7vet kantved. War-lerc'h an Arabed e teuas ar Samanided, hag a oa trec'h warne ivez da heul an Durked. Ar Vongoled eo en em ziazezas er vro er fin ha dont a reas Tadjikistan ul lodenn eus emirelezh Buc'hara.

En 19vet kantved ez eas Impalaeriezh Rusia war ledanaat e Kreiz Azia ha kouezhañ a reas Tadjikistan dindan he beli. Goude ma oa bet skarzhet an Tsar e 1917, e stourmas an Dadjiked en aner a-enep ar Volcheviked o klask menel ur vro dieub.

Da gentañ penn e voe lakaet Tadjikistan asambles gant Ouzbekistan e Republik Sokialour Soviedel Emren Tadjikistan en Unaniezh Soviedel, met war-lerc'h e teuas da vezañ ur Republik Emren da vat e-unan-penn.

Er bloavezhioù 1970 e stourmas strolladoù islamour kuzh a-enep an Unaniezh Soviedel met ne grogas ket ar stourm-se da vat a-raok 1990. E 1991 e voe echu gant an Unaniezh Soviedel ha Tadjikistan a zisklêrias e oa anezhañ ur vro dishual.

Diouzhtu war-lerc'h e tarzhas ur brezel diabarzh.

Dilennet e voe Emomali Rac'hmonov e penn ar vro hag hemañ an hini eo a gendalc'h er post-se hiziv c'hoazh.

Dalc'het e oa bet ur vouezhiadeg e 1999 met ar strollad a gollas a zisklêrias e oa fall an disoc'hoù pa voe addilennet Rac'hmonov kazi a-unvouezh.


Politikerezh

kemmañ

Ur brezel diabarzh a grogas kazi diouzhtu ma oa bet tapet gant Tadjikistan e zishualded diouzh an ez-Unaniezh Soviedel. En holl, diouzh ar 400.000 a Rused a oa o vevañ er vro d'ar c'houlz-se, 25.000 a dec'has kuit da Rusia. Aet e oa bet an traoù war sioulaat da geñver 1997 pa grogas ur gouarnamant kreiz da zont war wel.

Ur Republik eo Tadjikistan ha dalc'het e vez mouezhiadegoù eno evit dilenn ar prezidant hag ar breujoù.

Trubulhoù a vez gwall alies etre ar strollad a zo gantañ ar galloud hag ar strolladoù all met menel stabil a-walc'h a ra an traoù memestra.


Rannvroioù

kemmañ

Teir rannvro (unander: viloyat, liester: viloyatho) ez eus e Tadjikistan (gant he c'hêr-benn da heul):

  • C'hatlon (Qurghonteppa)
  • Sughd (C'hujant)
  • Karotegin (Kofarnihon)

Bez ez eus ur rannvro emren (viloyati mukhtor):


Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn Tadjikistan

Ar riez vihanañ e Kreiz Azia eo Tadjikistan hag ouzhpenn-se n'en deus tamm arvor ebet. Treuziñ ar vro a ra ar menezioù Pamir ha tremen an hanter eus ar vro a zo uheloc'h evit 3.000m a-us da live ar mor. Talvezout a ra ar stêrioù Amu-Darya ha Pyanj da verkañ ar bevennoù gant Afganistan.

Tost da 1% eus gorread ar vro a zo goloet gant lennoù:

  • Kuli Sarez
  • Obanbori Norak
  • Qarokul
  • Shorkul
  • Yashilkul
  • Zorkul

En norzh emañ merket ar vevenn gant ar menezioù Treuz-Alay hag er Su gant ar menezioù Karakoram.

Armerzh

kemmañ

A-ziwar an holl vroioù eus an ez-Unvaniezh Soviedel ez eo Tadjikistan an hini baourañ hag ouzhpenn-se emañ renket e-touez broioù paourañ ar bed-holl ivez. N'eo ket gwall stabil armerzh Tadjikistan rak ne vez gwerzhet gantañ nemet kotoñs hag [aluminiom]].

Ur barrad sec'hor kriz a oa bet hag e 2001 e tisklêrias ar Groaz Ruz e oa poblañs Tadjikistan en arvar da vervel gant an naon.

Poblañs

kemmañ

7.011.556 a dud a zo e Tadjikistan (2004). En o zouez ez eo an darn vrasañ dioute Tadjiked, met kalz a Ouzbeked ez eus ivez hag un niver bihan a Rused. Mont a ra war izelaat an niver a Rused eno avat dre ma tistroont muic'h-mui da Rusia.

Sevenadur

kemmañ

Tadjikeg eo yezh ofisiel Tadjikistan met implijet e vez c'hoazh ivez ar [[[rusianeg]] dresit-holl evit ar c'henwerzh. Klasket eo bet ivez glanaat ar yezh dre implijout muic'h-mui a c'herioù a-orin persek hag en ur skarzhañ reoù all o tont eus an arabeg.

Daoust ma'z eo ur vro baour anezhi, e oar hogozik an holl dud (98%) lenn ha skrivañ. Brudet e veze Tadjikistan da vare an Unaniezh Soviedel evit e c'hoariva hag evit e skrivagnerion.

Muzulmiz eo an darn vrasañ eus an Dadjiked hag aet eo an islamouriezh war gresk er bloavezhioù diwezhañ. Sunnied eo an lodenn vrasañ, met kalz a Chiited ez eus ivez.

Liammoù ez eus bet a-gozh etre Tadjikistan hag ar sevenadur persat hag anavezet ha brudet eo er vro ar skrivagnerion a Bersia evel Ibn Sina, Firdausi, Rudaki pe c'hoazh Omar C'hayyam.

Tud dibar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ