Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Belarus (belaruseg: Беларусь, lizherenneg latin ispisial Łacinka: Biełaruś; ruseg: Беларусь, Белору́ссия), pe Rusia wenn gwechall (un droidigezh eus an anv), ent-hir Republik Belarus, a zo ur vro eus reter Europa. Harzoù he deus gant Rusia war-du ar reter, gant Polonia war-du ar c'hornôg, gant Ukraina, war-du ar su, gant Lituania ha Latvia war-du an norzh. Minsk eo he c'hêr-benn. Ar c'hêrioù pennañ arall a zo Brest, Grodno, Gomel, Mahilioŭ, Vitebsk ha Bobruisk. Unan eus an div vro tizher ar muiañ gant Gwallzarvoud Tchernobil eo.

Рэспубліка Беларусь
Республика Беларусь

Republik Belarus
Banniel Belarus Skoed-ardamez Belarus
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Ar stad evit ar bobl
Kan broadel: Мы, беларусы
("Ni, Byelarused")
Lec'hiadur Belarus
Lec'hiadur Belarus
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Minsk
55°55′N 27°33′E
Yezh(où) ofisiel Belaruseg
Ruseg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Alyaksandr Loukachenka (Аляксандр Лукашэнка)
 - Kentañ Ministr Roman Golovchenko (Раман Галоўчэнка)
Gorread
 - Hollad 207,600 km² (85)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - niveradeg 2012 9,463,000
 - Stankter 45,6/km² (142)
PDK (PGP) 2010 (istimadur)
 - Hollad $131,201 miliard (64)
 - Keidenn $13 909 (78)
FDD  (2004) 0.794 (kreiz) (67)
Moneiz Roubl Belarusat (BYR)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .бел .by
Kod pellgomz +375

Melestradur

kemmañ
 
Proviñsoù Belarus

Un aozadur melestradurel eus ar marevezh soviedel he deus miret Belarus. Disrannet eo he zachenn e c'hwec'h proviñs ("voblasts") hag a denn o anv eus o c'hreizenn velestradurel. Ur statud ispisial he deus kêr Minsk ha n'emañ e proviñs ebet. E raionoù e vez disrannet ar proviñsoù. Kuzulioù ar raionoù a vez dilennet gant o annezidi met gant ar broviñs e vez anvet o galloud ober. Ar memes tra zo gwir evit ar proviñsoù a zo dilennet o farlamant tra ma vez dilennet o galloud-ober gant ar gouarnamant.

Roll proviñsoù Belarus

kemmañ
  1. Minsk (kêr-benn)
  2. Voblast Brest (Brest)
  3. Voblast Homiel (Homyel)
  4. Voblast Hrodna (Hrodna)
  5. Voblast Mahilyow (Mahilioŭ)
  6. Voblast Minsk (Minsk)
  7. Voblast Vitsebsk (Vitsebsk)

Liammoù diavaez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Belarus er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Mediaoù

kemmañ

Lec'hiennoù ofisiel

kemmañ