Louiziana
Louiziana[2] a zo ur Stad e su ar Stadoù-Unanet, war lez kleiz ar stêr Mississipi ha war ribloù Pleg-mor Mec'hiko er su. 31vet stad brasañ SUA eo, hag ar 25vet brasañ e-keñver e annezidi (4 684 333 e 2017[3]). Baton Rouge eo e gêr-benn hag Orleañs-Nevez e gêr vrasañ. Brudet eo da vezañ ur vro ma komzer galleg, met bihan eo niver ar c'hallegerien.
| |||
Lesanv : Bayou State, Child of the Mississippi, Creole State, Pelican State, Sportsman's Paradise, Sugar State | |||
Sturienn : Union, justice, and confidence | |||
Lec'hiadur e Stadoù-Unanet Amerika
| |||
Kêr-benn | Baton Rouge | ||
Kêr vrasañ | New Orleans[1] | ||
Gouarnour | John Bel Edwards (D) | ||
Senedourien | Bill Cassidy (R) John Neely Kennedy (R) | ||
Yezh(où) ofisiel | de jure: hini ebet de facto: saozneg, galleg ha kastilhaneg | ||
Gorread | 134,382 km² (31añ) | ||
• Douar | 112,927 km² | ||
• Dour | 21,455 km² (16%) | ||
Poblañs (bloaz 2000) | |||
• Poblañs | 4 670 724 (2015) (22l) | ||
• Stankter | 35 /km² (22l) | ||
• Korvoder dre diegezh | {{{MedianHouseholdIncome}}}; ({{{IncomeRank}}}) | ||
Degemeret en Unaniezh | |||
• Deiziad | 30 a viz Ebrel, 1812 | ||
• Urzh | 18vet | ||
Gwerzhid-eur | Central: UTC-6/-5 | ||
Ledred | 29°N da 33°N | ||
Hedred | 89°K da 94°K | ||
Hirder | 210 km | ||
Ledander | 610 km | ||
Uhelder | |||
• Lec'h Uhelañ | Driskill Mountain | ||
• Uhelañ | 163 m | ||
• Krenn | 30 m | ||
• Izelañ | -2.5 m | ||
Berradurioù | |||
• USPS (post) | LA | ||
• ISO 3166-2 | US-LA | ||
Kenrouedad | www.louisiana.gov |
E parrezioù eo rannet ar stad, pa eo rannet e kontelezhioù stadoù stadunanat all.
Orin e anv
kemmañDont a ra e anv eus ar galleg Louisiane (distagadur: /lwizjan/) roet da gornad-bro delta ar Mississippi gant an argerzhour gall René-Robert Cavelier de La Salle e 1682 pa embannas (hep aotre an annezidi amerindian) e oa perc'henniezh ar roue gall Loeiz XIV.
Alese an anvioù Lwizyàn e kreoleg Louiziana ha Louisiana e saozneg (distagadur IPA /luːˌiːziˈænə/ pe /ˌluːziˈænə/).
Yezh
kemmañAr saozneg a vez komzet gant an dud. Hervez niveradeg 2010 e oa 3,45 % eus an dud a gomze galleg, kreoleg pe cajun, pa oant 4,79 % en 2000, e-skoaz 3,30 % a gastilhanegerien.
E 2023 eo bet digoret ar skol dre soubidigezh kentañ e galleg cajun, e-kreiz takad ar meuriad indian Pointe-au-Chien.
Istor Louiziana
kemmañErgerzhet e oa diazad ha delta ar Mississipi gant René-Robert Cavelier de La Salle e 1682. Diazezet e oa Biloxi gant Pierre Le Moyne d'Iberville e 1699. Diwezatoc'h e teuas da vezañ kêr-benn kentañ Louiziana.
Gwelet ar pennad Prenadenn Louiziana.
Douaroniezh
kemmañUr vro blaen eo Louiziana. Un hin istrovanel c'hleb he deus, gant hañvoù hir, tomm ha gleb ha goañvoù berr ha klouar.
Amezeien
kemmañEr c'hornôg emañ Texas, en hanternoz Arkansas, er reter Mississippi ha pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz.
Kêrioù Louisiana
kemmañKêrioù | Annezidi e 2010 | Annezidi e 2013 | Emdroadur 2010-2013 | |
1 | Orleañs-Nevez | 343 829 | 378 715 | +10,1 % |
2 | Baton Rouge | 229 553 | 229 426 | 0,0 % |
3 | Shreveport | 218 021 | 200 327 | +0,5 % |
4 | Lafayette | 120 623 | 124 276 | +3,0 % |
5 | Lake Charles | 71 993 | 74 024 | +2,8 % |
Liammoù diavaez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ U.S. Census (2006). Estimates of post-Katrina populations. census.gov.
- ↑ Geriadur Hemon, 1993; Geriadur Hemon-Huon, 2002.
- ↑ |U.S. Census Bureau QuickFacts: Delaware; UNITED STATES sellet d'an 9/10/2018
Rannadurioù Stadoù-Unanet Amerika | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|