Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Kastellin

kumun Penn-ar-Bed

Kastellin zo ur gumun e Breizh e departamant Penn-ar-Bed. Emañ Kastellin war lez ar stêr Aon e penn kentañ an aber, hanter-hent etre Brest ha Kemper. Pennlec'h arondisamant Kastellin eo, met n'eo ket pennlec'h kanton ken abaoe 2014.

Kastellin
Pont Kastellin dreist d'ar Stêr-Aon.
Pont Kastellin dreist d'ar Stêr-Aon.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Châteaulin
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed (isprefeti)
Arondisamant Kastellin (pennlec'h)
Kanton Kastellin (betek 2015)
Kraozon (abaoe 2015)
Kod kumun 29026
Kod post 29150
Maer
Amzer gefridi
Gaëlle Nicolas
2008-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 5 156 ann. (2020)[1]
Stankter 248 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 11′ 51″ Norzh
4° 05′ 19″ Kornôg
/ 48.1975, -4.088611
Uhelderioù kreiz-kêr : 85 m
bihanañ 2 m — brasañ 206 m
Gorread 20,81 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kastellin

Douaroniezh

kemmañ
  • Bernard Tanguy ː Castrum Castellin, XIvet kantved ; Castrum Lini, 1217, 1240, 1262 ; Chasteaulin, 1305.
  • Erwan Vallerie ː Castellin, Montaneum qui vocatur Nin, XIvet kantved ; Castellinum ?, 1038 ; Castrolini, 1217, 1223 ; Chasteaulin du Fou, 1460, 1466 ; Castrolini, 1516 ; Chasteaulin, 1536 ; Castellin, 1636.
Gerdarzh
  • Bernard Tanguy ː eus an henvrezhoneg nin = barr, lein, beg ; hiziv : nein, aet da lin dre enteuzadur.

En glazur e gastell en argant gwiblennet en aour, eilet ouzh beg gant un eog treustellet ivez en argant.[2]

Lakaet da dalvezout adalek 1878 ; enrollet gant an Departamant ar 24 Mae 1977

Kastellin zo e-kichen ur roudour hag e oa ur c'hroashent hentoù roman ː eus Karaez da Douarnenez ha Kameled war un tu, ha Kemper da Landerne war an tu all[3].

Ar c'hastell zo bet savet e-kerzh an Xvet kantved gant Budig, kont Kernev, lesanvet Castellin.

  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Kastellin, an hini a voe prouet en doa gloazet ar Markiz de la Coste, ar vreudeur Allain ha Jean Quintin ha Charles Lescac, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[4].
  • Mervel a reas 219 gwaz eus ar gumun, da lâret eo 4,64% eus ar boblañs e 1911,[6] abalamour d'ar brezel.
  • Mervel a reas 23 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

kemmañ
  • Mammenn : (fr) INSEE. Kavet : 07/01/2024.

Brezhoneg

kemmañ
  • Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[11].
  • E Kastellin e oa chomlec'h ar Skol dre Lizer, aozet gant Visant Seite.
  • Ur skol Diwan zo e Kastellin abaoe 2007.
  • E distro-skol 2023 e oa 29 skoliad enskrivet er skol Diwan (5,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz Sant-Iduned ː savet e 1868-69 diwar tresadennoù an arkitektour Joseph Bigot;
  • Chapel Itron-Varia ː chapel ar c'hastell, bet savet e -kerzh fin an XIIIvet kantved, hag adkempennet e XVvet, XVIvet, XVIIvet, XVIIIvet .
  • Chapel Sant-Komparz, bet adsavet war a seblant e-kerzh XVIIIvet kantved (enskrivadur = Vː CARO; F. B. 1701)
  • Chapel skol Sant-Loeiz, eus dibenn XIXvet kantved.
  • Chapel Sant-Yann-Badezhour, e Kerian; chapel eus Ospitalerien ar Fouilhez; bet diskaret. Ar feunteun a zo bet dispennet war dro 1950.
  • Monumant ar re varv, luc'hskeudenn[13].

Marc'hhouarnerezh

kemmañ
Tro Bro-C'hall e Kastellin

Tud marvet eno

kemmañ

Tud liammet ouzhar gumun

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • René Couffon & Alfred Le Bars ː Diocèse de Quimper et de Léon. Nouveau répertoire des églises et chapelles. Association Diocésaine de Quimper. 1988
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Hervez Froger ha Pressensé, ardamezioù hiziv zo "pavillonné d'herminais", da lavarout eo sparrarouezioù en aour gant brizhennoù erminig en sabel, e lec'h gwiblennoù en aour.
  3. Bernard Tanguy, p. 50
  4. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  5. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 43
  6. Memorial Genweb
  7. Memorial Genweb
  8. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. Memorial Genweb
  10. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  12. Kelenn
  13. Memorial Genweb