Nothing Special   »   [go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Yann ar Groaz

Eus Wikipedia
Yann ar Groaz

Sant Yann ar Groaz, pe San Juan de la Cruz e spagnoleg, hogen Juan de Yepes Álvarez e wir anv, ha breur Juan de San Matía e gentañ anv lean, ganet e Fontiveros (Kastilha Gozh), e 1542 ha marvet e kouent Ubeda en Andalouzia e 1591, a oa ul lean ha barzh en amzer an Azginivelezh spagnol.

Ezel eus urzh ar C'harmel, Juan de Yepes a zo bet un teologour, ur c'hevrinour hag ur barzh spagnol. Lakaet da sant dindan anv Sant Yann ar Groaz e kemeras ur roll eus ar re bouezhusañ en Adreizhadur katolik e Bro-Spagn asamblez gant santez Teresa a Avila. Anvet eo bet da doktor an Iliz. E 1952 e oa bet anvet da sant paeron ar varzhed spagnolek.

Karget e voe Yann ar Groaz sevel meur a gouent karmez hag e teuas da Avila e 1567 da harpañ Tereza de Cepeda y Ahumada (Tereza de Jezuz hec'h anv relijiel) evit adreizhañ kouent an Engorfadur. E 1577 e oe taget gant ar garmez "klouar" hag e oe bac'het e Toledo hag eno e savas e varzhonegoù kevrinel. En em zivac'has e 1578 hag e kendalc'has gant e labour adreizhañ e meur a gêr. Met ur wech c'hoazh e oe taget ha lakaet da vezañ ul lean hep karg e bloaz e varv.

  • Pignat da Venez-Karmel, pleustrad
  • An Noz teñval, pleustrad
  • Ar C'hantik speredel, pleustrad
  • Flamm bev ar Garantez, pleustrad

Gouel : 14 a viz Kerzu